Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 33

Psaumes - Psaume 33


Psaume 33



Criez de joie pour le Seigneur, hommes justes ! Hommes droits, à vous la louange ! Ps 33, 1 : Youc’hit d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh ! Evit ar re just eo un dever e veuliñ.

Rendez grâce au Seigneur sur la cithare, jouez pour lui sur la harpe à dix cordes. Ps 33, 2 : Rentit bennozh d’an Aotrou war ar gitar, salmit dezhañ war an delenn dek kordenn.

Chantez-lui le cantique nouveau, de tout votre art soutenez l'ovation. Ps 33, 3 : Kanit dezhañ ur ganenn nevez, ha gant ar mouezhioù lakait ar binvioù da genseniñ.

Oui, elle est droite, la parole du Seigneur ; il est fidèle en tout ce qu'il fait. Ps 33, 4 : Rak gwirion eo lavar an Aotrou, e fealded en em ziskouez en e holl oberoù.

Il aime le bon droit et la justice ; la terre est remplie de son amour. Ps 33, 5 : Karout a ra ar justis hag ar reizhded ; leun emañ an douar gant madelezh an Aotrou.

Le Seigneur a fait les cieux par sa parole, l'univers, par le souffle de sa bouche. Ps 33, 6 : Gant lavar an Aotrou eo bet graet an Neñvoù, ha gant c’hwezh e c’henou armead ar stered.

Il amasse, il retient l'eau des mers ; les océans, il les garde en réserve. Ps 33, 7 : Dastumet en deus evel en ur gibell ar morioù, serret en deus en o islonkoù an doureier.

Que la crainte du Seigneur saisisse la terre, que tremblent devant lui les habitants du monde ! Ps 33, 8 : An douar a-bezh da zoujo d’an Aotrou, ra greno dirazañ holl bobladoù ar bed.

Il parla, et ce qu'il dit exista ; il commanda, et ce qu'il dit survint. Ps 33, 9 : Rak komzet en deus ha setu graet an traoù, gourc’hemennet en deus ha setu ma oant krouet.

Le Seigneur a déjoué les plans des nations, anéanti les projets des peuples. Ps 33, 10 : An Aotrou a ziskar mennad ar Baganed, kas a ra da netra ratozhioù ar pobloù :

Le plan du Seigneur demeure pour toujours, les projets de son coeur subsistent d'âge en âge. Ps 33, 11 : Met diviz an Aotrou a chom da virviken, mennadoù e galon a bad a rummad da rummad.

Heureux le peuple dont le Seigneur est le Dieu, heureuse la nation qu'il s'est choisie pour domaine ! Ps 33, 12 : Evurus ar vroad eo an Aotrou a zo he Doue, ar bobl en deus dibabet evit e zomani.

Du haut des cieux, le Seigneur regarde : il voit la race des hommes. Ps 33, 13 : Eus lein an Neñvoù e sell an Aotrou, evit gwelout holl vugale an dud.

Du lieu qu'il habite, il observe tous les habitants de la terre, Ps 33, 14 : Eus al lec’h ma tron emañ oc’h eveshaat ouzh an holl dud a chom war an douar,

lui qui forme le coeur de chacun, qui pénètre toutes leurs actions. Ps 33, 15 : eñ hag en deus stummet kalonoù an dud, a sell pizh ouzh ar pezh a reont.

Le salut d'un roi n'est pas dans son armée, ni la victoire d'un guerrier, dans sa force. Ps 33, 16 : N’eo ket un arme vras a ro an trec’h d’ar roue, n’eo ket braster e nerzh a salv ar brezelour.

Illusion que des chevaux pour la victoire : une armée ne donne pas le salut. Ps 33, 17 : Touellus eo ur marc’h evit en em dennañ, n 'eo ket a-walc’h e greñvder evit bezañ salvet.

Dieu veille sur ceux qui le craignent, qui mettent leur espoir en son amour, Ps 33, 18 : Met war e dud fidel e par daoulagad an Aotrou, war an dud a esper en e garantez,

pour les délivrer de la mort, les garder en vie aux jours de famine. Ps 33, 19 : evit tennañ o eneoù eus ar marv, hag evit o bevañ en amzer ar gernez.

Nous attendons notre vie du Seigneur : il est pour nous un appui, un bouclier. Ps 33, 20 : Hon ene a esper en Aotrou, eñ a zo hor skoazell hag hon difenn ;

La joie de notre coeur vient de lui, notre confiance est dans son nom très saint. Ps 33, 21 : Ya, ennañ emañ levenez hor c’halonoù, en e anv santel e fiziomp.

Que ton amour, Seigneur, soit sur nous comme notre espoir est en toi ! Ps 33, 22 : Ra vezo warnomp ho karantez, Aotrou, evel m’hon eus esperañs ennoc’h.