Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 32

Psaumes - Psaume 32


Psaume 32



Heureux l'homme dont la faute est enlevée, * et le péché remis ! Ps 32, 1 : Eus David. Barzhoneg. Evurus an den a vez pardonet dezhañ e zrougiezh, a vez diverket dezhañ e bec’hed.

Heureux l'homme dont le Seigneur ne retient pas l'offense, * dont l'esprit est sans fraude ! Ps 32, 2 : Evurus an den na damall an Aotrou dezhañ fazi ebet ken, an hini n’eus ket touellerezh en e spered.

Je me taisais et mes forces s'épuisaient à gémir tout le jour : + Ps 32, 3 : Keit ha ma taven e veze drastet va eskern, hag e hirvouden a-hed an deiz.

ta main, le jour et la nuit, pesait sur moi ; * ma vigueur se desséchait comme l'herbe en été. Ps 32, 4 : Rak deiz-ha-noz ho torn deoc’h-c’hwi a boueze pounner warnon, dêvet e veze va nerzh em c’hreiz evel gant tommder an hañv.

Je t'ai fait connaître ma faute, je n'ai pas caché mes torts. + J'ai dit : « Je rendrai grâce au Seigneur en confessant mes péchés. » * Et toi, tu as enlevé l'offense de ma faute. Ps 32, 5 : Neuze em eus anzavet ouzhoc’h va fec’hed, n’em eus ken kuzhet va faot. Lavaret em eus: « Anzav a rin a-enep din va fallagriezh d’an Aotrou ». Ha c’hwi hoc’h eus va diskarget eus va fec’hed, ha pardonet din va fazi.

Ainsi chacun des tiens te priera aux heures décisives ; * même les eaux qui débordent ne peuvent l'atteindre. Ps 32, 6 : Gant se ho pedo an den deol e amzer an anken. Ma teu an doureier bras da zic’hlannañ ne savint ket betek ennañ.

Tu es un refuge pour moi, mon abri dans la détresse ; * de chants de délivrance, tu m'as entouré. Ps 32, 7 : C’hwi eo va goudor, c’hwi am miro diouzh an enkrez ; va laouenaat a reot gant ho silvidigezh.

« Je vais t'instruire, te montrer la route à suivre, * te conseiller, veiller sur toi. Ps 32, 8 : Ya, da gelenn a rin o tiskouez dit an hent da vont gantañ ; da genteliañ a rin en ur barañ warnout va daoulagad.

N'imite pas les mules et les chevaux qui ne comprennent pas, + qu'il faut mater par la bride et le mors, * et rien ne t'arrivera. » Ps 32, 9 : Na vez ket evel ar marc’h, evel ar mul diboell, gant gwaskell ha kabestr e vez dalc’het warno anez-se e lammont warnout.

Pour le méchant, douleurs sans nombre ; * mais l'amour du Seigneur entourera ceux qui comptent sur lui. Ps 32, 10 : Kalz a c’hlac’har a gouezh war an den fall, met e c’hras a zo tro-dro d’ar re a esper en Aotrou.

Que le Seigneur soit votre joie ! Exultez, hommes justes ! * Hommes droits, chantez votre allégresse ! Ps 32, 11 : Bezit laouen en Aotrou ha tridit, c’hwi tud just, youc’hit a joa, c’hwi holl, an dud reizh a galon.