Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 14 a viz Gwengolo 2025

Ar Groaz savet🔴 Ruz

En deiz war-lerc'h Dedi iliz an Dasorc'hidigezh, savet e Jeruzalem war bez ar C'hrist e 335, eo e lidomp Kanmeulidigezh ar Groaz pe Gouel ar Groaz Savet. Kroaz ar C'hrist eo arouez e drec'h-Pask war ar marv. An hengounioù a wel aze ivez arouez Mab-an-den en em ziskouezo en neñv evit degemenn e zistro (Mzh 24, 30).

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr an Niveroù (Ni 21, 4b-9)

📖 Voir dans la Bible

Neb a vo bet flemmet hag a sello outañ a vevo.

En deizioù-se, e fallgalonas ar Bobl war an hent.
Hag e komzas ar Bobl enep Doue hag enep Moizez :
«Perak bezañ hor savet eus an Egipt evit mervel er gouelec'h?
N’hon eus na bara na dour, hag hon ene en deus heug ouzh ar boued didalvez-mañ !»
Hag e kasas an Aotrou enep ar Bobl naered grizias a flemme an dud,
hag e varvas tud e-leizh eus Israel.
Hag ez eas ar Bobl da gaout Moizez, hag e lavarjont :
« Pec'het hon eus o komz enep an Aotrou hag enep dit.
Ped an Aotrou ma tistroio diwarnomp an naered. »
Hag e pedas Moizez evit ar Bobl.
Hag e lavaras an Aotrou da v/Moizez :
« Gra dit un naer arem, ha laka-eñ war ur wern ;
ha neb a vo bet flemmet hag a sello outañ a vevo. »
Hag e reas Moizez un naer arem, a lakaas war ur banniel ;
ha mar flemme un naer unan bennak,
e selle ouzh an naer arem hag e veve.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 78 Salm 78 (77), 3-4a.c, 34-35, 36-37, 38ab.39

📖 Psautier : Psaume 78

D : Na zisoñjit biken gourc'hemennoù an Aotrou !

Selaou, o va Fobl, va c'helennadurezh ;
digor da skouarn da gomzoù va genou.
Emaon o vont da ziskleriañ setañsoù,
da zisplegañ ar misterioù a-wechall.

Tra m’o lazhe e tistroent outañ,
ha neuze er c’hlaskent en-dro ;
soñj o devoa ez eo Doue o roc'hell,
hag o salver an Doue meurbet-uhel.

Eñ koulskoude, trugarezus ha truezus,
a bardone o fec'hed ha n'o distruje ket.
Meur a wezh en deus gwasket war e gounnar,
ha n'en deus ket lezet e fulor da sevel.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus eil lizher an Abostol Paol d'an Filipiz (Fip 2, 6-11)

📖 Voir dans la Bible

Ar C'hrist Jezuz en deus c'hoazh en em izelaet : setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ.

Va Breudeur, ar C'hrist Jezuz, Eñ hag a oa Doue a stumm ne sellas ket evel e dra chom en e renk, par da Zoue ;
Met da netra eo ’n em lakaet dre gemer stumm ar servijer ha dont da vezañ 'giz an dud.
Goude ’n em ziskouez 'vel un den,
en deus c’hoazh en em izelaet dre sentiñ betek ar marv, betek ur marv war ur groaz.
Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ,
ha roet dezhañ an anv a zo a-us da bep anv,
ma vo pep glin e anv Jezuz o plegañ e lein an Neñvoù,
war an douar hag e bed an Ankou,
evit ma tisklerio pep teod eo Jezuz Krist eo an Aotrou,
evit gloar Doue an Tad.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 3, 13-17)

📖 Voir dans la Bible

Evel-se e rank bezañ uhelsavet Mab an Den.

En amzer-se, Jezuz a lavaras da Nikodem :
« N’eus den ebet a ve pignet d’an neñv,
nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an Den.
Hag evel m’en deus Moizez uhelsavet an naer er gouelec'h,
evel-se e rank bezañ uhelsavet Mab an Den,
evit m’en devo drezañ an neb a gred ennañ buhez peurbadel. »
« Rak kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet
evit nad aio ket da goll an neb a gred ennañ,
hogen m’en devo buhez peurbadel.
Evit gwir, Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed,
met evit ma vo salvet ar bed drezañ. »

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 14 a viz Gwengolo 2025
Yann 3, 13-17 - Gant Guillemette IN eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page