Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 62

Psaumes - Psaume 62


Psaume 62



Ps 62, 1 : D’ar mestr-kaner. War “Iditun”. Salm. Eus David.

Je n'ai de repos qu'en Dieu seul, mon salut vient de lui. Ps 62, 2 : E Doue hepken emañ diskuizh va ene, ennañ emañ va silvidigezh.

R / Lui seul est mon rocher, mon salut, ma citadelle : je suis inébranlable. Ps 62, 3 : Eñ hepken a zo va roc’hell ha va goudor, va c’hastell-kreñv ha va repu divrall.

Combien de temps tomberez-vous sur un homme pour l'abattre, vous tous, * comme un mur qui penche, une clôture qui croule ? Ps 62, 4 : Betek pegoulz, c’hwi holl, muntrerien ac’hanoc’h, en em daolot ouzh ar paour kaezh den ez on evel ouzh ur voger dija kostezet, ouzh ur vur o vont da gouezhañ ?

Détruire mon honneur est leur seule pensée : + ils se plaisent à mentir. * Des lèvres, ils bénissent ; au fond d'eux-mêmes, ils maudissent. Ps 62, 5 : Ya, ne soñjont nemet va c’has d’an traoñ ; o flijadur a zo distagañ gevier. O genaouioù a ra van da vennigañ pa n’eus nemet mallozhioù en o c’halon.

Je n'ai mon repos qu'en Dieu seul ; oui, mon espoir vient de lui. Ps 62, 6 : E Doue hepken, diskuizh, o va ene, ennañ emañ va goanag.

R / Lui seul est mon rocher, mon salut, ma citadelle : je reste inébranlable. Ps 62, 7 : Eñ hepken a zo va roc’hell ha va goudor, va c’hastell-kreñv ha va repu divrall. *

Mon salut et ma gloire se trouvent près de Dieu. * Chez Dieu, mon refuge, mon rocher imprenable ! Ps 62, 8 : E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar ; va roc’h nerzhus eo an Aotrou Doue.

Comptez sur lui en tous temps, vous, le peuple. * Devant lui épanchez votre coeur : Dieu est pour nous un refuge. Ps 62, 9 : Fiziit ennañ dalc’hmat, c’hwi, tud ar bobl, diskleriit dirazañ mennadoù ho kalon ; hon diwaller eo Doue.

L'homme n'est qu'un souffle, + les fils des hommes, un mensonge : * sur un plateau de balance, tous ensemble, ils seraient moins qu'un souffle. Ps 62, 10 : Bugale Adam n’int nemet ur c’hwezhadenn, bugale an den nemet touell. Ya sur, er balañsoù mar lakaer anezho, ne bouezont ket holl ur mouchig avel.

N'allez pas compter sur la fraude et n'aspirez pas au profit ; * si vous amassez des richesses, n'y mettez pas votre coeur. Ps 62, 11 : Na lakait ket ho fiziañs er mac’homerezh, nag er skraperezh ur goanag-toull ; mar deu ho pinvidigezhioù da greskiñ na stagit ket ho kalon outo.

Dieu a dit une chose, deux choses que j'ai entendues. + Ceci : que la force est à Dieu ; Ps 62, 12 : Ur wech en deus komzet an Aotrou Doue, ha daou dra am eus klevet : ez eo ar galloud tra Doue,

à toi, Seigneur, la grâce ! * Et ceci : tu rends à chaque homme selon ce qu'il fait. Ps 62, 13 : hag ar c’hras ivez ho tra deoc’h, Aotrou ; c’hwi eo an hini a rento da bep unan hervez e oberoù.