Livre d’Isaïe - Chapitre 16
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Chapitre 16
Envoyez au maître du pays un agneau, depuis La Roche au désert, vers la montagne de la fille de Sion. Is 16, 1 : Kasit an oan da brofadenn da bennrener ar vro, eus Petra dre hent ar gouelec’h da Venez merc’h Sion.
Des oiseaux qui s’enfuient, une nichée dispersée, telles seront les filles de Moab, aux gués de l’Arnon. Is 16, 2 : Evel evned o tec’hel kuit, un neizhiad stlabezet, e vo merc’hed Moab ouzh roudourioù an Arnon.
Moab dit à Juda : « Fais des plans ! Prends une décision ! En plein midi, fais-nous une ombre comme la nuit, cache les expulsés, ne trahis pas les fugitifs ! Is 16, 3 : Ro deomp kuzul, diskouez deomp da venoz ! Astenn warnomp da skeud evel un noz da greisteiz ; kuzh an harluidi, na ziskuilh ket an dec’hourien.
Que les expulsés de Moab trouvent chez toi un asile, sois un abri pour eux face au dévastateur. Quand l’oppression aura disparu, quand la dévastation aura pris fin, quand sera parti du pays celui qui le foulait, Is 16, 4 : Lez da chom ez kichen harluidi Moab, bez evito ur repu dirak an distrujer, betek ma-z echuo an argaderezh, ma paouezo ar gwasterezh, ma vo aet ar vac’homerien kuit eus ar vro.
un trône s’établira sur la fidélité ; et, pour la maison de David, siégera sur ce trône avec loyauté le juge qui cherche le droit et fait prompte justice. » Is 16, 5 : Rak startaet e vo da dron dit-te gant trugarez Doue, ha warnañ ec’h azezo gant fealded dindan deltenn David, ur barner gredus evit ar gwir ha prim da rentañ justis".
Nous avons appris l’orgueil de Moab, son immense orgueil, son orgueil arrogant, démesuré, ses bavardages qui ne sont rien. Is 16, 6 : Klevet hon eus komz eus lorc’hentez Moab, an hini balc’h-meurbet, eus e uhelegezh, e vrasoni, e rogentez, hag eus e fistilherezh goullo.
C’est pourquoi Moab hurle sur Moab, il n’est que hurlement. Pour les gâteaux de raisin de Qir-Harèseth, vous gémissez, tout abattus. Is 16, 7 : Bremañ ra hirvoudo tud Moab war Voab, ra hirvoudint holl a-gevret ! Diwar-benn gwastelloù-rezin Kir-C’hareset, ra hirvoudint mantret-holl !
Car ils dépérissent, les vignobles de Heshbone, la vigne de Sibma dont les maîtres des nations ont saccagé les grappes rouges ; ses sarments allaient jusqu’à Yazèr, ils se perdaient dans le désert ; ses rejetons s’étendaient au-delà de la mer. Is 16, 8 : Rak gwastet eo bet maezioù Hesbon ha gwiniegi Sibma, hag a veze doñvaet mistri ar broadoù gant o barroù-rezin. O brankoù a dizhe betek Yaser, hag a yae d’en em goll er gouelec’h ; o barroù en em astenne da bell betek en tu-all d’ar mor.
C’est pourquoi avec Yazèr je pleure la vigne de Sibma ; je t’arrose de mes larmes, Heshbone, et toi, Élalé, car sur tes récoltes et tes moissons, une clameur s’est abattue. Is 16, 9 : Rak-se a-unan gant leñvadenn Yaser e ouelan war winiegi Sibma, hag ho tourañ a ran gant va daeroù, o Hesbon, o Eleale ! Rak war ho frouezh ha war ho mendem eo plavet garm ar mac’homer :
Joie et liesse disparaissent des vergers ; dans les vignes, plus de chants de jubilation ; au pressoir le fouleur ne foule plus le raisin : j’ai fait cesser les clameurs. Is 16, 10 : Aet eo kuit levenez ha joa eus ar maezioù strujus. Er winieg n’eus mui a gan na youc’hadeg a levenez ; ne vez ken flastret gant ar flastrer rezin ar pentonioù, tavet eo kri laouen ar gwaskeller.
C’est pourquoi, comme une cithare, mes entrailles gémissent sur Moab, et mon cœur, sur Qir-Hérès. Is 16, 11 : Hag en abeg da se e taskren ennon va c’halon evel un delenn abalamour da Voab ha va askre abalamour da Gir-C’hareset.
On verra Moab s’épuiser sur le lieu sacré, entrer au sanctuaire pour prier, et ne rien obtenir. Is 16, 12 : Aner e vo gwelout Moab o ’n em skuizhañ war an uhel-lec’hioù ; mont da bediñ d’e santual ne dalvezo netra dezhañ.
Telle est la parole que le Seigneur prononça sur Moab, autrefois. Is 16, 13 : Honnezh eo ar gomz bet lavaret, pell amzer 'zo, gant an Aotrou war Voab.
Et maintenant le Seigneur déclare : D’ici trois ans, jour pour jour, la gloire de Moab ne comptera plus ; malgré toute sa multitude, il en restera très peu, un reste insignifiant. Is 16, 14 : Ha bremañ e komz c’hoazh an Aotrou hag e lavar. A-benn tri bloaz kontet rik evel bloavezhioù ur mevel e vo diskaret gloar Moab gant hec’h holl engroez ; hag ar pezh a vano a vo nebeut a dra, nebeudig ha gwan.
