Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 136

Psaumes - Psaume 136


Psaume 136



Rendez grâce au Seigneur : il est bon, éternel est son amour ! Ps 136, 1 : Allelouia! Rentit grasoù d’an Aotrou evit e vadelezh, rak da viken e pad e drugarez.

Rendez grâce au Dieu des dieux, éternel est son amour ! Ps 136, 2 : Rentit grasoù da Zoue an doueoù, rak da viken e pad e drugarez.

Rendez grâce au Seigneur des seigneurs, éternel est son amour ! Ps 136, 3 : Rentit grasoù da Aotrou an Aotrounez, rak da viken e pad e drugarez.

Lui seul a fait de grandes merveilles, éternel est son amour ! Ps 136, 4 : Eñ an hini nemetañ en deus graet burzhudoù bras, rak da viken e pad e drugarez;

lui qui fit les cieux avec sagesse, éternel est son amour ! Ps 136, 5 : en deus graet an Neñvoù gant furnezh, rak da viken e pad e drugarez ;

qui affermit la terre sur les eaux, éternel est son amour ! Ps 136, 6 : en deus astennet an douar war an dourioù, rak da viken e pad e drugarez.

Lui qui a fait les grands luminaires, éternel est son amour ! Ps 136, 7 : Eñ hag en deus graet ar goulaoueroù bras, rak da viken e pad e drugarez ;

le soleil qui règne sur le jour, éternel est son amour ! Ps 136, 8 : an heol evit ren war an deiz, rak da viken e pad e drugarez ;

la lune et les étoiles, sur la nuit, éternel est son amour ! Ps 136, 9 : al loar hag ar stered evit ren war an noz, rak da viken e pad e drugarez.

Lui qui frappa les Égyptiens dans leurs aînés, éternel est son amour ! Ps 136, 10 : Eñ a skoas gant Egiptiz en o re gentañ-ganet, rak da viken e pad e drugarez.

et fit sortir Israël de leur pays, éternel est son amour ! Ps 136, 11 : A lakaas Israel da vont er-maez eus o metoù, rak da viken e pad e drugarez ;

d'une main forte et d'un bras vigoureux, éternel est son amour ! Ps 136, 12 : gant un dorn galloudek hag ur vrec’h astennet, rak da viken e pad e drugarez.

Lui qui fendit la mer Rouge en deux parts, éternel est son amour ! Ps 136, 13 : Eñ a zisrannas ar Mor Ruz e div lodenn, rak da viken e pad e drugarez.

et fit passer Israël en son milieu, éternel est son amour ! Ps 136, 14 : A lakaas Israel da dremen dre e greiz, rak da viken e pad e drugarez.

y rejetant Pharaon et ses armées, éternel est son amour ! Ps 136, 15 : A eilpennas er Mor Ruz ar Faraon hag e arme, rak da viken e pad e drugarez.

Lui qui mena son peuple au désert, éternel est son amour ! Ps 136, 16 : Eñ a vleinas e bobl dre ar gouelec’h, rak da viken e pad e drugarez.

qui frappa des princes fameux, éternel est son amour ! Ps 136, 17 : A skoas gant Broadoù bras, rak da viken e pad e drugarez ;

et fit périr des rois redoutables, éternel est son amour ! Ps 136, 18 : hag a lazhas rouaned galloudus, rak da viken e pad e drugarez.

Séhon, le roi des Amorites, éternel est son amour ! Ps 136, 19 : Sehon, roue Amoriad, rak da viken e pad e drugarez ;

et Og, le roi de Basan, éternel est son amour ! Ps 136, 20 : hag Og, roue Basan, rak da viken e pad e drugarez.

pour donner leur pays en héritage, éternel est son amour ! Ps 136, 21 : Evit reiñ o douar da zomani, rak da viken e pad e drugarez ;

en héritage à Israël, son serviteur, éternel est son amour ! Ps 136, 22 : da zomani d’e bobl Israel, rak da viken e pad e drugarez.

Il se souvient de nous, les humiliés, éternel est son amour ! Ps 136, 23 : Eñ en deus bet koun ac’hanomp pa oamp gwall-izel, rak da viken e pad e drugarez ;

il nous tira de la main des oppresseurs, éternel est son amour ! Ps 136, 24 : hag en deus hon tennet eus dalc’h hon enebourien, rak da viken e pad e drugarez.

A toute chair, il donne le pain, éternel est son amour ! Ps 136, 25 : Eñ a ro bara da gement a zo bev, rak da viken e pad e drugarez.

Rendez grâce au Dieu du ciel, éternel est son amour ! Ps 136, 26 : Rentit grasoù da Zoue an Neñvoù, rak da viken e pad e drugarez.