Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 75

Psaumes - Psaume 75


Psaume 75



Ps 75, 1 : D’ar mestr-kaner. “Na zistruj ket”. Salm. Eus Asaf. Kanenn.

A toi, Dieu, nous rendons grâce ; + nous rendons grâce, et ton nom est proche : on proclame tes merveilles ! Ps 75, 2 : Ho lidañ a reomp, Aotrou Doue ; ho lidañ a reomp, kanmeuliñ hoc’h anv, ha dezrevell ho purzhudoù.

« Oui, au moment que j'ai fixé, moi, je jugerai avec droiture. Ps 75, 3 : D’ar c’houlz am bo divizet, eme an Aotrou Doue, e varnin-me hervez ar gwir justis.

Que s'effondrent la terre et ses habitants : moi seul en ai posé les colonnes ! Ps 75, 4 : An douar a c’hell brallañ gant e holl bobladur, me eo am eus startaet ar c’holonennoù anezhañ.

« Aux arrogants, je dis : Plus d'arrogance ! et aux impies : Ne levez pas votre front ! Ps 75, 5 : Lavarout a ran d’an dud a lorc’h : « Na fougeit ket ! » ha d’ar re fallakr : « Na savit ket ho penn !

Ne levez pas votre front contre le ciel, ne parlez pas en le prenant de haut ! » Ps 75, 6 : Na savit ket ho penn ken uhel-se ; na gomzit ket enep Doue gant rogoni ».

Ce n'est pas du levant ni du couchant, ni du désert, que vient le relèvement. Ps 75, 7 : Rak n’eo ket eus ar reter, n’eo ket eus ar c’hornog, n’eo ket eus an Dezerzh hag eus ar Menezioù.

Non, c'est Dieu qui jugera : il abaisse les uns, les autres il les relève. Ps 75, 8 : Doue avat eo an hini a varn, o tiskar hemañ hag o sevel hennezh.

Le Seigneur tient en main une coupe où fermente un vin capiteux ; il le verse, et tous les impies de la terre le boiront jusqu'à la lie. Ps 75, 9 : Rak e dorn an Aotrou emañ ar c’halir ma verv ennañ ar gwin mezevellus. Ha skuilhañ a ra dioutañ betek ar ouelezenn, ma vezo lipet gant holl dud fall an douar.

Et moi, j'annoncerai toujours dans mes hymnes au Dieu de Jacob : + Ps 75, 10 : Me avat, me a drido da virviken, salmiñ a rin evit Doue Yakob.

« Je briserai le front des impies, * et le front du juste s'élèvera ! » Ps 75, 11 : Rak breviñ a raio galloud ar re fallakr, hag adsevel e benn d’an den reizh.