Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 108

Psaumes - Psaume 108


Psaume 108



Ps 108, 1 : Kan. Salm. Eus David.

Mon coeur est prêt, mon Dieu, + je veux chanter, jouer des hymnes :ô ma gloire ! Ps 108, 2 : Start eo va c’halon, Aotrou Doue, start eo va c’halon, kanañ a rin, kanañ a rin ur meulgan. Dihun, o va ene !

Éveillez-vous, harpe, cithare, que j'éveille l'aurore ! Ps 108, 3 : Dihunit, telenn ha kitar, ma tivoredin ar gouloù-deiz.

Je te rendrai grâce parmi les peuples, Seigneur, et jouerai mes hymnes en tous pays. Ps 108, 4 : Meuliñ a rin deoc’h e-touez ar pobloù, Aotrou, kanañ a rin deoc’h e-mesk ar Broadoù,

Ton amour est plus grand que les cieux, ta vérité, plus haute que les nues. Ps 108, 5 : rak bras eo ho madelezh, betek an Neñvoù, betek an oabl ho fealded.

Dieu, lève-toi sur les cieux : que ta gloire domine la terre ! Ps 108, 6 : Savit, Aotrou Doue, a-us d’an Neñvoù, ho kloar da barañ war an douar a-bezh. *

Que tes bien-aimés soient libérés, sauve-les par ta droite : réponds-nous ! Ps 108, 7 : Deuit da zieubiñ ho re vuiañ-karet, hor salvit gant ho torn dehou ha respontit.

Dans le sanctuaire, Dieu a parlé : + « Je triomphe ! Je partage Sichem, je divise la vallée de Soukkôt. Ps 108, 8 : Doue en deus komzet en e santual : « Tridal a ran, lodennañ a rin Sikem, ha muzuliañ traonienn Soukot ;

« A moi Galaad, à moi Manassé ! + Éphraïm est le casque de ma tête, Juda, mon bâton de commandement. Ps 108, 9 : din-me eo Galaad ha din-me Manase, Efraim a zo tokarn va fenn, Juda va bazh-roue.

« Moab est le bassin où je me lave ; + sur Édom, je pose le talon, sur la Philistie, je crie victoire ! » Ps 108, 10 : Moab eo ar gibell en em walc’han enni : ouzh Edom e taolan va sandalenn, ha war Filistia e trec’han en ur youc’hal ».

Qui me conduira dans la Ville-forte, qui me mènera jusqu'en Édom, Ps 108, 11 : Piv am bleino betek e-barzh ar Gêr-greñv ? Piv am reno betek e-kreiz Edom ?

sinon toi, Dieu qui nous rejettes et ne sors plus avec nos armées ? Ps 108, 12 : C’hwi hepken, Aotrou Doue, hag hoc’h eus hon distaolet, c’hwi hag a chom hep kerzhout ken e penn hon armeoù.

Porte-nous secours dans l'épreuve : néant, le salut qui vient des hommes ! Ps 108, 13 : Roit deomp ho skoazell a-enep an enebour, rak didalvoud eo sikour an den.

Avec Dieu nous ferons des prouesses, et lui piétinera nos oppresseurs ! Ps 108, 14 : Nemet gant nerzh Doue e sevenimp taolioù kadarn, eñ a vac’ho hon enebourien dindan e dreid.