Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 73

Psaumes - Psaume 73


Psaume 73



Vraiment, Dieu est bon pour Israël, pour les hommes au coeur pur. Ps 73, 1 : Salm. Eus Asaf. Na mat eo an Aotrou Doue evit an den reizh, evit an neb a zo glan e galon !

Un rien, et je perdais pied, un peu plus, et je faisais un faux pas ; Ps 73, 2 : Ha koulskoude eo bet va zreid war var da vankout din, va c’hammedoù eo bet darbet dezho strebotiñ,

car j'étais jaloux des superbes, je voyais le succès des impies. Ps 73, 3 : dre ma sellen gant gwarizi ouzh an dud fall, dre ma welen eurvad ar bec’herien.

Jusqu'à leur mort, ils ne manquent de rien, ils jouissent d'une santé parfaite ; Ps 73, 4 : Rak warno ne gouezh ket an enkrez, yac’h ha lart e vez bepred an doare anezho.

ils échappent aux souffrances des hommes, aux coups qui frappent les mortels. Ps 73, 5 : N’o devez ket o lod eus reuzeudigezh mab-den, ne vezont ket gwallskoet evel ar re all.

Ainsi, l'orgueil est leur collier, la violence, l'habit qui les couvre ; Ps 73, 6 : Setu perak e vez al lorc’h ganto en o c’herc’hen, an daerijenn warno da wiskamant.

leurs yeux qui brillent de bien-être trahissent les envies de leur coeur. Ps 73, 7 : Eus o druzoni e tifluk ar fallagriezh, hag ar soñjoù drouk eus don o c’halonoù.

Ils ricanent, ils prônent le mal, de très haut, ils prônent la force ; Ps 73, 8 : En ur c’hoarzhin e taolont o c’hunujennoù, war an ton bras e tistagont o gourdrouzoù.

leur bouche accapare le ciel, et leur langue parcourt la terre. Ps 73, 9 : O genaouioù a gomz taer a-enep an Neñv, hag o zeodoù en em ziroll war c’horre an douar.

Ainsi, le peuple se détourne vers la source d'une telle abondance. Ps 73, 10 : Setu perak e tro tud va fobl daveto, hag e lonkont a-builh eus an dour-se,

Ils disent : « Comment Dieu saurait-il ? le Très-Haut, que peut-il savoir ? » Ps 73, 11 : en ur lavarout : « Doue n’en deus tamm skiant ebet, an Uhel-meurbet n’en deus anaoudegezh eus netra ! ».

Voyez comme sont les impies : tranquilles, ils amassent des fortunes. Ps 73, 12 : Sellit penaos emañ ar bed gant ar bec’herien, didrabas bepred e verniont pinvidigezhioù.

Vraiment, c'est en vain que j'ai gardé mon coeur pur, lavé mes mains en signe d'innocence ! Ps 73, 13 : Neuze da betra e talv din mirout pur va c’halon, ha naetaat ar pec’hed diwar va daouarn

Me voici frappé chaque jour, châtié dès le matin. Ps 73, 14 : peogwir e vezan, daoust da se, gwallskoet bemdez, hag e c’houzañvan kastiz en-dro, bep beure.

Si j'avais dit : « Je vais parler comme eux », j'aurais trahi la race de tes fils. Ps 73, 15 : Hogen m’am bije lavaret : « Komz a rin evelto », em bije dinac’het gouenn ho pugale.

Longtemps, j'ai cherché à savoir, je me suis donné de la peine. Ps 73, 16 : Prederiet em eus eta evit kompren ; hag un dra labourus eo bet evidon,

Mais quand j'entrai dans la demeure de Dieu, je compris quel serait leur avenir. Ps 73, 17 : betek ma 'z on antreet e sekredoù Doue ha m’am eus taolet evezh ouzh ar fin anezho.

Vraiment, tu les as mis sur la pente : déjà tu les entraînes vers la ruine. Ps 73, 18 : Ya, war un hent rampus e kasit anezho, o lakaat a rit da gouezhañ en o foull.

Comment vont-ils soudain au désastre, anéantis, achevés par la terreur ? Ps 73, 19 : Setu en ur momed ez eont da netra, steuziet ha skubet kuit e-kreiz ar spont.

A ton réveil, Seigneur, tu chasses leur image, comme un songe au sortir du sommeil. Ps 73, 20 : Evel un hunvre skarzhet gant an dihun, e tistaolit ar skeudenn anezho pa zihunit, Aotrou ! * Neuze ’ta pa veze va c’halon o trenkañ, pa veze broudet va ene gant an nec’h,

Moi, stupide, comme une bête, je ne savais pas, mais j'étais avec toi. Ps 73, 22 : e oan diboell ha pout a spered : ul loen pounner ne oan ken en ho keñver-c’hwi.

Moi, je suis toujours avec toi, avec toi qui as saisi ma main droite. Ps 73, 23 : Me avat a fell din chom bepred en ho kichen, ganeoc’h-c’hwi krog em dorn dehou.

Tu me conduis selon tes desseins ; puis tu me prendras dans la gloire. Ps 73, 24 : Va bleinañ a reot gant ho kuzulioù, betek erfin va degemer en ho kloar.

Qui donc est pour moi dans le ciel si je n'ai, même avec toi, aucune joie sur la terre ? Ps 73, 25 : Piv am eus en Neñv estregedoc’h? Ha ganeoc’h n’em eus c’hoant ebet ken war an douar.

Ma chair et mon coeur sont usés : ma part, le roc de mon coeur, c'est Dieu pour toujours. Ps 73, 26 : Steuziañ a ra kuit va c’horf ha va buhez, met repu va c’halon ha va lod eo Doue da viken.

Qui s'éloigne de toi périra : tu détruis ceux qui te délaissent. Ps 73, 27 : Ya, setu ma 'z a da get an neb a bella diouzhoc’h, distrujañ a rit ar re a zo disfeal en ho keñver.

Pour moi, il est bon d'être proche de Dieu ; j'ai pris refuge auprès de mon Dieu pour annoncer les oeuvres du Seigneur aux portes de Sion. Ps 73, 28 : An eurvad evidon eo bezañ tost da Zoue, lakaat va fiziañs e Doue, va Aotrou. Ya, diskleriañ a rin hoc’h holl oberennoù ouzh dorioù Kêr Sion.