Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 89

Psaumes - Psaume 89


Psaume 89



Ps 89, 1 : Barzhoneg. Eus Etam an Ezrahiad.

L'amour du Seigneur, sans fin je le chante ; ta fidélité, je l'annonce d'âge en âge. Ps 89, 2 : Trugarezioù an Aotrou a fell din kanañ da viken, a rummad da rummad me a venn embann ho kwirionez gant va muzelloù.

Je le dis : C'est un amour bâti pour toujours ; ta fidélité est plus stable que les cieux. Ps 89, 3 : En lavarout a ran : « Diazezet hoc’h eus ho madelezh evit atav », divrall emañ ho fealded en Neñvoù.

« Avec mon élu, j'ai fait une alliance, j'ai juré à David, mon serviteur : Ps 89, 4 : « Skoulmet em eus un emglev gant an den am eus dibabet, touet em eus ul le da Zavid va servijer :

J'établirai ta dynastie pour toujours, je te bâtis un trône pour la suite des âges. » Ps 89, 5 : Diazezañ a ran da lignez evit atav, startaat a ran da dron evit an holl remziadoù ».

Que les cieux rendent grâce pour ta merveille, Seigneur, et l'assemblée des saints, pour ta fidélité. Ps 89, 6 : An Neñvoù, Aotrou, a ganmeul ho purzhudoù, ha bodadeg an Aeled a embann ho fealded.

Qui donc, là-haut, est comparable au Seigneur ? Qui d'entre les dieux est semblable au Seigneur ? Ps 89, 7 : Rak, piv en oabloù a vefe par d’an Aotrou, piv a zo heñvel ouzh an Aotrou e-touez mibien Doue ?

Parmi tous les saints, Dieu est redoutable, plus terrible que tous ceux qui l'environnent. Ps 89, 8 : Spouronus e vez Doue evit kuzul bras an Aeled, doujus-meurbet evit an holl a zo en-dro dezhañ.

Seigneur, Dieu de l'univers, qui est comme toi, Seigneur puissant que ta fidélité environne ? Ps 89, 9 : Aotrou, Doue an Armeoù, piv a zo eveldoc’h ? Galloudek ez oc’h, Aotrou, gwisket a fealded.

C'est toi qui maîtrises l'orgueil de la mer ; quand ses flots se soulèvent, c'est toi qui les apaises. Ps 89, 10 : C’hwi a c’hourc’hemenn da lorc’hentez ar mor, doñvaat a rit e donnoù dirollet.

C'est toi qui piétinas la dépouille de Rahab ; par la force de ton bras, tu dispersas tes ennemis. Ps 89, 11 : C’hwi hoc’h eus flastret Rac’hab d’ar marv, ha dispennet hoc’h enebourien gant ho prec’h galloudek.

A toi, le ciel ! A toi aussi, la terre ! C'est toi qui fondas le monde et sa richesse ! Ps 89, 12 : Deoc’h-c’hwi emañ an neñv ha deoc’h-c’hwi an douar, ar bed hag e holl bobladur hoc’h eus diazezet.

C'est toi qui créas le nord et le midi : le Tabor et l'Hermon, à ton nom, crient de joie. Ps 89, 13 : An hanternoz hag ar c’hreisteiz a zo bet krouet ganeoc’h, an Tabor hag an Hermon a youc’h en enor d’hoc’h anv.

A toi, ce bras, et toute sa vaillance ! Puissante est ta main, sublime est ta droite ! Ps 89, 14 : Deoc’h-c’hwi eo ar vrec’h-se galloudek : kadarn eo ho torn, savet uhel ho torn dehou.

Justice et droit sont l'appui de ton trône. Amour et Vérité précèdent ta face. Ps 89, 15 : Justis ha reizhder a zo diazez ho tron, madelezh ha fealded a gerzh dirazoc’h.

Heureux le peuple qui connaît l'ovation ! Seigneur, il marche à la lumière de ta face ; Ps 89, 16 : Evurus ar Bobl a oar youc’hal en enor deoc’h, a gerzh e sklerijenn ho tremm, Aotrou,

tout le jour, à ton nom il danse de joie, fier de ton juste pouvoir. Ps 89, 17 : ar re a gav bepred o levenez en hoc’h anv, hag en ho reizhder-c’hwi an nerzh da adsevel.

Tu es sa force éclatante ; ta grâce accroît notre vigueur. Ps 89, 18 : C’hwi a ro dezho splannder ha galloud, diwar-bouez ho krad-vat e sav uhel o nerzh.

Oui, notre roi est au Seigneur ; notre bouclier, au Dieu saint d'Israël. Ps 89, 19 : Ya, hor skoed-difenn eo an Aotrou, hon roue-ni eo Doue santel Israel. *

Autrefois, tu as parlé à tes amis, dans une vision tu leur as dit : « J'ai donné mon appui à un homme d'élite, j'ai choisi dans ce peuple un jeune homme. Ps 89, 20 : Gwechall en ur weledigezh d’ho tud santel hoc’h eus komzet ha diskleriet : « Lakaet em eus ur gurunenn war benn un den kadarn, uhelsavet em eus an hini am eus dibabet a-douez ar Bobl.

« J'ai trouvé David, mon serviteur, je l'ai sacré avec mon huile sainte ; Ps 89, 21 : Kavet em eus David va servijer, e sakret em eus gant va eoul santel.

et ma main sera pour toujours avec lui, mon bras fortifiera son courage. Ps 89, 22 : Va dorn a vezo bepred ouzh e skoazellañ, ha va brec’h da reiñ nerzh dezhañ.

« L'ennemi ne pourra le surprendre, le traître ne pourra le renverser ; Ps 89, 23 : Ne vezo ket an enebour evit e douellañ, nag an torfedour evit trec’hiñ warnañ.

j'écraserai devant lui ses adversaires et je frapperai ses agresseurs. Ps 89, 24 : Flastrañ a rin dirazañ e holl enebourien, ha skeiñ a rin gant ar re o deus kasoni outañ.

« Mon amour et ma fidélité sont avec lui, mon nom accroît sa vigueur ; Ps 89, 25 : Va fealded ha va madelezh a vezo gantañ, ha dre nerzh va anv e kresko e c’halloud.

j'étendrai son pouvoir sur la mer et sa domination jusqu'aux fleuves. Ps 89, 26 : Astenn a rin e zorn betek ar mor, ha betek ar stêrioù bras e zorn dehou.

« Il me dira : Tu es mon Père, mon Dieu, mon roc et mon salut ! Ps 89, 27 : Eñ am galvo : « Va Zad oc’h-c’hwi, va Doue ha roc’h va silvidigezh ».

Et moi, j'en ferai mon fils aîné, le plus grand des rois de la terre ! Ps 89, 28 : Ha me neuze hen lakaio da vab henañ, da uhel-meurbet a-us da rouaned an douar.

« Sans fin je lui garderai mon amour, mon alliance avec lui sera fidèle ; Ps 89, 29 : Va gras a virin gantañ da viken, ha va emglev a chomo feal en e geñver.

je fonderai sa dynastie pour toujours, son trône aussi durable que les cieux. Ps 89, 30 : Diazezañ a rin e lignez evit atav, hag e dron a bado keit ha deizioù an Neñv. *

« Si ses fils abandonnent ma loi et ne suivent pas mes volontés, Ps 89, 31 : Mar bez dilezet gant e vibien va lezenn, mar ne heuliont ket va gourc’hemennoù,

s'ils osent violer mes préceptes et ne gardent pas mes commandements, Ps 89, 32 : mar torront va divizoù, mar ne viront ket va urzhioù

« je punirai leur faute en les frappant, et je châtierai leur révolte, Ps 89, 33 : e kastizin o fec’hed gant ar walenn, hag o fallagriezh dre skeiñ warno.

mais sans lui retirer mon amour, ni démentir ma fidélité. Ps 89, 34 : Nemet ne dennin ket va gras digantañ, ne vankin ket d’am fealded.

« Jamais je ne violerai mon alliance, ne changerai un mot de mes paroles. Ps 89, 35 : Ne dorrin ket va emglev, ne gemmin netra e lavar va muzelloù.

je l'ai juré une fois sur ma sainteté ; non, je ne mentirai pas à David ! Ps 89, 36 : Rak hen touet em eus da Zavid war va santelezh-me : nann, ouzh David ne vin ket gaouiat.

« Sa dynastie sans fin subsistera et son trône, comme le soleil en ma présence, Ps 89, 37 : Da viken e pado e lignez, hag e dron a chomo dirazon keit hag an heol,

comme la lune établie pour toujours, fidèle témoin là-haut ! » Ps 89, 38 : keit hag al loar o terc’hel da viken, evel un test feal en oabloù ». *

Pourtant tu l'as méprisé, rejeté ; tu t'es emporté contre ton messie. Ps 89, 39 : C’hwi koulskoude hoc’h eus hon argaset ha distaolet, gwall-gounnaret oc’h bet a-enep hoc’h Olevad ;

Tu as brisé l'alliance avec ton serviteur, jeté à terre et profané sa couronne. Ps 89, 40 : disprizet hoc’h eus emglev ho servijer, gwallet ha diskaret e gurunenn d’an douar.

Tu as percé toutes ses murailles, tu as démantelé ses forteresses ; Ps 89, 41 : Dismantret hoc’h eus e holl vogerioù, roet hoc’h eus e gastelloù-kreñv d’ar rivin.

tous les passants du chemin l'ont pillé : le voilà outragé par ses voisins. Ps 89, 42 : An holl dremenerien o deus skrapet diwarnañ, un danvez a c’hoap eo bremañ evit e holl amezeien.

Tu as accru le pouvoir de l'adversaire, tu as mis en joie tous ses ennemis ; Ps 89, 43 : Lakaet hoc’h eus e enebourien da drec’hiñ warnañ, leuniet hoc’h eus a joa ar re a oa savet outañ.

tu as émoussé le tranchant de son épée, tu ne l'as pas épaulé dans le combat. Ps 89, 44 : Dallet hoc’h eus dremm e gleze, ha n’hoc’h eus ket e skoazellet en emgann.

Tu as mis fin à sa splendeur, jeté à terre son trône ; Ps 89, 45 : Ar vazh-roue hoc’h eus tennet eus e zorn, ha diskaret hoc’h eus e dron d’an douar.

tu as écourté le temps de sa jeunesse et déversé sur lui la honte. Ps 89, 46 : Berraet hoc’h eus deizioù e yaouankiz, goloet hoc’h eus anezhañ a zismegañs. *

Combien de temps, Seigneur, resteras-tu caché, laisseras-tu flamber le feu de ta colère ? Ps 89, 47 : Betek pegeit, Aotrou, e chomot kuzhet, hag-eñ e flammo ho fulor evel un tan da viken ?

Rappelle-toi le peu que dure ma vie, pour quel néant tu as créé chacun des hommes ! Ps 89, 48 : Ho pezet soñj, Aotrou, pegen berr eo hor buhez, ha pegen bresk hoc’h eus krouet mibien Adam !

Qui donc peut vivre et ne pas voir la mort ? Qui s'arracherait à l'emprise des enfers ? Ps 89, 49 : Piv a c’hell bevañ hep gwelout ar marv, piv a c’hell tennañ e vuhez eus kraban an Ankoù ?

Où donc, Seigneur, est ton premier amour, celui que tu jurais à David sur ta foi ? Ps 89, 50 : Pelec’h emañ, Aotrou, ho krasoù a wechall, ho poa touet da Zavid war ho fealded ?

Rappelle-toi, Seigneur, tes serviteurs outragés, tous ces peuples dont j'ai reçu la charge. Ps 89, 51 : Ho pezet soñj, Aotrou, eus dismegañs ho servijerien, eus an holl gomzoù drouk a zougan em c’halon a-berzh ar Baganed,

Oui, tes ennemis ont outragé, Seigneur, poursuivi de leurs outrages ton messie. Ps 89, 52 : eus ar c’hunujennoù a daol ouzhomp hoc’h enebourien, Aotrou, ar c’hunujennoù a daolont ouzh kammedoù hoc’h Olevad.

Béni soit le Seigneur pour toujours ! Amen ! Amen ! Ps 89, 53 : Ra vo benniget an Aotrou da virviken. Amen, amen.