Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 69

Psaumes - Psaume 69


Psaume 69



Ps 69, 1 : D’ar mestr-kaner. War « al lili ». Eus David.

Sauve-moi, mon Dieu : les eaux montent jusqu'à ma gorge ! Ps 69, 2 : Va salvit, Aotrou, va Doue, rak an dourioù a sav betek em genoù.

J'enfonce dans la vase du gouffre, rien qui me retienne ; * je descends dans l'abîme des eaux, le flot m'engloutit. Ps 69, 3 : Sankañ a ran e fank an islonk, n’em eus netra d’en em harpañ warnañ ; antren a ran e donder an dourioù, ha beuzet on gant al lanv.

Je m'épuise à crier, ma gorge brûle.* Mes yeux se sont usés d'attendre mon Dieu. Ps 69, 4 : Skuizh on dre forzh garmiñ, emañ an tan em c’horzailhenn. Klañv eo va daoulagad dre forzh spiañ etrezek ennoc’h, va Doue.

Plus abondants que les cheveux de ma tête, ceux qui m'en veulent sans raison ; * ils sont nombreux, mes détracteurs, à me haïr injustement. Moi qui n'ai rien volé, que devrai-je rendre ? * Ps 69, 5 : Niverusoc’h eget blev va fenn eo ar re-se, a vag ouzhin kasoni hep abeg. Kreñvoc’h egedon va-unan eo ar re-se a implij ar gaou a-enep din ; ar pezh n’am eus ket laeret, daoust hag e tlein en rentañ ?

Dieu, tu connais ma folie, mes fautes sont à nu devant toi. Ps 69, 6 : Aotrou Doue, c’hwi a anav va follentezioù, va mankoù n’int ket kuzh evidoc’h.

Qu'ils n'aient pas honte pour moi, ceux qui t'espèrent, Seigneur, Dieu de l'univers ;* qu'ils ne rougissent pas de moi, ceux qui te cherchent, Dieu d'Israël ! Ps 69, 7 : Grit n’o devo ket mezh en abeg din, ar re a esper ennoc’h, Doue ar galloudoù. Grit n’o devo ket da ruziañ en abeg din, ar re a glask ac’hanoc’h, Doue Israel.

C'est pour toi que j'endure l'insulte, que la honte me couvre le visage : Ps 69, 8 : Rak mar d-on dismegañset ez eo en abeg deoc’h, mar klasker va goleiñ a vezh ;

je suis un étranger pour mes frères, un inconnu pour les fils de ma mère. Ps 69, 9 : mar d-on un estren evit va breudeur, un diavaeziad evit mibien va mamm.

L'amour de ta maison m'a perdu ; on t'insulte, et l'insulte retombe sur moi. Ps 69, 10 : Rak debret on gant ar gred evit ho ti, ha kunujennoù ar re ho kunujenn a gouezh neuze warnon.

Si je pleure et m'impose un jeûne, je reçois des insultes ; Ps 69, 11 : Mar bresan va ene gant ar yun, e troont se d’am dismegañsiñ.

si je revêts un habit de pénitence, je deviens la fable des gens : Ps 69, 12 : Mar kemeran ar gwiskamant a binijenn, ez on evito un danvez a c’hoap.

on parle de moi sur les places, les buveurs de vin me chansonnent. Ps 69, 13 : An dud azezet ouzh dorioù-kêr a fistilh diwar va fenn, ha sevel a ra al lonkerien gwin kanaouennoù a-enep din. *

Et moi, je te prie, Seigneur : c'est l'heure de ta grâce ; * dans ton grand amour, Dieu, réponds-moi, par ta vérité sauve-moi. Ps 69, 14 : Sevel a ra va fedenn davedoc’h, avat, Aotrou, en amzer an drugarez, Aotrou Doue. En ho madelezh divent, va selaouit, e gwirionez ho silvidigezh.

Tire-moi de la boue, sinon je m'enfonce : * que j'échappe à ceux qui me haïssent, à l'abîme des eaux. Ps 69, 15 : Va zennit eus ar vouilhenn, na vezin ket beuzet, va dieubit eus ar re am c’hasa, eus donder an dourioù.

Que les flots ne me submergent pas, que le gouffre ne m'avale, * que la gueule du puits ne se ferme pas sur moi. Ps 69, 16 : Grit na vin ket skrapet gant al lanv, na vezin ket lonket gant an islonk, na serro ket ar puñs e c’henoù warnon.

Réponds-moi, Seigneur, car il est bon, ton amour ; * dans ta grande tendresse, regarde-moi. Ps 69, 17 : Aotrou, selaouit ouzhin e madelezh ho kras ; en ho trugarez divent en em droit war-zu ennon.

Ne cache pas ton visage à ton serviteur ; je suffoque : vite, réponds-moi. * Ps 69, 18 : Na guzhit ket ho sell ouzh ho servijer, em anken, hastit respont din.

Sois proche de moi, rachète-moi, paie ma rançon à l'ennemi. Ps 69, 19 : Tostait ouzh va ene, va dasprenit, en abeg d’am enebourien va dieubit.

Toi, tu le sais, on m'insulte : je suis bafoué, déshonoré ; * tous mes oppresseurs sont là, devant toi. Ps 69, 20 : C’hwi a anav va dismegañs, va mezh, va dizenor. Dirazoc’h emañ va holl enebourien;

L'insulte m'a broyé le coeur, le mal est incurable ; * j'espérais un secours, mais en vain, des consolateurs, je n'en ai pas trouvé. Ps 69, 21 : an dismegañs he deus frailhet va c’halon, gouli hep pare. Gortozet em eus truez, met netra, frealzerien n’em eus ket kavet.

A mon pain, ils ont mêlé du poison ; quand j'avais soif, ils m'ont donné du vinaigre. Ps 69, 22 : Lakaet o deus ampoezon em boued, ha gwinegr o deus roet din em sec’hed.

[Que leur table devienne un piège, un guet-apens pour leurs convives ! Ps 69, 23 : Ra zeuy o zaol-debriñ da vezañ ur pech, o banvezioù sakr, ur roued d’o fakañ.

Que leurs yeux aveuglés ne voient plus, qu'à tout instant les reins leur manquent ! Ps 69, 24 : Ra vo dallet o daoulagad hep gwelout mui ken ; lakait o lounezhi da drabidellañ evit atav.

Déverse sur eux ta fureur, que le feu de ta colère les saisisse, Ps 69, 25 : Skuilhit ho konnar warno, tan ho fulor da grogo enno.

que leur camp devienne un désert, que nul n'habite sous leurs tentes ! Ps 69, 26 : Ra vezo gwastet o chomadur, na vezo den ebet ken dindan o zeltennoù.

Celui que tu frappais, ils le pourchassent en comptant les coups qu'il reçoit. Ps 69, 27 : Rak heskinet o deus an hini ho poa skoet outañ, kresket e boan d’an hini ho poa gloazet.

Charge-les, faute sur faute ; qu'ils n'aient pas d'accès à ta justice. Ps 69, 28 : Sammit warno pec’hed war bec’hed, ra vezo stouvet outo hent ar pardon.

Qu'ils soient rayés du livre de vie, retranchés du nombre des justes.] Ps 69, 29 : Ra vezint rasket a-ziwar Levr ar re vev, na vo ket o anvioù e-touez ar re just.

Et moi, humilié, meurtri, que ton salut, Dieu, me redresse. Ps 69, 30 : Ha me reuzeudik ha doaniet evel m’emaon, ho skoazell, Aotrou Doue, d’am diwallo.

Et je louerai le nom de Dieu par un cantique, je vais le magnifier, lui rendre grâce. Ps 69, 31 : Ha meuliñ a rin anv Doue gant ur ganenn, e lidañ a rin ouzh e drugarekaat.

Cela plaît au Seigneur plus qu'un taureau, plus qu'une bête ayant cornes et sabots. Ps 69, 32 : Hag an dra-se a blijo da Zoue muioc’h eget ur c’hole, ur c’hole yaouank kornek hag ivinek.

Les pauvres l'ont vu, ils sont en fête : « Vie et joie, à vous qui cherchez Dieu ! » Ps 69, 33 : Gwelit, tud vihan, hag ho pezet levenez, c’hwi, klaskerien Doue, ra vevo a-nevez ho kalonoù,

Car le Seigneur écoute les humbles, il n'oublie pas les siens emprisonnés. Ps 69, 34 : rak an Aotrou a selaou ar beorien, ne zilez ket e brizonidi.

Que le ciel et la terre le célèbrent, les mers et tout leur peuplement ! Ps 69, 35 : Ra youc’ho dezhañ an neñv hag an douar, ar morioù ha kement a fiñv enno.

Car Dieu viendra sauver Sion et rebâtir les villes de Juda. Il en fera une habitation, un héritage : * Ps 69, 36 : Rak Doue a salvo Sion, adsevel a raio kêrioù Youda, ma vezint evidomp ur chomadur, ur berc’henniezh.

patrimoine pour les descendants de ses serviteurs, demeure pour ceux qui aiment son nom. Ps 69, 37 : Gouenn e servijerien he devo anezho da zomani, ar re a gar e anv o devo anezho da chomadur.