Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 4 a viz Genver 2026

Epifaniezh hor Salver⚪ Gwenn
Autres noms : Epifani, Gouel ar Rouanez, Gouel ar Sterenn, Diskouezadenn-veur hor Salver

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Izaias (Iz 60, 1-6)

📖 Voir dans la Bible

Gloar an Aotrou a zo savet warnout.

Sav Jeruzalem, ha lugern, rak deuet eo da sklêrijenn
Ha paret eo warnout splannder an Aotrou,
Tra m'emañ an deñvalijenn o c'holeiñ an douar,
Hag an noz du ledet war ar pobloù.
Met warnout-te e par an Aotrou,
Warnout en em ziskouez e c'hloar,
Hag e kerzh ar broadoù war-zu da sklêrijenn
Hag ar rouaned etrezek splannder da c'houloù-deiz.
Sav da zaoulagad tro war dro, ha sell !
An holl en em vod evit dont davedout ;
Da vibien a erru a-ziabell
Ha da verc'hed a zo douget war an divrec'h.
Da zremm o welout se a lugerno gant drantiz,
Da galon a drido e barr al levenez,
Pa 'n em droio war-zu ennout pinvidigezhioù ar mor,
Pa zeuio davedout teñzorioù ar broadoù.
Kañvaled a vagadoù az koloio,
Dremedaled eus Madian hag eus Efa ;
Holl dud Bro-Saba a zeredo
En ur zegas ganto aour hag ezañs.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 72 Salm 72 (71), 1-2, 7-8, 10-11, 12-13

📖 Psautier : Psaume 72

D : Hoc’h azeuliñ a ray, Aotrou, holl vroadoù an douar !

O Doue, roit d'ar Roue ho parnedigezh,
hag ho spered a reizhded da vab ar Roue ;
dezhañ da ren ho pobl gant eeunded,
hag ho peorien hervez ar gwir.
En e zeizioù, e vleunio ar reizhded ha leunder ar peoc'h,
keit ha ma pado al loar.

Ha ren a ray eus an eil mor d'egile,
eus ar stêr betek penn pellañ an douar.
Rouaned Tarsis ha re an Inizi a brofo dezhañ roadoù,
rouaned Arabia ha re Bro-Saba a zegaso donezonoù.

An holl rouaned a soublo dirazañ,
an holl vroadoù e servijo.
Rak dieubiñ a ray an den paour o c'hervel,
an ezhommeg diskoazell.
Truez en devo ouzh an den gwan ha reuzeudik,
saveteiñ a ray buhez ar beorien.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'an Efeziz (Ef 3, 2-3a.5-6)

📖 Voir dans la Bible

Diskuliet ez eus bremañ d'ar broadoù ez int kenhêred ar Bromesa.

Moarvat hoc'h eus klevet peseurt gras en deus Doue roet din en abeg deoc'h, penaos dre ziskuliadur on bet lakaet da anavezout ar mister-se, am eus e berr gomzoù displeget deoc'h ; ha diwar va lenn e c'hellit kompren ar skiant am eus eus mister ar C'hrist ; ar mister-se ha na oa ket bet en amzerioù tremenet, roet da anavezout da vugale an dud, met a zo bremañ dizoloet d’e ebestel santel ha d’e brofeded dre nerzh ar Spered, eo gouzout penaos ar Baganed int ivez a zo ken-hêred eus an hevelep madoù, kenizili eus an hevelep korf, kenlodeien en hevelep promesa, er C'hrist Jezuz, dre brezegerezh an Aviel.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

 (Mz 2, 1-12)

📖 Voir dans la Bible

Deuet omp eus ar sav-heol da azeuliñ ar roue.

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 2, 2)
Gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol,
ha deuet omp da stouiñ dirazañ
Allelouia !

Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Juda, en amzer ar roue Herodez,
setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent :
« E pelec'h emañ roue ar Juzevien a zo nevez-c'hanet ?
Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol,
ha deuet omp da stouiñ dirazañ».
O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez
ha gantañ Jeruzalem a-bezh.
Bodañ a reas an holl veleien vras ha Skribed ar bobl,
hag e c'houlennas diganto e pelec'h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet.
Ar re-mañ a respontas dezhañ :
« E Betlehem Juda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed :
Ha te, Betlehem, douar Juda,
n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Juda,
rak ac'hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel ».
Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh,
a c'houlennas diganto pe-da-vare resis e oa
en em ziskouezet dezho ar steredenn.
Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout :
« It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet,
kemennit din en-dro, evit ma 'z in me ivez da stouiñ dirazañ ».
Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent.
Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol,
a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec'h m’edo ar bugel.
O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras.
Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm,
hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ ;
hag o vezañ digoret o c'hasedigoù e kinnigjont dezhañ
da brof, aour, ezañs ha mir.
Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c'housk,
chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 4 a viz Genver 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page