Lectures du dimanche - 24/12/2027
📅 D'ar Gwener 24 a viz Kerzu 2027
An Oferenn-mañ a vez lavaret d'ar 24 a viz Kerzu, a-raok pe goude Gousperoù kentañ ar gouel.
✨ Un oferenn all a vez lidet an deiz-mañ : Ar Pellgent
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Izaia (Iz 62, 1-5)
En em blijet en deus an Aotrou ennout-te.
En abeg da Sion ne davin ket,
hag abalamour da Jeruzalem ne baouezin ket,
Ken na skedo he reizhder evel ur gouloù-deiz,
Ken na lugerno he silvidigezh evel piled enaouet,
Ar broadoù neuze a welo da justis,
Hag an holl rouaned da splannder,
Hag e vo roet dit un anv nevez
diskleriet gant genoù an Aotrou Doue.
Bez' e vi ur gurunenn hollgaer e dorn an Aotrou,
Un daledenn-roue e dorn da Zoue.
Ne vi ken anvet : An hini Zilezet !
Na da zouar ne vo ken anezhañ : An hini distaolet !
Met galvet e vi : Va dudi !
Ha da vro a vo anvet : Ar plac'h nevez !
Rak Doue a laka ennout e blijadur,
Ha da vro a vo priedet gantañ.
Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez
E timezo ganit an hini en deus da savet,
Hag evel ma 'z eo ar wreg yaouank levenez he fried,
Evel-se e vi-te levenez vras da Zoue.
🎶 Psaume
(Sa 89 (88), 4-5. 16-17. 27 ha 29)
D : Trugarezioù an Aotrou da viken a ganmeulin.
« Skoulmet em eus un emglev gant an den am eus dibabet,
touet em eus ul le da Zavid va servijer :
Diazezañ a ran da lignez evit atav,
startaat a ran da dron evit an holl remziadoù. »
Eürus ar Bobl a oar youc'hal en enor deoc'h,
a gerzh e sklêrijenn ho tremm, Aotrou,
ar re a gav bepred ho levenez en hoc'h anv,
hag en ho reizhder an nerzh da adsevel.
Eñ am galvo : « Va Zad oc'h-C'hwi,
va Doue ha roc'h va silvidigezh ! »
Va gras a virin gantañ da viken,
ha va emglev a chomo feal en e geñver.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (Eb 13, 16-17.22-25)
Testeni Paol diwar-benn ar C'hrist, mab David.
Degouezhet e kêr Antiokia Bro-Bisidia, Paol a oa aet d’ar sinagogenn.
Paol a savas, a reas ur sin gant e zorn hag a lavaras :
« Israeliz ha C'hwi, doujerien Doue, selaouit.
Doue ar bobl-mañ, Doue Israel, en deus dibabet hon Tadoù
ha lakaet ar bobl-mañ da greskiñ e-pad he harlu e Bro-Egipt,
gant nerzh bras e vrec'h en deus o zennet er-maez anezhi.
O vezañ e dennet a gostez e lakaas da sevel dezho David da roue.
Ha da hemañ en deus douget an testeni-mañ :
Kavet em eus David, mab Jese,
un den hervez va c'halon, a gaso da benn va holl vennadoù.
Ha diwar ziskennadur hemañ, en deus Doue, hervez e bromesa,
lakaet da sevel da Israel Jezuz e-giz Salver.
Yann en devoa prezeget, evel diaraoger, e zonedigezh,
en ur gemenn ur vadeziant a geuz da holl bobl Israel. »
Ha paz edo Yann gant disoc'h e redadenn e lavare :
An hini a soñjit ez on-me, n’on ket.
Met setu ma teu war va lerc'h an hini n’on ket dellezek
da ziskoulmañ sandalennoù e dreid.
✝️ Évangile
Penn kentañ Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mazhev (Mz 1, 1-25)
Lignez Jezuz-Krist, mab David
Allelouia ! Allelouia !
Warc'hoazh e vo distrujet pec'hed ar bed.
Ha warnomp e reno Salver ar bed.
Allelouia !
Levr geneliezh Jezuz-Krist, mab David, mab Abraham.
Abraham a voe tad da Izaag. Izaag a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Youda hag e vreudeur.
Youda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Esrom. Esrom a voe tad da Aram.
Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
Salmon, eus Rac’hab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Roud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
Jese a voe tad d’ar roue David. David a voe tad da Salomon eus an hini a oa pried Ouri.
Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozias.
Ozias a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Akaz. Akaz a voe tad da Ezekias.
Ezekias a voe tad da Manase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozias.
Jozias a voe tad da Jekonias hag e vreudeur da vare an harlu e Babilon.
Ha goude an harlu e Babilon, Jekonias a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.
Zorobabel a voe tad da Abioud. Abioud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Akim. Akim a voe tad da Elioud.
Elioud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob.
Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, an hini m’eo bet ganet anezhi Jezuz a anver Krist.
En holl eta, adalek Abraham betek David ez eus pevarzek remziad ; adalek David betek an harlu e Babilon, pevarzek remziad ; adalek an harlu e Babilon betek ar C’hrist, pevarzek remziad.
Evel-hen e c’hoarvezas ganedigezh Jezuz Krist. Mari, e vamm, hag a oa prometet da Jozef e dimeziñ, en em gavas dougerez dre c’halloud ar Spered Santel, a-raok dezho mont da vevañ a-gevret.
Jozef, he fried, dre ma oa un den just anezhañ, ha na felle ket dezhañ he gwallvrudañ, a reas e soñj da derriñ didrouz e zimeziñ ganti.
Divizet en devoa ober kement-se pa ’n em ziskouezas dezhañ dre e gousk, un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ : « Jozef, mab David, arabat dit kaout aon da gemer ganit Mari da bried ; rak ar bugel a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered Santel.
Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ an anv a Jezuz, rak Eñ eo a salvo e bobl eus he fec’hedoù ».
Ha kement-se holl a c’hoarvezas evit ma teufe da wir ar pezh en devoa lavaret an Aotrou dre vouezh ar profed :
« Setu ma vo ar Werc’hez dougerez ha ma c’hano ur mab a vo anvet Emmanouel, da lavarout eo « Doue ganeomp ».
Jozef, ur wech dihunet eus e gousk, a reas hervez m’en devoa gourc’hemennet Ael an Aotrou : kemer a reas e bried en e di.
Met n’en devoa ket graet priedelezh ganti a-raok dezhi genel he mab, hag e roas dezhañ an anv a Jezuz.
pe al lennadenn verr :
Penn kentañ Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mazhev (Mz 1, 18-25)

📅 Eil oferenn an deiz