Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 98

Psaumes - Psaume 98


Psaume 98



Chantez au Seigneur un chant nouveau, car il a fait des merveilles ; par son bras très saint, par sa main puissante, il s'est assuré la victoire. Ps 98, 1 : Salm. Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, dre m’en deus graet burzhudoù. Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehou, ha gant e vrec’h santel.

Le Seigneur a fait connaître sa victoire et révélé sa justice aux nations ; Ps 98, 2 : An Aotrou en deus diskouezet e silvidigezh, diskleriet en deus e reizhder d’an holl vroioù.

il s'est rappelé sa fidélité, son amour, en faveur de la maison d'Israël ; la terre tout entière a vu la victoire de notre Dieu. Ps 98, 3 : Soñj en deus bet eus e vadelezh hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Gwelet o deus broioù pellañ an douar silvidigezh hon Doue.

Acclamez le Seigneur, terre entière, sonnez, chantez, jouez ; Ps 98, 4 : Youc’hit d’an Aotrou, c’hwi an holl zouaroù, tridit gant levenez ha kanit.

jouez pour le Seigneur sur la cithare, sur la cithare et tous les instruments ; Ps 98, 5 : Salmit d’an Aotrou war an delenn, war an delenn ha gant son ar gitar ;

au son de la trompette et du cor, acclamez votre roi, le Seigneur ! Ps 98, 6 : gant an drompilh ha gant mouezh ar c’horn, youc’hit d’an Aotrou, ar roue.

Que résonnent la mer et sa richesse, le monde et tous ses habitants ; Ps 98, 7 : Ra voudo ar mor gant kement a zo ennañ, an hollved ha kement a zo warnañ.

que les fleuves battent des mains, que les montagnes chantent leur joie, Ps 98, 8 : Ra stlako ar stêrioù bras o daouarn, ra drido a-unan ar menezioù,

à la face du Seigneur, car il vient pour gouverner la terre, * pour gouverner le monde avec justice et les peuples avec droiture ! Ps 98, 9 : dirak an Aotrou, dre m’emañ o tont da varn an douar. Barn a raio an hollved gant justis, hag ar pobloù gant eeunded.