Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 21

Psaumes - Psaume 21


Psaume 21



Ps 21, 1 : D’ar mestr-kaner. Salm David.

Seigneur, le roi se réjouit de ta force ; quelle allégresse lui donne ta victoire ! Ps 21, 2 : Aotrou, dre benn ho kalloud e trid ar Roue gant al levenez, abalamour d’ho skoazell, na pegen bras e joa.

Tu as répondu au désir de son coeur, tu n'as pas rejeté le souhait de ses lèvres. Ps 21, 3 : Hervez c’hoant e galon hoc’h eus roet dezhañ, n’hoc’h eus ket distaolet goulenn e vuzelloù.

Tu lui destines bénédictions et bienfaits, tu mets sur sa tête une couronne d'or. Ps 21, 4 : Dont a rejoc’h en arbenn dezhañ gant bennozhioù a briz, o lakaat war e benn ur gurunenn aour fin.

La vie qu'il t'a demandée, tu la lui donnes, de longs jours, des années sans fin. Ps 21, 5 : Ar vuhez a c’houlenne hag he roet hoc’h eus dezhañ, gant devezhioù o padout hep fin ha da viken.

Par ta victoire, grandit son éclat : tu le revêts de splendeur et de gloire. Ps 21, 6 : Setu m’eo bras e c’hloar a drugarez d’ho nerzh, splannijenn ha galloud hoc’h eus lakaet warnañ ;

Tu mets en lui ta bénédiction pour toujours : ta présence l'emplit de joie ! Ps 21, 7 : ober a rit anezhañ ur vennozh da viken, hen laouenaat a rit gant sklerijenn ho tremm.

Oui, le roi s'appuie sur le Seigneur : la grâce du Très-Haut le rend inébranlable. Ps 21, 8 : Ar Roue a dra sur, a lakaio e fiziañs en Aotrou : dre vadelezh an Uhel-meurbet ne vrallo ket.

[Ta main trouvera tes ennemis, ta droite trouvera tes adversaires. Ps 21, 9 : Ra gouezho pouez ho torn war hoc’h enebourien, ho prec’h da skeiñ gant ar re o deus kasoni ouzhoc’h.

Tu parais, tu en fais un brasier : la colère du Seigneur les consume, un feu les dévore. Ps 21, 10 : O lakait da flammañ evel flamm un tantad, kerkent ha taolet ho selloù warno. An Aotrou d’o fulluc’ho en e gonnar, ha gwrez an tan da lonko anezho.

Tu aboliras leur lignée sur la terre et leur descendance parmi les hommes. Ps 21, 11 : Raskit o mibien a-ziwar an douar, hag o lignez a-dre bugale an dud.

S'ils trament le mal contre toi, s'ils préparent un complot, * ils iront à l'échec. Ps 21, 12 : Mar o deus itriket an droug a-enep deoc’h eo troioù goullo o deus ijinet.

Oui, tu les renverses et les terrasses ; ton arc les vise en plein coeur.] Ps 21, 13 : Rak o lakaat a rit da dreiñ kein da dec’hout, stegnañ a rit ho kwareg e kreiz o fas.

Dresse-toi, Seigneur, dans ta force : nous fêterons, nous chanterons ta vaillance. Ps 21, 14 : Savit, Aotrou, en ho kalloud hag en ho nerzh, ma kanimp ha ma lidimp ho taolioù-kaer.