Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 57

Psaumes - Psaume 57


Psaume 57



Ps 57, 1 : D’ar mestr-kaner. « Na zistruj ket ». Eus David, barzhoneg, pa dec’has dirak Saoul d’ar vougev.

Pitié, mon Dieu, pitié pour moi ! En toi je cherche refuge, un refuge à l'ombre de tes ailes, aussi longtemps que dure le malheur. Ps 57, 2 : Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, ho pet truez ouzhin, rak ennoc’h en em repu va ene, ha dindan skeud ho tivaskell e klaskan va goudor, ken na vo tremenet ar c’haouad.

Je crie vers Dieu, le Très-Haut, vers Dieu qui fera tout pour moi. Ps 57, 3 : Krial a ran war-du Doue, an Uhel-meurbet, an Doue leun a vadelezh em c’heñver.

Du ciel, qu'il m'envoie le salut : (mon adversaire a blasphémé !). Que Dieu envoie son amour et sa vérité ! Ps 57, 4 : Eus an Neñvoù ra gaso din e silvidigezh, ra ziskaro va holl heskinerien. Ra gaso e c’hras hag e wirionez.

Je suis au milieu de lions et gisant parmi des bêtes féroces ; ils ont pour langue une arme tranchante, pour dents, des lances et des flèches. Ps 57, 5 : Setu-me gourvezet e-touez leoned naon ganto da lonkañ bugale an dud : O dent a zo goafioù ha biroù, hag o zeod klezeier nevez lemmet. *

R / Dieu, lève-toi sur les cieux : que ta gloire domine la terre ! Ps 57, 6 : Savit, O ! Aotrou Doue, a-us d’an Neñvoù, ho kloar da barañ war an douar a-bezh.

Ils ont tendu un filet sous mes pas : j'allais succomber. * Ils ont creusé un trou devant moi,ils y sont tombés. Ps 57, 7 : Stegnet o devoa ur roued dindan va c’hammedoù, gwaskañ a raent war va buhez, kleuziet o devoa un toull-trap dirazon, ha setu-int kouezhet e-barzh !

Mon coeur est prêt, mon Dieu, + mon coeur est prêt ! * Je veux chanter, jouer des hymnes ! Ps 57, 8 : Start eo va c’halon, O ! Aotrou Doue, start eo va c’halon !

Éveille-toi, ma gloire ! + Éveillez-vous, harpe, cithare, * que j'éveille l'aurore ! Ps 57, 9 : Kanañ a rin, kanañ a rin ur meulgan : Dihun, o va ene, dihunit, telenn ha kitar, ma tivoredin ar gouloù-deiz.

Je te rendrai grâce parmi les peuples, Seigneur, et jouerai mes hymnes en tous pays. Ps 57, 10 : Ho meuliñ a rin e-touez ar pobloù, Aotrou, ho kanañ a rin e-mesk ar Broadoù,

Ton amour est plus grand que les cieux, ta vérité, plus haute que les nues. Ps 57, 11 : rak bras eo ho madelezh, ken bras hag an Neñvoù, uhel evel an oabl ho fealded.

Dieu, lève-toi sur les cieux : que ta gloire domine la terre ! Ps 57, 12 : Savit, O ! Aotrou Doue, a-us d’an Neñvoù, ho kloar da barañ war an douar a-bezh.