Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 06/08/2027

Lectures du dimanche - 06/08/2027

📅 D'ar Gwener 6 a viz Eost 2027

✨ Treuzneuziadur an Aotrou⚪ Gwenn
Autres noms : Treuzfurmadur Jezuz, Gouel an Tabor

Daou-ugent devezh a-raok Uhelidigezh ar Groaz, Treuzneuziadur an Aotrou a zegas da soñj penaos e vennas ar C'hrist "rakkemenn da galon e ziskibled tremen dreist da zroukskouer ar groaz", met bez' ez eo ivez kemenn an "advaberezh vurzhudus" a ra eus an holl grederien mibien da Zoue en e Vab Jezuz, ha kemenn ar sklaerded a splanno un deiz ganti korf an Iliz a bezh.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus ar profed Daniel (Da 7, 9-10.13-14)

📖 Voir dans la Bible

Kann ar blev war e benn evel gloan dinamm.

Derc’hel a raen da sellout : lakaet e voe tronioù, hag ur C’hozhiad a gemeras e blas. Gwenn e oa e zilhad evel an erc’h, ha blev e benn a oa evel gloan pur. E dron a oa anezhañ flammoù-tan gant rodoù tan o teviñ dindan.
Ur stêriad-tan a darzhe hag en em skuilhe a-zirazañ. Milmiliadoù hen servije, ha dek-milmiliadoù a oa en o sav dirazañ. Kroget e voe gant ar varnedigezh hag e voe digoret levrioù.
Sellout a ris er weledigezh-noz hag e welis o tont war goabr an Neñv evel ur Mab-Den ; dont a reas betek ar C’hozhiad hag e rejont dezhañ tostaat outañ.
Roet e voe dezhañ aotrouniezh, gloar ha rouantelezh hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù henn servijas. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus ha na dremeno ket, hag e Rouantelezh ne vo ket distrujet.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 97 (96), 1-2. 5-6. 9)

📖 Psautier : Psaume 97

D : An Aotrou, an Uhel-meurbet a ren war an douar a-bezh.

An Aotrou a ren ! Ra drido an douar,
ra vo levenez gant bed an inizi.
Koumoul ha koabr a zo en-dro dezhañ,
reizhded ha gwir a zo diazez e dron.
Evel koar e teuz ar menezioù dirak Doue,
dirak mestr an douar a-bezh.
An neñvoù a skrij oc'h embann e reizhder,
an holl bobloù a wel splannder e c'hloar.
Rak C'hwi eo an Aotrou,
an Uhel-meurbet, an hini a ren
war an hollved,
a zo a-us d'an holl doueoù.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus eil lizher sant Pêr (2Pe 1, 16-19)

📖 Voir dans la Bible

Va breudeur ; n’eo ket o vont da heul marvailhoù savet ampart hor befe roet deoc’h da anavezout galloud Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist, met diwar welout e splannder gant hon daoulagad hon-unan.
Aze 'oamp pa resevas enor ha gloar digant Doue an Tad, pa zeuas warnañ, eus uhelder ar c’hloar, ar vouezh-se a lavare : Hemañ eo va Mab muiañ-karet, ennañ em eus lakaet va holl garantez.

Ar vouezh-se hon eus ni hon-unan he c’hlevet o tont eus an Neñv, p’edomp war un dro gantañ war ar menez santel.
Suroc’h a se e teu da vezañ evidomp lavar ar Brofeded, a rit mat o terc’hel dezhañ, evel ouzh ur c’houlaouenn o lugerniñ en ul lec’h teñval, betek ma paro an deiz ha ma savo ar Werelaouen en ho kalonoù.

⇧ Retourner en haut de page


🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Meurzh 6 a viz Eost 2024
Mark 9, 2-10 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 6 a viz Eost 2021
Mk 9, 2-10 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 6 a viz Eost 2018
An Aviel lennet gant Alan.

⇧ Retourner en haut de page