Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 16

Psaumes - Psaume 16


Psaume 16



Ps 16, 0 : Meulgan David

Garde-moi, mon Dieu : j'ai fait de toi mon refuge. Ps 16, 1 : Va mirit, Aotrou Doue, rak ennoc’h e klaskan va goudor.

J'ai dit au Seigneur : « Tu es mon Dieu ! Je n'ai pas d'autre bonheur que toi. » Ps 16, 2 : D’an Aotrou e lavaran : « C’hwi eo va Aotrou, n’eus eurvad ebet evidon nemet ennoc’h ».

Toutes les idoles du pays, ces dieux que j'aimais, + ne cessent d'étendre leurs ravages, * et l'on se rue à leur suite. Ps 16, 3 : E santualioù dre ar vro, kaer-dispar evidon, eo dezho em eus roet va holl garantez.

Je n'irai pas leur offrir le sang des sacrifices ; * leur nom ne viendra pas sur mes lèvres ! Ps 16, 4 : Ar re avat a red war-lerc’h an idoloù, ar re-se a lakaio o foanioù da greskiñ. Nann, ned in ket da skuilhañ gwad d’an doueoù, ha ne savo ket o anvioù d’am muzelloù.

Seigneur, mon partage et ma coupe : de toi dépend mon sort. Ps 16, 5 : Aotrou, c’hwi eo va lod, va c’haliriad : c’hwi an hini a zalc’h va flanedenn en ho taouarn.

La part qui me revient fait mes délices ; j'ai même le plus bel héritage ! Ps 16, 6 : Ar gordenn he deus muzuliet din un dachenn a zudi ; ya, va lod-hêrezh a zo evidon levenez vras.

Je bénis le Seigneur qui me conseille : même la nuit mon coeur m'avertit. Ps 16, 7 : Bennigañ a rin an Aotrou a ro din e guzulioù ; zoken e-pad an noz em c’helenn va c’halon.

Je garde le Seigneur devant moi sans relâche ; il est à ma droite : je suis inébranlable. Ps 16, 8 : An Aotrou am bez dalc’hmat dirak va sell ; emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.

Mon coeur exulte, mon âme est en fête, ma chair elle-même repose en confiance : Ps 16, 9 : Gant se eo laouen va c’halon, hag e trid va ene ; va c’horf zoken a ziskuizho e surentez.

tu ne peux m'abandonner à la mort ni laisser ton ami voir la corruption. Ps 16, 10 : Rak ne zilezot ket va buhez e dalc’h ar marv, ne lezot ket ho sant da welout ar vreinadurezh.

Tu m'apprends le chemin de la vie : + devant ta face, débordement de joie ! A ta droite, éternité de délices ! Ps 16, 11 : Diskouez a reot din hent ar vuhez, leunder al levenez en ho splannder, plijadurezh a-zehou deoc’h da virviken.