Lectures du dimanche
📅 D'ar Sul 12 a viz Here 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus an eil levr ar Rouaned (2Ro R 5, 14-17)
En amzer-se e tiskennas Naaman, ar Siriad,
da 'n em soubañ er Yordan seizh gwech,
evel m’en devoa lavaret Elizea an den Doue ;
hag e gig a zeuas da vezañ yac’h evel kig ur bugelig, glanaet e voe eus al lorgnez.
Distreiñ a reas davet an den Doue gant e holl gompagnuned ;
ha pan erruas, en em zalc'has dirazañ hag e lavaras :
« Bremañ ec'h ouzon n’eus ket a Zoue, war an douar a-bezh, nemet en Israel !
Neuze 'ta, degemer un donezon a-berzh da servijer. »
Hag e lavaras Elizea :
« Bevet an Aotrou en em zalc'han dirazañ, ne zegemerin netra ! »
Pouezañ a rae warnañ evit ma kemerfe, met ne c'houlas ket.
Neuze e lavaras Naaman :
« Peogwir ne fell ket dit,
ro aotre da reiñ d’az servijer
douar eus ar vro-mañ, kement ha ma c’hell dougen daou vul,
rak da servijer ne ginnigo mui holloskad na sakrifis da zoue all ebet, nemet d’an Aotrou Doue. »
🎶 Psaume
Psaume 98 Salm 98 (97), 1, 2-3ab,3cd-4
D : Dirak ar broadoù en deus an Aotrou diskouezet e silvidigezh.
Kanit d'an Aotrou ur ganenn nevez,
dre m'en deus graet burzhudoù.
Gounezet en deus an trec'h gant e zorn dehou,
ha gant e vrec'h santel.
An Aotrou en deus diskouezet e silvidigezh,
diskleriet en deus e reizhder d'an holl vroioù.
Soñj en deus bet eus e vadelezh
hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel.
Gwelet o deus broioù pellañ an douar
silvidigezh hon Doue.
Youc'hit d'an Aotrou, C'hwi an holl douaroù,
tridit gant levenez ha kanit.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus an eil lizher da Dimozeos (2Tz Tm 2, 8-13)
Ma c'houzañvomp a-unan gantañ,
a-unan gantañ e renimp.
Va mab dreist-karet,
Dalc’h soñj eus Jezuz Krist,
ganet eus gouenn David,
adsavet bev a-douez ar re varv,
hervez an Aviel a brezegan.
En abeg dezhañ e c’houzañvan poan,
betek dougen chadennoù evel un torfedour, met lavar Doue n’eo ket chadennet !
Rak-se e c’houzañvan pep tra evit ar re zibabet,
evit ma c’hounezint int ivez,
ar silvidigezh a zo er C’hrist Jezuz,
gant ar c’hloar peurbadus.
Gwir-mat eo ar Gomz-mañ :
Ma-z omp marv gantañ,
gantañ ivez e vevimp.
Ma talc’homp start dezhañ, gantañ ivez e renimp ;
m’henn nac’homp, eñ ivez hon nac’ho ;
mar ne chomomp ket feal dezhañ,
Eñ avat a chom feal, rak n’hell ket en em zislavarout.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 17, 11-19)
Ha n'eus bet nemet hemañ, an estren-se, o tistreiñ da zougen klod da Zoue ?
En ur ober hent war-zu Jeruzalem,
e c’hoarvezas da Jezuz tremen war harzoù Bro-Samaria ha Bro-C’halilea.
Antren a rae en ur vourc’h bennak pa zeuas dek den lovr a-benn-hent dezhañ ;
o chom a-sav a-ziabell,
e savjont o mouezh da lavarout :
« Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhomp ».
Ouzh o gwelout e lavaras dezho :
« It d’en em ziskouez d’ar veleien ». Ha tra ma oant o vont, e tegouezhas ganto bezañ glanaet.
Unan anezho o ’n em welout yac’haet,
a zeuas war e giz en ur ganañ gloar Doue a vouezh uhel ;
hag en em daolas war e c’henou ouzh treid Jezuz ouzh e drugarekaat.
Ur Samariad e oa anezhañ.
Ha Jezuz da gomz ha da lavarout : « Daoust hag o dek n’int ket bet glanaet ? An nav all, pelec’h emaint ?
N’eus en em gavet eta evit distreiñ da rentañ gloar da Zoue, nemet an estren-mañ ! »
Hag e lavaras dezhañ : « Sav ha kae ; da feiz he deus da salvet ».
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 12 a viz Here 2025Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
