Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 107

Psaumes - Psaume 107


Psaume 107



Rendez grâce au Seigneur : Il est bon ! Éternel est son amour ! Ps 107, 1 : Allelouia. Lavarit bennozh d’an Aotrou evit e vadelezh, dre benn d’e drugarez bezañ peurbadel.

Ils le diront, les rachetés du Seigneur, qu'il racheta de la main de l'oppresseur, Ps 107, 2 : R en lavaro ar re salvet gant an Aotrou, ar re en deus tennet a-dre daouarn an enebour,

qu'il rassembla de tous les pays, du nord et du midi, du levant et du couchant. Ps 107, 3 : ar re en deus advodet eus an holl vroioù, ar sav-heol hag ar c’huzh-heol, an hanternoz hag ar c’hreisteiz. *

Certains erraient dans le désert sur des chemins perdus, sans trouver de ville où s'établir : Ps 107, 4 : Kantren a raent er gouelec’h, en digenvez, ne gavent hent ebet war-zu ur gêr da chom enni.

ils souffraient la faim et la soif, ils sentaient leur âme défaillir. Ps 107, 5 : Krignet gant an naon, taget gant ar sec’hed, e santent o c’halonoù o semplañ.

R/1Dans leur angoisse, ils ont crié vers le Seigneur, et lui les a tirés de la détresse : Ps 107, 6 : A-greiz o enkrez o deus kriet war-zu an Aotrou, hag eñ en deus o zennet eus o anken.

il les conduit sur le bon chemin, les mène vers une ville où s'établir. Ps 107, 7 : O bleinet en deus dre an hent eeun, da gaout ur Gêr da chom enni.

R/2Qu'ils rendent grâce au Seigneur de son amour, de ses merveilles pour les hommes : Ps 107, 8 : Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam,

car il étanche leur soif, il comble de biens les affamés ! Ps 107, 9 : rak d’ar gorzailhenn sec’hedik en deus roet he gwalc’h, ha karget a vadoù ar galon naoniek. *

Certains gisaient dans les ténèbres mortelles, captifs de la misère et des fers : Ps 107, 10 : Ar re a oa o chom en deñvalijenn, en noz dall, chadennet er reuzeudigezh hag en houarnoù,

ils avaient bravé les ordres de Dieu et méprisé les desseins du Très-Haut ; Ps 107, 11 : dre m’o devoa disentet ouzh lavaroù Doue ha m’o devoa disprizet kuzul an Uhel-meurbet :

soumis par lui à des travaux accablants, ils succombaient, et nul ne les aidait. Ps 107, 12 : Ar re en devoa sujet d’ar boan o c’halonoù, ar re a gouezhe d’an douar hep kaout den d’o sikour :

R/1Dans leur angoisse, ils ont crié vers le Seigneur, et lui les a tirés de la détresse : Ps 107, 13 : A-greiz o enkrez o deus kriet war-zu an Aotrou, hag eñ en deus o zennet eus o anken.

il les délivre des ténèbres mortelles, il fait tomber leurs chaînes. Ps 107, 14 : Eus an deñvalijenn, eus an noz dall en deus o zennet, torret en deus o chadennoù.

R/2Qu'ils rendent grâce au Seigneur de son amour, de ses merveilles pour les hommes : Ps 107, 15 : Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam,

car il brise les portes de bronze, il casse les barres de fer ! Ps 107, 16 : rak torret en deus an dorojoù arem, ha bruzunet ar morailhoù dir. *

Certains, égarés par leur péché, ployaient sous le poids de leurs fautes : Ps 107, 17 : Tud diskiant gant o doareoù fallakr, gwall-skoet e oant bet en abeg d’o fec’hedoù;

ils avaient toute nourriture en dégoût, ils touchaient aux portes de la mort. Ps 107, 18 : heugiñ a rae o c’halonoù ouzh ar boued, hag e oant a-stok ouzh toull-dor ar marv.

R/1Dans leur angoisse, ils ont crié vers le Seigneur, et lui les a tirés de la détresse : Ps 107, 19 : A-greiz o enkrez o deus kriet war-zu an Aotrou, hag eñ en deus o zennet eus o anken.

il envoie sa parole, il les guérit, il arrache leur vie à la fosse. Ps 107, 20 : Kaset en deus e gomz evit o fareañ, evit o diwall diouzh poull ar bez.

R/2Qu'ils rendent grâce au Seigneur de son amour, de ses merveilles pour les hommes ; Ps 107, 21 : Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam ;

qu"ils offrent des sacrifices d"action de grâce à pleine voix qu'ils proclament ses oeuvres ! Ps 107, 22 : ra ginnigint aberzhoù a drugarez, ra zisklerint e oberoù-meur gant youc’hadegoù laouen. *

Certains, embarqués sur des navires, occupés à leur travail en haute mer, Ps 107, 23 : Ar re a ziskenn en o bagoù war ar mor, d’ober kenwerzh war an dourioù bras,

ont vu les oeuvres du Seigneur et ses merveilles parmi les océans. Ps 107, 24 : ar re-se o deus gwelet oberoù-meur an Aotrou, hag e vurzhudoù en donvor.

Il parle, et provoque la tempête, un vent qui soulève les vagues : Ps 107, 25 : Diwar e c’hourc’hemenn e oa savet avel diroll, a zibrade uhel ar gwagennoù.

portés jusqu'au ciel, retombant aux abîmes, ils étaient malades à rendre l'âme ; Ps 107, 26 : D’an oabl e pignent ha d’an islonk e tiskennent, o c’halonoù a oa diaes gant an anken.

ils tournoyaient, titubaient comme des ivrognes : leur sagesse était engloutie. Ps 107, 27 : Mezevellet e vrañsellent evel un den mezv, hag o ampartiz a oa aet diganto.

R/1Dans leur angoisse, ils ont crié vers le Seigneur, et lui les a tirés de la détresse, Ps 107, 28 : A-greiz o anken o deus kriet war-zu an Aotrou, hag eñ en deus o zennet eus o anken.

réduisant la tempête au silence, faisant taire les vagues. Ps 107, 29 : Terriñ a reas d’ar gorventenn ma teuas kalmijenn, ha ma tavas houlennoù ar mor.

Ils se réjouissent de les voir s'apaiser, d'être conduits au port qu'ils désiraient. Ps 107, 30 : Ha laouenaet e voent o welout ar sioulder, o degas a reas d’ar porzh a c’hoantaent.

R/2Qu'ils rendent grâce au Seigneur de son amour, de ses merveilles pour les hommes ; Ps 107, 31 : Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam,

qu'ils l'exaltent à l'assemblée du peuple et le chantent parmi les anciens ! Ps 107, 32 : ra ganint anezhañ e bodadeg ar bobl, ra veulint anezhañ e kuzul ar re gozh.

C'est lui qui change les fleuves en désert, les sources d'eau en pays de la soif, Ps 107, 33 : Troet en devoa ar stêrioù-dour e gouelec’h hag ar mammennoù e douar sec’h,

en salines une terre généreuse quand ses habitants se pervertissent. Ps 107, 34 : ar vro strujus e douar sall, en abeg da fallagriezh an dud a oa o chom enni.

C'est lui qui change le désert en étang, les terres arides en source d'eau ; Ps 107, 35 : Met troet en deus ar gouelec’h en ur stankad dour, hag an douar difrouezh en ur vammenn.

là, il établit les affamés pour y fonder une ville où s'établir. Ps 107, 36 : Evit lakaat ar re naoniek da vevañ eno, ha da sevel ur Gêr da chom enni.

Ils ensemencent des champs et plantent des vignes : ils en récoltent les fruits. Ps 107, 37 : Hadet o deus e douar ar maezioù, plantet gwini, ha bet o deus frouezh o eostoù.

Dieu les bénit et leur nombre s'accroît, il ne laisse pas diminuer leur bétail. Ps 107, 38 : O benniget en deus ha deuet int da vezañ niverus, roet en deus dezho e-leizh a chatal.

Puis, ils déclinent, ils dépérissent, écrasés de maux et de peines. Ps 107, 39 : Met goude-se int bet digresket hag izelaet dindan wask ar gwalleur hag an anken.

Dieu livre au mépris les puissants, il les égare dans un chaos sans chemin. Ps 107, 40 : Hogen an hini a skuilh an dispriz war ar briñsed, hag o laka da gantreal en ur gouelec’h hep hentoù,

Mais il relève le pauvre de sa misère ; il rend prospères familles et troupeaux. Ps 107, 41 : eo an hini a adsav ar paour eus e reuzeudigezh, hag a ra d’an tiegezhioù niverusaat evel tropelloù-deñved.

Les justes voient, ils sont en fête ; et l'injustice ferme sa bouche. Ps 107, 42 : An dud reizh a wel hag a vez laouen, hag an dud fallakr a chom stouvet o genoù.

Qui veut être sage retiendra ces choses : il y reconnaîtra l'amour du Seigneur. Ps 107, 43 : An neb a zo fur da daolo pled ouzh kement-se, ra gompreno mat trugarezioù an Aotrou.