Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 90

Psaumes - Psaume 90


Psaume 90



D'âge en âge, Seigneur, tu as été notre refuge. Ps 90, 1 : Pedenn. Eus Moizez, den Doue. Aotrou, c’hwi ’zo bet evidomp ur repu a rummad da rummad.

Avant que naissent les montagnes, + que tu enfantes la terre et le monde, * de toujours à toujours, toi, tu es Dieu. Ps 90, 2 : A-raok d’ar menezioù bezañ bet savet, d’an douar ha d’ar bed bezañ bet ganet, a viskoazh da viken ez oc’h-c’hwi, Aotrou Doue.

Tu fais retourner l'homme à la poussière ; tu as dit : « Retournez, fils d'Adam ! » Ps 90, 3 : Degas a rit an den en-dro d’ar boultrenn, pa lavarit : « Distroit, bugale Adam ».

A tes yeux, mille ans sont comme hier, c'est un jour qui s'en va, une heure dans la nuit. Ps 90, 4 : Rak mil bloaz dirak ho taoulagad ’zo evel un devezh, evel ur veilhadenn eus an noz.

Tu les as balayés : ce n'est qu'un songe ; dès le matin, c'est une herbe changeante : Ps 90, 5 : O c’has a rit ganeoc’h ken bresk hag un hunvre : heñvel eo an dud ouzh ar geot a dremen,

elle fleurit le matin, elle change ; le soir, elle est fanée, desséchée. Ps 90, 6 : a vleugn hag a sav gant ar beure, hag a vez gant an noz gweñvet ha disec’het.

Nous voici anéantis par ta colère ; ta fureur nous épouvante : Ps 90, 7 : Ya, pulluc’het e vezomp gant ho kounnar, ha spouronet gant ho fulor,

tu étales nos fautes devant toi, nos secrets à la lumière de ta face. Ps 90, 8 : pa lakait hor pec’hedoù dirak ho sell, hor sekredoù e sklerijenn ho fas.

Sous tes fureurs tous nos jours s'enfuient, nos années s'évanouissent dans un souffle. Ps 90, 9 : Dre nerzh ho kounnar e steuz hor buhez, amzer un huanad ha setu fin hor bloavezhioù.

Le nombre de nos années ? soixante-dix, quatre-vingts pour les plus vigoureux ! Leur plus grand nombre n'est que peine et misère ; elles s'enfuient, nous nous envolons. Ps 90, 10 : Deizioù hor buhez dek vloaz ha tri-ugent, evit ar re greñvañ pevar-ugent, ha c’hoazh al lod brasañ anezho a zo poan ha labour, gwall-vuan e tremenont ha kuit e tinijomp-ni.

Qui comprendra la force de ta colère ? Qui peut t'adorer dans tes fureurs ? Ps 90, 11 : Piv a anav galloud ho kounnar, ha piv en devez aon a-walc’h gant ho fulor ?

Apprends-nous la vraie mesure de nos jours : que nos coeurs pénètrent la sagesse. Ps 90, 12 : Deskit deomp kontañ mat niver hon deizioù a chom, evit gounit furnezh ar galon.

Reviens, Seigneur, pourquoi tarder ? Ravise-toi par égard pour tes serviteurs. Ps 90, 13 : Distroit, Aotrou, betek pegoulz ? Bezit leun a druez ouzh ho servijerien.

Rassasie-nous de ton amour au matin, que nous passions nos jours dans la joie et les chants. Ps 90, 14 : Roit deomp gant ar beure hor gwalc’h eus ho trugarez, ma tridimp ha m’hor bezo joa a-hed hon deizioù.

Rends-nous en joies tes jours de châtiment et les années où nous connaissions le malheur. Ps 90, 15 : Roit deomp levenez en digoll eus an deizioù a gastiz, hag eus ar bloavezhioù m’hon eus gwelet ar gwalleur.

Fais connaître ton oeuvre à tes serviteurs et ta splendeur à leurs fils. Ps 90, 16 : Ho labour d’en em ziskouezo d’ho servijerien, ha splannder ho kloar d’ho pugale.

Que vienne sur nous la douceur du Seigneur notre Dieu ! Consolide pour nous l'ouvrage de nos mains ; oui, consolide l'ouvrage de nos mains. Ps 90, 17 : Ra baro warnomp madelezh an Aotrou, hon Doue, roit deomp ho skoazell evit labour hon daouarn, ya, skoazellit labour hon daouarn.