Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 109

Psaumes - Psaume 109


Psaume 109



Dieu de ma louange, sors de ton silence ! Ps 109, 1 : D’ar mestr-kaner. Eus David. Salm. Aotrou Doue va meuleudi, na chomit ket dilavar

La bouche de l'impie, la bouche du fourbe, s'ouvrent contre moi : * ils parlent de moi pour dire des mensonges ; Ps 109, 2 : rak an den drouk ha gaouiat a zigor a-enep din e c’henoù. Gant muzelloù touellus e vez komzet ouzhin,

ils me cernent de propos haineux, ils m'attaquent sans raison. Ps 109, 3 : va gronnañ a reer gant lavaroù a gasoni. Hep abeg e reer brezel din,

Pour prix de mon amitié, ils m'accusent, moi qui ne suis que prière. Ps 109, 4 : va zamall a reer, evidon da bediñ. ;

Ils me rendent le mal pour le bien, ils paient mon amitié de leur haine. Ps 109, 5 : an droug a renter din evit ar mad, ar gasoni evit va c’harantez.

« Chargeons un impie de l'attaquer : qu'un accusateur se tienne à sa droite. Ps 109, 6 : Lakait ’ta unan drouk da sevel a-enep dezhañ, un tamaller en e sav a-zehoù dezhañ :

A son procès, qu'on le déclare impie, que sa prière soit comptée comme une faute. Ps 109, 7 : ra vezo kondaonet dirak al lez-varn, hag e c’halv d’an drugarez da vo kontet dezhañ evel pec’hed.

« Que les jours de sa vie soient écourtés, qu'un autre prenne sa charge. Ps 109, 8 : Ra vezo berraet dezhañ niver e zeizioù, hag unan all da gemero e garg.

Que ses fils deviennent orphelins, que sa femme soit veuve. Ps 109, 9 : Ra zeuio e vugale da vezañ emzivaded, hag e wreg da vezañ intañvez.

« Qu'ils soient errants, vagabonds, ses fils, qu'ils mendient, expulsés de leurs ruines. Ps 109, 10 : Ra vezo e vibien o kantren en ur glask o bara, ra vezint taolet e-maez o ziez dismantret.

Qu'un usurier saisisse tout son bien, que d'autres s'emparent du fruit de son travail. Ps 109, 11 : Ra lammo an uzulier war e holl beadra, ha ra wasto an estrenien frouezh e labour.

« Que nul ne lui reste fidèle, que nul n'ait pitié de ses orphelins. Ps 109, 12 : Na vezet den o virout trugarez outañ, na vezet den o kaout truez ouzh e vinored.

Que soit retranchée sa descendance, que son nom s'efface avec ses enfants. Ps 109, 13 : Ra vo gouestlet e lignez d’an distruj, na vezo ket ken eus e anv gant an eil remziad.

« Qu'on rappelle au Seigneur les fautes de ses pères, que les péchés de sa mère ne soient pas effacés. Ps 109, 14 : Ra vezo miret soñj eus fallagriezh e dadoù, ha ra chomo pec’hed e vamm hep bezañ diverket.

Que le Seigneur garde cela devant ses yeux, et retranche de la terre leur mémoire ! » Ps 109, 15 : Ra vezint atav dindan sell an Aotrou, dezhañ da dennañ kuit eus an douar an eñvor anezhañ.

Ainsi, celui qui m'accuse oublie d'être fidèle : * il persécute un pauvre, un malheureux, un homme blessé à mort. Ps 109, 16 : Rak n’en deus ket bet soñj d’ober gant trugarez, heskinet en deus an den paour hag ezhommek, an den mantret, klasket en deus e lazhañ.

Puisqu'il aime la malédiction, qu'elle entre en lui ; * il refuse la bénédiction, qu'elle s'éloigne de lui ! Ps 109, 17 : karet en deus ar vallozh, ra zeuio warnañ, ne felle ket dezhañ a vennozh, ra bellaio dioutañ.

Il a revêtu comme un manteau la malédiction, * qu'elle entre en lui comme de l'eau, comme de l'huile dans ses os ! Ps 109, 18 : Ar vallozh en deus gwisket warnañ evel ur sae : ra ’n em silo bremañ en e ziabarzh evel dour, betek en e eskern, evel eoul.

Qu'elle soit l'étoffe qui l'habille, la ceinture qui ne le quitte plus ! Ps 109, 19 : Ra vezo evitañ evel ur gwiskamant ouzh e bakañ, evel ur gouriz bepred ouzh e stardañ.

C'est ainsi que le Seigneur paiera mes accusateurs, ceux qui profèrent le mal contre moi. Ps 109, 20 : Ra vo hennezh a-berzh an Aotrou gopr ar re am zamall, ar re a lavar droug a-enep din.

Mais toi, Seigneur Dieu, agis pour moi à cause de ton nom. * Ton amour est fidèle : délivre-moi. Ps 109, 21 : Met c’hwi, Aotrou, difennit va c’haoz 'vit enor hoc’h anv, e madelezh ho kras va salvit.

Vois, je suis pauvre et malheureux ; au fond de moi, mon coeur est blessé. Ps 109, 22 : Rak paour ha reuzeudik ez on-me, ha bloñset ennon emañ va c’halon.

Je m'en vais comme le jour qui décline, comme l'insecte qu'on chasse. Ps 109, 23 : Steuziañ a ran kuit evel ur skeud o hiraat, skubet on er-maez evel ul lamperez.

J'ai tant jeûné que mes genoux se dérobent, je suis amaigri, décharné. Ps 109, 24 : Va daoulin a drabidell dre forzh yunañ, ha va c’horf ’zo kastizet-divi.

Et moi, on me tourne en dérision, ceux qui me voient hochent la tête. Ps 109, 25 : N’on evito nemet danvez a zismegañs, ouzh va gwelout e hejont o fenn.

Aide-moi, Seigneur mon Dieu : sauve-moi par ton amour ! Ps 109, 26 : Va sikourit, Aotrou, va Doue, va salvit en ho trugarez divent.

Ils connaîtront que là est ta main, que toi, Seigneur, tu agis. Ps 109, 27 : Ra ouezint ez eo ho torn deoc’h-c’hwi, ez eo c’hwi, Aotrou, en deus graet kement-se.

Ils maudissent, toi, tu bénis, * ils se sont dressés, ils sont humiliés : ton serviteur est dans la joie. Ps 109, 28 : Int a sko o mallozh, c’hwi avat a vennigo ; va enebourien da gaout mezh, hag ho servijer levenez.

Qu'ils soient couverts d'infamie, mes accusateurs, et revêtus du manteau de la honte ! Ps 109, 29 : va zamallerien da vezañ gwisket a zismegañs, da vezañ goloet a vezh evel gant ur vantell.

A pleine voix, je rendrai grâce au Seigneur, je le louerai parmi la multitude, Ps 109, 30 : Kanañ a rin a vouezh uhel meuleudi d’an Aotrou, embann a rin e c’hloar e-kreiz engroez an dud,

car il se tient à la droite du pauvre pour le sauver de ceux qui le condamnent. Ps 109, 31 : o vezañ m’en em zalc’h a zehoù d’an ezhommeg evit e salviñ diouzh e gondaonerien.