Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 34

Psaumes - Psaume 34


Psaume 34



Ps 34, 1 : Eus David, pa gemmas e spered dirak Abimelek hag argaset gantañ ez eas kuit. Alef Bennigañ a rin an Aotrou e pep amzer, dalc’hmat e vezo e veuleudi em genou. Bet

Je me glorifierai dans le Seigneur : que les pauvres m'entendent et soient en fête ! Ps 34, 3 : Rak en Aotrou emañ gloar va ene, ra glevo, ra vo laouen an dud vihan. Gimel

Magnifiez avec moi le Seigneur, exaltons tous ensemble son nom. Ps 34, 4 : Kanmeulit ganin brasted an Aotrou, holl a-gevret, enoromp uhelded e anv. Dalet

Je cherche le Seigneur, il me répond : de toutes mes frayeurs, il me délivre. Ps 34, 5 : Klasket em eus an Aotrou ha va selaouet en deus, eus va holl spontoù en deus va dieubet. He

Qui regarde vers lui resplendira, sans ombre ni trouble au visage. Ps 34, 6 : Sellit outañ ha sklerijennet e vezot, ha n’ho po ket da ruziañ gant ar vezh. Zain

Un pauvre crie ; le Seigneur entend : il le sauve de toutes ses angoisses. Ps 34, 7 : Galvadenn ar paour, an Aotrou he selaou, hag eus e holl ankenioù e tenn anezhañ. C’het

L'ange du Seigneur campe à l'entour pour libérer ceux qui le craignent. Ps 34, 8 : Ael an Aotrou a zo o kampañ en-dro d’e zoujerien evit o dieubiñ. Tet

Goûtez et voyez : le Seigneur est bon ! Heureux qui trouve en lui son refuge ! Ps 34, 9 : Tañvait ha gwelit pegen dous eo an Aotrou ; evurus an den a c’houdor ennañ. Yod

Saints du Seigneur, adorez-le : rien ne manque à ceux qui le craignent. Ps 34, 10 : Doujit an Aotrou, c’hwi holl e dud santel, rak e fideled ne vank netra dezho. Kaf

Des riches ont tout perdu, ils ont faim ; qui cherche le Seigneur ne manquera d'aucun bien. Ps 34, 11 : An dud a lorc’h a ya da baour ha da gaout naon, ar re a glask an Aotrou n’eus evito diouer ebet. Lamed

Venez, mes fils, écoutez-moi, que je vous enseigne la crainte du Seigneur. Ps 34, 12 : Deuit, mibien, va selaouit, deskiñ a rin deoc’h doujañs an Aotrou. Mem

Qui donc aime la vie et désire les jours où il verra le bonheur ? Ps 34, 13 : Pehini eo an den a gar ar vuhez, a c’hoanta bevañ deizioù a eurvad ? Noun

Garde ta langue du mal et tes lèvres des paroles perfides. Ps 34, 14 : Diwall da deod diouzh an droug, da vuzelloù diouzh ar c’homzoù gaouiat ! Samek

Évite le mal, fais ce qui est bien, poursuis la paix, recherche-la. Ps 34, 15 : En em zistro diouzh ar gwall evit ober ar mad, klask ar peoc’h ha kerzh war e lerc’h. Pe

Le Seigneur regarde les justes, il écoute, attentif à leurs cris. Ps 34, 16 : Hogen war an dud reizh e par daoulagad an Aotrou, hag e zivskouarn a glev o garmadennoù. Tsade

Le Seigneur affronte les méchants pour effacer de la terre leur mémoire. Ps 34, 17 : Rak an Aotrou a dro e selloù enep an drougoberourien, evit raskañ a-ziwar an douar an eñvor anezho. Ain

Le Seigneur entend ceux qui l'appellent : de toutes leurs angoisses, il les délivre. Ps 34, 18 : Krial a reont, hag o selaou a ra an Aotrou, o dieubiñ a ra eus o holl enkrezioù. Kof

Il est proche du coeur brisé, il sauve l'esprit abattu. Ps 34, 19 : Tost emañ an Aotrou d’ar re brevet o c’halonoù, ar speredoù mantret, o salviñ a ra. Resh

Malheur sur malheur pour le juste, mais le Seigneur chaque fois le délivre. Ps 34, 20 : Poanioù e-leizh en devez an den just, met diouto holl e vezo dieubet gant an Aotrou. Sin

Il veille sur chacun de ses os : pas un ne sera brisé. Ps 34, 21 : An Aotrou a ra gward war e holl eskern, ne vezo torret hini ebet anezho. Tav

Le mal tuera les méchants ; ils seront châtiés d'avoir haï le juste. Ps 34, 22 : An drougiezh a gas an den fall d’ar marv, kastizet e vezo enebourien an den just. Pe

Le Seigneur rachètera ses serviteurs : pas de châtiment pour qui trouve en lui son refuge. Ps 34, 23 : Met an Aotrou a zieub e servijerien, nann, ne vezo ket droukskoet an neb en em repu ennañ.