Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Gwener 15 a viz Eost 2025

Ar Werc'hez glorius Vari savet d'an Neñv⚪ Gwenn
Autres noms : Gouel Maria Hanter-Eost, Asompsion, Gouel ar Werc'hez

📜 1ère lecture

Lennadenn eus Diskuliadur Yann (Dis 11, 19a ; 12, 1-6a.10ab)

📖 Voir dans la Bible

Ur Vaouez gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid.

Digeriñ a reas Templ Doue en Neñv.
Hag e weled ennañ arc'h e emglev. Ur sin bras en em ziskouezas en Neñv : ur vaouez gwisket gant an heol, al loar dindan he zreid,
ha war he fenn ur gurunenn daouzek steredenn.
Dougerez eo, hag e c'harm o wilioudiñ gant poan ar gwentloù.
Hag ur sin all en em ziskouezas en Neñv :
ha setu un Aerouant bras, ruz e liv, gant seizh penn ha dek korn,
ha war e bennoù seizh talgen,
hag e lost a skub un drederenn eus stered an Neñv hag o stlap war an douar.
Hag an Aerouant en em zalc'h en e sav dirak ar vaouez e gwilioud
evit debriñ he bugel kerkent ha ganet.
Ha genel a reas ur mab, ur paotr,
an hini a zle bezañ pastor an holl vroadoù gant ur vazh-houarn.
Ha dilamet e voe kuit he bugel davet Doue ha davet e dron,
hag ar vaouez a dec'has d’ar gouelec'h
e lec'h m’he deus ur repu aozet gant Doue.
Hag e klevis ur vouezh kreñv en Neñv a lavare :
« Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh,
roueelezh hon Doue, ha galloud e Grist. »

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 45 Salm 45, (44), 11-12a, 12b-13, 14-15a, 15b-16

📖 Psautier : Psaume 45

D : A-zehou dit emañ ar Rouanez kinklet gant aour Ofir.

Merc'hed rouaned a zeu d'az tiambroug ;
a-zehou dit emañ ar Rouanez kinklet gant aour Ofir.
Selaou, va merc'h, sell ha stou da skouarn,
ankounac’ha da bobl ha tiegezh da dad.
Ar Roue a zo kouezhet e karantez gant da gened,
stou dirazañ peogwir eo da Aotrou.
Ha poblad Tir ivez a zeuio gant profoù ;
he fennoù bras a glasko da c'hrad-vat.
Skedus-holl ec'h antre merc'h ar roue,
gwiadennoù aour eo danvez he dilhad.
Degas a reer ar merc’hed-a-enor gant trid ha levenez,
antren a reont e palez ar Roue.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol Paol d'ar Gorintiz (1Go Co 15, 20-27a)

📖 Voir dans la Bible

Ar C'hrist da gentañ, war e lerc'h ar re a vo d’ar C'hrist.

Va breudeur, ar C'hrist evit gwir a zo dihunet da vev a-douez ar re varv, an hini kentañ eus ar re gousket.
Rak gant un den eo deuet ar marv,
ha gant un den e teu adsavidigezh ar re varv.
Evel ma varv an holl en Adam,
evel-se ivez e teuio an holl da adkavout ar vuhez er C'hrist.
Met pep hini en e renk e penn an holl, ar C'hrist da gentañ ;
war e lerc'h ar re a vo d’ ar C'hrist pa zistroio.
Goude-se e vo an dibenn, pa lako e Rouantelezh etre daouarn Doue an Tad,
goude bezañ diskaret pep Priñselezh, Mestroniezh ha Galloudegezh.
Rak dleet eo dezhañ ren,
betek m’en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.
Hag an diwezhañ enebour a vo diskaret eo ar Marv.
Rak Doue en deus lakaet pep tra dindan e dreid.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 1, 39-56)

📖 Voir dans la Bible

An Hollc'halloudeg en deus graet evidon traoù burzhudus ; uhelaet en deus an dud izel.

En deizioù-se, e savas Mari, hag ez eas, mall warni,
war-zu bro ar menezioù, d’ur gêr eus Bro Youda ;
hag o vezañ aet tre e ti Zakaria, e saludas Elizabed.
Met kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari,
e tridas ar c'hrouadurig en he c'hreiz,
ha leuniet e voe Elizabed eus ar Spered Santel.
Hag e youc'has gant ur vouezh kreñv en ur lavarout :
« Benniget out e-touez ar gwragez, ha benniget frouezh da gorf.
A-belec’h e c'hoarvez ganin e teufe d’am c'haout mamm va Aotrou ?
Rak setu, kerkent ha m’eo deuet da vouezh betek va divskouarn,
en deus tridet va bugelig em c'hreiz gant al levenez.
Eürus an hini he deus kredet,
rak sevenet e vo ar pezh a zo bet lavaret dezhi a berzh an Aotrou. »
Hag e lavaras Mari : « Va ene a gan braster an Aotrou,
ha va spered a gav e levenez e Doue, va Salver,
dre m’en deus sellet ouzh izelded e vatezh,
Setu a-vremañ, ma vin anvet eürus gant an holl rummadoù,
rak an Hollc'halloudeg en deus graet evidon traoù burzhudus,
an hini a zo santel e anv.
Hag e drugarez en em astenn a rummad da rummad
war gement hini en deus doujañs outañ.
Diskouezet en deus nerzh e vrec'h ha dispennet ar re a zo brasoni en o c'halonoù.
Diskaret en deus an dud c'halloudek diwar o zronoù, hag uhelaet an dud izel.
Ar re naoniek en deus karget a vadoù,
ar re binvidik en deus kaset kuit hep netra.
Kemeret en deus etre e zivrec'h Israel, e vugel, evit kaout soñj eus e druez,
hervez m’en devoa prometet d’hon tadoù e-keñver Abraham hag e lignez da viken. »
Chom a reas Mari war-dro tri miz gant Elizabed, ha neuze e tistroas d’ar gêr.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Gwener 15 a viz Eost 2025
Lukaz 11, 27-28 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page