Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 95

Psaumes - Psaume 95


Psaume 95



Venez, crions de joie pour le Seigneur, acclamons notre Rocher, notre salut ! Ps 95, 1 : Deuit ha kanomp gant joa d’an Aotrou ; youc’homp en enor da Zoue, hor Salver.

Allons jusqu'à lui en rendant grâce, par nos hymnes de fête acclamons-le ! Ps 95, 2 : En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù, ha rentomp klod dezhañ gant hor salmoù.

Oui, le grand Dieu, c'est le Seigneur, le grand roi au-dessus de tous les dieux : Ps 95, 3 : Rak un Doue bras eo an Aotrou, ar roue-meur a-us d’an holl doueoù.

il tient en main les profondeurs de la terre, et les sommets des montagnes sont à lui ; Ps 95, 4 : En e zorn e talc’h donderioù an douar, ha dezhañ eo lein ar menezioù.

à lui la mer, c'est lui qui l'a faite, et les terres, car ses mains les ont pétries. Ps 95, 5 : Dezhañ eo ar mor, graet en deus anezhañ, an douar sec’h, stummet eo bet gant e zaouarn.

Entrez, inclinez-vous, prosternez-vous, adorons le Seigneur qui nous a faits. Ps 95, 6 : Deuit eta, stouomp hag azeulomp, ha daoulinomp dirak an Aotrou, hor c’hrouer,

Oui, il est notre Dieu ; + nous sommes le peuple qu'il conduit, le troupeau guidé par sa main. Aujourd'hui écouterez-vous sa parole ? + Ps 95, 7 : rak, Eñ a zo hon Doue ha ni ar Bobl maget gantañ, an deñved renet gant e zorn.

« Ne fermez pas votre coeur comme au désert, comme au jour de tentation et de défi, Ps 95, 8 : Ra vefec’h hiziv evit selaou e vouezh : « Na galedit ket ho kalonoù,

où vos pères m'ont tenté et provoqué, et pourtant ils avaient vu mon exploit. Ps 95, 9 : evel e Meriba, evel er gouelec’h da zeiz Masa, e lec’h m’on bet temptet hag amprouet gant ho tadoù : evito da vezañ gwelet va oberoù.

« Quarante ans leur génération m'a déçu, + et j'ai dit : Ce peuple a le coeur égaré, il n'a pas connu mes chemins. Ps 95, 10 : E-pad daou-ugent bloavezh on bet heuget gant ar rummad-mañ, ha lavaret em eus : Pobl dianket a galon !

Dans ma colère, j'en ai fait le serment : Jamais ils n'entreront dans mon repos. » Ps 95, 11 : An dud-se ne anavezont ket va hentoù ; ha neuze em eus touet em fulor : Nann, morse n’antreint em diskuizh !