Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 88

Psaumes - Psaume 88


Psaume 88



Ps 88, 1 : Kan. Salm. Eus mibien Kore. D’ar mestr-kaner. War fleütoù. o tiskanañ. Barzhoneg. Eus Hemam an Ezrahiad.

Seigneur, mon Dieu et mon salut, dans cette nuit où je crie en ta présence, Ps 88, 2 : Aotrou Doue, va salver, a-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h.

que ma prière parvienne jusqu'à toi, ouvre l'oreille à ma plainte. Ps 88, 3 : Ra savo va fedenn betek ennoc’h, digorit ho skouarn d’am galvadenn.

Car mon âme est rassasiée de malheur, ma vie est au bord de l'abîme ; Ps 88, 4 : Rak faezh eo va ene gant re-vec’h a boanioù, war vord ar bez emañ va buhez.

on me voit déjà descendre à la fosse, je suis comme un homme fini. Ps 88, 5 : Kontet ez on dija e-touez ar re a ziskenn er foz, setu ma 'z on evel un den echu gantañ.

Ma place est parmi les morts, avec ceux que l'on a tués, enterrés, ceux dont tu n'as plus souvenir, qui sont exclus, et loin de ta main. Ps 88, 6 : E-mesk ar re varv on dija gourvezet, evel an dud divuhez astennet en o bez ; ar re n’hoc’h eus mui soñj anezho, hag hoc’h eus lezet da vont kuit eus ho torn.

Tu m'as mis au plus profond de la fosse, en des lieux engloutis, ténébreux ; Ps 88, 7 : E donder ar puñs hoc’h eus va laket, en deñvalijenn, e strad an islonk.

le poids de ta colère m'écrase, tu déverses tes flots contre moi. Ps 88, 8 : Warnon e pouez ho kounnar, ha gant ho taolioù-mor hoc’h eus va brevet.

Tu éloignes de moi mes amis, tu m'as rendu abominable pour eux ; enfermé, je n'ai pas d'issue : Ps 88, 9 : Va mignoned hoc’h eus pellaet diouzhin, graet hoc’h eus ac’hanon un euzhadenn evito ; serret eo bet warnon ha ne c’hellan ket mont kuit.

à force de souffrir, mes yeux s'éteignent. Je t'appelle, Seigneur, tout le jour, je tends les mains vers toi : Ps 88, 10 : Gant ar glac’har e tizeri va daoulagad. Ho kervel a ran, Aotrou, a-hed an deiz, davedoc’h ec’h astennan va daouarn.

fais-tu des miracles pour les morts ? leur ombre se dresse-t-elle pour t'acclamer ? Ps 88, 11 : Daoust hag ez eo evit ar re varv e rafec’h burzhudoù, daoust hag an Anaon a sav evit ho meuliñ ?

Qui parlera de ton amour dans la tombe, de ta fidélité au royaume de la mort ? Ps 88, 12 : Daoust hag e komzer eus ho madelezh e poull ar bez, hag eus ho fealded e bro an Ankoù ?

Connaît-on dans les ténèbres tes miracles, et ta justice, au pays de l'oubli ? Ps 88, 13 : Hag-eñ en em ziskouez ho purzhudoù en deñvalijenn, hag ho madelezhioù e douar an ankounac’h ?

Moi, je crie vers toi, Seigneur ; dès le matin, ma prière te cherche : Ps 88, 14 : Me avat, Aotrou, a gri war-zu ennoc’h, a-dal ar beure e sav davedoc’h va fedenn.

pourquoi me rejeter, Seigneur, pourquoi me cacher ta face ? Ps 88, 15 : Perak, Aotrou, e tistaolit va ene, perak e kuzhit ho tremm ouzhin ?

Malheureux, frappé à mort depuis l'enfance, je n'en peux plus d'endurer tes fléaux ; Ps 88, 16 : A-dal va bugaleaj, reuzeudik ma 'z on, e vezan o vervel, gouzañvet em eus ho spontoù bras ken ez on divi.

sur moi, ont déferlé tes orages : tes effrois m'ont réduit au silence. Ps 88, 17 : Warnon eo tremenet ho fulorioù, hag ho spouronoù o deus va brevet.

Ils me cernent comme l'eau tout le jour, ensemble ils se referment sur moi. Ps 88, 18 : Beuzet e vezan bemdez enno evel en ur mor, va gwaskañ a reont holl a-gevret.

Tu éloignes de moi amis et familiers ; ma compagne, c'est la ténèbre. Ps 88, 19 : Keneiled ha kompagnuned hoc’h eus pellaet diouzhin, va mignonez eo an deñvalijenn.