Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Psaumes » Psaume 138

Psaumes - Psaume 138


Psaume 138



De tout mon coeur, Seigneur, je te rends grâce : tu as entendu les paroles de ma bouche. Je te chante en présence des anges, Ps 138, 1 : Eus David. Ho pennigañ a rin, Aotrou, a-greiz va c’halon, dre m’hoc’h eus selaouet komzoù va genoù. Dirak sell an Aeled e kanin deoc’h meuleudi,

vers ton temple sacré, je me prosterne. Je rends grâce à ton nom pour ton amour et ta vérité, car tu élèves, au-dessus de tout, ton nom et ta parole. Ps 138, 2 : en ur stouiñ war-zu ho Templ santel ; hoc’h anv a vennigin evit ho madelezh hag ho fealded, rak savet hoc’h eus a-us da bep tra gloar ho promesa.

Le jour où tu répondis à mon appel, tu fis grandir en mon âme la force. Ps 138, 3 : En deiz m’em eus ho kalvet hoc’h eus va selaouet ; lakaet hoc’h eus an nerzh da greskiñ em ene.

Tous les rois de la terre te rendent grâce quand ils entendent les paroles de ta bouche. Ps 138, 4 : Ho pennigañ a ray, Aotrou, holl rouaned an douar, diwar glevout lavaroù ho kenoù.

Ils chantent les chemins du Seigneur : « Qu'elle est grande, la gloire du Seigneur ! » Ps 138, 5 : Ha lidañ a raint hentoù an Aotrou : na bras eo gloar an Aotrou ;

Si haut que soit le Seigneur, il voit le plus humble ; de loin, il reconnaît l'orgueilleux. Ps 138, 6 : nag uhel eo an Aotrou, a daol evezh ouzh an dud izel, met a sell a bell ouzh an dud lorc’hek.

Si je marche au milieu des angoisses, tu me fais vivre, ta main s'abat sur mes ennemis en colère. Ta droite me rend vainqueur. Ps 138, 7 : Ma vezan o kerzhout e-kreiz an anken, c’hwi am mir e buhez ; a-enep kounnar va enebourien, ec’h astennit ho torn, ho torn dehou am savete.

Le Seigneur fait tout pour moi ! Seigneur, éternel est ton amour : n'arrête pas l'oeuvre de tes mains. Ps 138, 8 : An Aotrou a gaso da benn-vat ar pezh en deus graet em c’heñver ; ho madelezh, Aotrou, a zo peurbad : ne zilezot ket oberenn ho taouarn.