Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 65

Livre d’Isaïe - Chapitre 65

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 65



Je me suis laissé approcher par qui ne me demandait rien, je me suis laissé trouver par ceux qui ne me cherchaient pas. J’ai dit : « Me voici ! Me voici ! » à une nation qui n’invoquait pas mon nom. Is 65, 1 : Lezet em eus d’ober goulenn din ar re na glaskent ket va goulennata ; lezet em eus d’am c’havout ar re na glaskent ket ac’hanon. Lavaret em eus : Setu-me, setu-me ! d’ur vroad na bede ket va anv.

J’ai tendu les mains, tout le jour, vers un peuple rebelle, vers ceux qui suivent le mauvais chemin, entraînés par leurs pensées. Is 65, 2 : Astennet em eus va daouarn bemdez war-zu ur bobl disuj, o kerzhout dre un hent n’eo ket an hent mat, oc’h heuliañ he menozioù-hi,

Ce peuple m’offense, ouvertement, sans cesse : ils sacrifient dans les jardins, brûlent de l’encens sur des briques, Is 65, 3 : war-zu ur bobl bepred ouzh va daeañ e-kreiz va fas, tud o kinnig sakrifisoù el liorzhoù, o teviñ frondoù war vrikennoù,

ils habitent dans les tombeaux, passent la nuit dans des cachettes, ils mangent de la viande de porc, avec des sauces impures dans leurs plats ; Is 65, 4 : oc’h en em zerc’hel e-barzh ar bezioù, o tremen an noz e kuzhiadelloù, o tebriñ kig-moc’h, o lakaat en o listri meuzioù euzhus ;

ils disent : « Retire-toi ! Ne m’approche pas, je suis trop saint pour toi ! » Cela fait monter en moi une fumée de colère, un feu qui brûle à longueur de jour. Is 65, 5 : ar re-se hag a lavar : Pella diouzhin, na dosta ket, da santelaat a rafen ! Seurt traoù a zo evidon moged em fronelloù, un tan ouzh va leskiñ atav.

Voilà, c’est écrit devant moi : je ne me tairai pas sans avoir réglé leur compte, tout leur compte, Is 65, 6 : Setu ! Kement-se a zo skrivet dirazon, ha ne davin ket keit ha n’am bo ket paeet o c’hont dezho,

le prix de leurs fautes et des fautes de leurs pères, toutes ensemble – dit le Seigneur ; ils ont fait brûler l’encens sur les montagnes, ils m’ont outragé sur les collines. Je mesurerai leur salaire, tout leur salaire, à leurs actions passées. Is 65, 7 : kont o drougoberoù, ha war un dro, drougoberoù o zadoù, eme an Aotrou, int-i hag a zeve frondoù war ar menezioù hag am dismegañse war an tosennoù. Paeañ a rin o gopr dezho, rentañ a rin dezho muzul leun-barr.

Ainsi parle le Seigneur : Quand on trouve du jus dans une grappe, on dit : « Ne la détruisez pas, car elle contient une bénédiction. » Ainsi ferai-je à cause de mes serviteurs, afin de ne pas tout détruire. Is 65, 8 : Evel-hen e komz an Aotrou : Pa gaver chug en ur barr-rezin e lavarer : Diwall da zistrujañ anezhañ, rak ennañ ez eus ur bennozh ! Evel-se e rin abalamour d’am servijerien, n’in ket da zistrujañ pep tra.

Je ferai sortir de Jacob une descendance, et de Juda quelqu’un qui possédera mes montagnes ; mes élus les posséderont, mes serviteurs y demeureront. Is 65, 9 : Met lakaat a rin ul lignez da sevel eus Jakob hag eus Youda un heritour d’am menezioù. Va dibabidi a berc’henno anezho, ha va servijerien a ray o chomlec’h enno.

Le Sarone deviendra pacage de brebis, et le Val d’Akor un parc pour les bœufs, en faveur de mon peuple qui m’aura cherché. Is 65, 10 : Saron a vo ur peurvan evit an deñved, traonienn Ac’hor ur c’hloz ejened evit ar bobl he devo va c’hlasket.

Mais vous, qui abandonnez le Seigneur, qui oubliez ma montagne sainte, qui dressez une table pour le dieu Gad et remplissez une coupe de libation pour Meni, Is 65, 11 : C’hwi avat, c’hwi hag hoc’h eus dilezet an Aotrou hag ankounac’haet va Menez santel, c’hwi hag a gempenn un daol en enor da C’had65 hag a leugn ur c’hop evit Meni,

je vous destine à l’épée ; tous, vous plierez le genou pour être abattus ! Car j’ai appelé, et vous n’avez pas répondu, j’ai parlé, et vous n’avez pas écouté ; vous avez fait ce qui est mal à mes yeux, et vous avez choisi ce qui me déplaît. Is 65, 12 : ho tonkañ a ran d’ar c’hleze, soublañ a reot holl da vezañ lazhet. Rak p’am eus galvet n’hoc’h eus ket respontet, p’am eus komzet n’hoc’h eus ket selaouet. Graet hoc’h eus ar pezh a zo drouk d’am daoulagad, en em blijet oc’h gant ar pezh a zisplij din.

C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Voici : mes serviteurs mangeront ; vous, vous aurez faim. Mes serviteurs boiront ; vous, vous aurez soif. Voici : mes serviteurs seront pleins d’allégresse ; vous, vous serez pleins de honte. Is 65, 13 : Rak-se ’ta, setu petra a lavar Doue an Aotrou : Ac’ha ! Va servijerien o devo da zebriñ. Ha c’hwi avat, naon ho po ! Ac’ha ! Va servijerien o devo da evañ, ha c’hwi, sec’hed ho po ! Ac’ha ! Va servijerien o devo levenez, ha c’hwi, mezhegezh ho po !

Mes serviteurs crieront de joie, le cœur en fête ; vous, vous pousserez des cris dans la douleur de votre cœur, vous hurlerez, l’esprit brisé ! Is 65, 14 : Ac’ha ! Va servijerien a youc’ho a joa e levenez o c’halonoù, ha c’hwi, c’hwi a daolo garmadennoù en anken ho kalonoù ; c’hwi a yudo e mantridigezh hoc’h ene.

Pour mes élus, votre nom servira de malédiction : « Qu’il te fasse mourir comme un tel, le Seigneur Dieu ! » – Mais à ses serviteurs Dieu donnera un autre nom. Is 65, 15 : Lezel a reot hoc’h anv d’am dibabidi, dezho d’ober gantañ ur villigadenn : "An Aotrou d’az lakaio da vervel..." Hogen d’am servijerien e vo roet un anv nevez.

Quiconque voudra se bénir lui-même dans le pays se bénira par le Dieu fidèle, et quiconque, dans le pays, fera un serment le fera par le Dieu fidèle. Car la détresse passée sera oubliée, elle aura disparu à mes yeux. Is 65, 16 : An neb a fello dezhañ bezañ benniget war an douar, a venno bezañ benniget dre anv Doue an Amen ; hag an neb a raio ul le er vro a raio le dre anv Doue an Amen, rak ar reuzioù a-ziagent a vo bet ankounac’haet ha steuziet kuit a-zirak va daoulagad.

Oui, voici : je vais créer un ciel nouveau et une terre nouvelle, on ne se souviendra plus du passé, il ne reviendra plus à l’esprit. Is 65, 17 : Rak setu ma krouan Neñvoù nevez hag un douar nevez, ha ne vo mui koun eus an traoù a-ziagent, ne zeuint ken war va spered66.

Soyez plutôt dans la joie, exultez sans fin pour ce que je crée. Car je vais recréer Jérusalem, pour qu’elle soit exultation, et que son peuple devienne joie. Is 65, 18 : Ra laouenaio an dud ha ra dridint a gantved da gantved en abeg d’ar pezh ez an da grouiñ, rak setu ma krouan Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit an trivli.

J’exulterai en Jérusalem, je trouverai ma joie dans mon peuple. On n’y entendra plus de pleurs ni de cris. Is 65, 19 : Ya, laouenaat a rin en abeg da Jeruzalem, ha tridal a rin en abeg d’am fobl ; rak ne vo mui ken klevet enni na gouelvanoù na garmadennoù.

Là, plus de nourrisson emporté en quelques jours, ni d’homme qui ne parvienne au bout de sa vieillesse ; le plus jeune mourra centenaire, ne pas atteindre cent ans sera malédiction. Is 65, 20 : Eno ne vo ken a vugel o vevañ un nebeut deizioù hepken, nag a gozhiad n’afe ket betek fin e zeizioù. Mervel da gant vloaz a vo mervel yaouank, ha chom hep tizhout kant vloaz a vo 'vel ur vallozh.

On bâtira des maisons, on y habitera ; on plantera des vignes, on mangera leurs fruits. Is 65, 21 : Sevel a raint tiez hag e raint o chomadur enno, plantañ a raint gwiniennoù ha debriñ ar frouezh diwarno.

On ne bâtira pas pour qu’un autre habite, on ne plantera pas pour qu’un autre mange ; car les jours de mon peuple seront comme les jours d’un arbre, et mes élus jouiront des ouvrages de leurs mains. Is 65, 22 : Ne savint mui tiez da vezañ chomadur un estren ne blantint mui ma vo debret ar frouezh gant un all. Rak deizioù tud va fobl a vo keit ha deizioù ar gwez, ha va dibabidi a uzo ar pezh o devo savet o daouarn.

Ils ne se fatigueront pas pour rien, ils n’enfanteront plus pour l’épouvante, car ils sont la descendance des bénis du Seigneur, eux et leur postérité. Is 65, 23 : N’en em skuizhint mui en aner. Ha ne c’hanint mui bugale tonket dezho ur marv trumm, rak bez’ e vint ur ouenn benniget gant an Aotrou, int-i hag o diskennidi.

Alors, avant qu’ils n’appellent, moi, je répondrai ; ils parleront encore que moi, je les aurai entendus. Is 65, 24 : Kent dezho va gervel em bo respontet dezho, o komz e vezint c’hoazh m’am bo dija selaouet anezho.

Le loup et l’agneau auront même pâture, le lion, comme le bœuf, mangera du fourrage ; le serpent, lui, se nourrira de poussière. Il n’y aura plus de mal ni de corruption sur toute ma montagne sainte, – dit le Seigneur. Is 65, 25 : Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro kolo 'vel an ejen, hag an naer n vo ar boultrenn he boued. Ne vezo mui graet na droug na dismantr war va holl Venez santel, eme an Aotrou.