Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 23 a viz Du 2025

Gouel ar C'hrist Roue an Hollved⚪ Gwenn
Autres noms : Gouel ar C'hrist Roue

📜 1ère lecture

Lennadenn eus eil levr Samouel (2Sa 5, 1-3)

📖 Voir dans la Bible

Oleviñ a rejont David da roue war Israel.

En deizioù-se e teuas holl veuriadoù Israel da gaout David en Hebron
ha da gomz outañ en ur lavarout :
« Setu ! Da eskern ha da gig ez omp-ni.
Abaoe pell-amzer, pa oa Saoul roue warnomp,
eo te a gase hag a zegase Israel ;
hag en devoa lavaret an Aotrou dit :
" Te a beuro va Fobl Israel, te a vo rener war Israel. "»
Hag e teuas holl gozhidi Israel da gaout ar roue en Hebron,
hag e tivizas ganto ar roue David un emglev en Hebron dirak an Aotrou,
hag e voe olevet David da roue war Israel.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 122 Salm 122 (121), 1-2, 3-4, 5-6

📖 Psautier : Psaume 122

D : Mont a raimp da di an Aotrou gant levenez !

Na laouen on bet p'eo bet lavaret din :
«Deomp da di an Aotrou !»
Ha setu bremañ hon treid o chom a-sav
e-harz da zorojoù, Jeruzalem.
Jeruzalem bet savet evel ur Gêr vras,
a zo pep tra unanet-start enni.

Betek enni e pign ar meuriadoù, meuriadoù an Aotrou,
ur c'hustum eo en Israel, evit meuliñ anv an Aotrou.

Rak eno ez eus bet diazezet kadorioù al lez-varn,
kadorioù tiegezh David.
Pedit eta evit eurvad Jeruzalem :
Ra vo surentez d'ar re az kar !

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Golosiz (Gol 1, 12-20)

📖 Voir dans la Bible

Hon degaset en deus e rouantelezh e Vab karet.

Breudeur : Trugarekaat a reomp Doue an Tad,
en deus ho lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar Sent er sklêrijenn.
Eñ hag en deus hon tennet eus galloud an deñvalijenn
evit hon degas e rouantelezh e Vab karet.
Hon eus ennañ an dasprenidigezh, ar pardon eus hor pec'hedoù.
Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c'hentañ ganet a-raok pep krouadelezh :
Ennañ eo bet krouet kement tra 'zo en neñvoù ha war an douar,
kement a weler ha kement na weler ket,
Tronioù, Aotrouniezhoù, Priñselezhioù, Galloudegezhioù,
pep tra 'zo bet krouet drezañ hag evitañ.
Eñ a zo a-raok pep tra, ha drezañ e talc'h pep tra da vezañ.
Hag eñ ivez eo ar penn eus ar C’horf, da lavarout eo eus an Iliz.
Eñ eo ar pennabeg anezhi, ar c'hentañ-ganet eus a-douez ar re varv,
evit ma vefe dezhañ-eñ ar renk kentañ e pep doare ;
rak ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom,
ha drezañ adunvaniñ ar bed a-bezh evitañ e-unan,
en ur ober ar peoc'h dre wad e Groaz, adunvaniñ drezañ kement
a zo war an douar kenkoulz ha kement a zo en neñvoù.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 23, 35-43)

📖 Voir dans la Bible

Aotrou, bez soñj ac'hanon pa vi degouezhet en da rouantelezh.

Allelouia ! Allelouia ! (Kv. Mk 11, 9-10)
Benniget an hini a zeu en anv an Aotrou !
Benniget ar rouantelezh o tont, hini David hon Tad !
Allelouia !

En amzer-se ar pennoù-bras a rae goap ouzh Jezuz en ur lavarout :
« Salvet en deus reoù all ; ra 'n em salvo e-unan,
mard eo Krist Doue, an hini dibabet ! »
Ar soudarded ivez a c'hoarzhe goap warnañ ;
tostaat a raent hag e kinnigent gwinegr dezhañ, en ur lavarout :
« Mard out Roue ar Yuzevien, en em salv da-unan ! »
Bez’ e oa ivez ur skrid a-us d’e benn :
« Hemañ eo roue ar Yuzevien. »
Unan eus an dorfedourien e pign ouzh ar groaz,
a skoe kunujennoù gantañ, en ur lavarout :
« Ha n’eo ket te eo ar C'hrist ?
En em salv da-unan ha ni ganit ! »
Met egile a respontas outañ gant komzoù taer :
« Na te, kennebeut all, n’ec'h eus tamm ebet doujañs Doue,
goude m’out bet barnet d’an hevelep kastiz ?
Evidomp-ni ez eo reizh, gopret omp diouzh hon torfedoù ;
met hemañ n’en deus graet droug ebet ! »
Hag e lavare : « Jezuz, az pez soñj ac'hanon pa zeui e gloar da Rouantelezh. »
Ha Jezuz a respontas dezhañ :
« E gwirionez, henn lavarout a ran dit, hiziv e vi ganin er Baradoz. »

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 23 a viz Du 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page