Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sadorn 1 a viz Du 2025

An holl Sent⚪ Gwenn
Autres noms : Gouel an Hollsent

Gouel-meur an Hollsent a laka dirak hon daoulagad engroeziad divent an dasprenidi evit dioueliañ deomp an dazont ma kerzhomp war-zu ennañ. Met dleout a ra ivez hon lakaat emskiant eus hon c'hengred gant ar re o deus hon diaraoget er bed diwelus.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus Diskuliadur sant Yann (Dis 7, 2-4.9-14)

📖 Voir dans la Bible

Setu ma welis un engroez bras a dud na c'helle den o niveriñ,
tud eus pep broad, pep meuriad, pep pobl, ha pep yezh.


Me, Yann, a welas un Ael all o sevel eus ar Sav-heol, gantañ siell an Doue bev ;
hag e youc’has gant ur vouezh kreñv d’ar pevar Ael
a zo bet roet dezho ober droug d’an douar ha d’ar mor,
en ur lavarout :
« Na rit droug ebet d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez,
ken hor bo merket gant ar siell war o zal servijerien hon Doue. »
Hag e klevis niver ar re verket :
kant pevar mil ha daou-ugent a dud eus holl veuriadoù mibien Israel :
Da c'houde, setu ma welis un engroez bras a dud na c'helle den o niveriñ,
tud eus pep broad, pep meuriad, pep pobl, ha pep yezh,
a oa en o sav dirak an tron, a-dal d’an Oan,
gwisket gant saeoù gwenn ha barroù-palmez en o daouarn.
Hag e youc'hent gant ur vouezh kreñv :
« Ar silvidigezh d’hon Doue, an Hini azezet war an tron, ha d’an Oan ! »
Hag an holl Aeled a oa en o sav en-dro d’an tron, d'ar Gozhidi ha d’ar pevar Loen,
a gouezhas d’an daoulin dirak an tron hag a stouas war o dremm da azeuliñ Doue,
o lavarout : « Amen ! Ar veuleudi, ar c'hloar, ar furnez, ar grasoù, an enor, ar galloud hag an nerzh d’hon Doue evit kantvedoù ar c'hantvedoù ! Amen ! »
Hag unan eus ar Gozhidi a gomzas ouzhin en ur lavarout :
« Ar re-se gant o saeoù gwenn, piv int, hag eus pelec'h e teuont? »
Respont a ris : «Va Aotrou ! Te a oar.»
Hag e lavaras din : « Ar re-se eo ar re o tont eus an enkrez bras :
Gwalc'het o deus o saeoù hag o gwennaet e gwad an Oan. »

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 24 Salm 24 (23), 1-2, 3-4ab, 5-6

📖 Psautier : Psaume 24

D : Honnezh eo gouenn ar re ho klask Aotrou !

D'an Aotrou eo an douar hag e holl bobladur,
ar bed a-bezh ha kement a zo ennañ.
Rak, eñ en deus e ziazezet a-us d'ar morioù,
eñ en deus e startaet a-us d'ar stêrioù.

Piv a bigno da venez an Aotrou,
ha piv a chomo en e di santel,
An den a zo glan e zaouarn ha dinamm e galon,
an hini na ro ket e spered d'an traoù goullo.

Hennezh a vo benniget gant an Aotrou,
ha gopret gant e Salver, e Zoue.
Honnezh eo gouenn ar re er c’hlask,
ar re a glask ho tremm, Doue Yakob.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher kentañ sant Yann (1Yn 3, 1-3)

📖 Voir dans la Bible

Gwelout a raimp Doue evel m'emañ.

Bugaligoù, gwelit pebezh karantez en deus roet deomp an Tad :
Anvet e vezomp bugale da Zoue, ha bez ez omp !
Ar bed n’hon anav ket, o vezañ n’en deus ket e anavezet.
Va re garet, bremañ dija ez omp bugale da Zoue,
daoust ma n’eo ket bet diskouezet c'hoazh petra vimp.
Met gouzout a reomp penaos, pa 'n em ziskouezo,
e vimp heñvel outañ dre m’en gwelimp evel m’emañ.
Ha kement hini en deus ar goanag-se ennañ,
en em c'hlana e-unan evel m’eo eñ glan.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mt 5 5, 1-12a)

📖 Voir dans la Bible

Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù.

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 11, 28)
Deuit davedon, c'hwi holl a zo skuizh hag a bleg dindan ar samm, ha me ho tivec'hio, eme an Aotrou.
Allelouia !

En amzer-se, o welout an engroezioù-tud-se, e savas Jezuz war ur menez,
hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibien.
Neuze e stagas da gomz ha d’o c'helenn dre lavarout :
« Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
Eürus ar re a ouel, rak int a vo frealzet.
Eürus ar re 'zo dous, rak int o devo an Douar da lod.
Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar Justis,
rak int a vo roet o gwalc'h dezho.
Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo.
Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue.
Eürus ar re a laka ar peoc'h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue.
Eürus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Justis,
rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
Bezit eürus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c'haou,
a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me.
Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù. »

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sadorn 1 a viz Du 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
📅 D'ar Sadorn 1 a viz Du 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page