Lectures du dimanche - 07/05/2028
📅 D'ar Sul 7 a viz Mae 2028
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (Eb 13, 14.43-52)
En deizioù-se, Paol ha Barnabaz a oa degouezhet e kêr Antiokia, e Bro-Bisidia. Da zeiz ar sabad, int aet d'ar sinagogenn. Pa oe aet an dud kuit, un niver bras a Yuzevien hag a brozelited azeulerien Doue, a yeas da ambroug Paol ha Barnabaz ; hag ar re-mañ, dre o c'homzoù, a alie anezho da chom fidel da c'hras Doue.
D'ar sabad war-lerc'h, kêr a-bezh, koulz lavaret, a zeuas da selaou Komz an Aotrou. O welout ar bobl tud a oa, e fuloras ar Yuzevien ha gwall respontoù a rejont da gomzoù Paol.
Hardishaet, Paol ha Barnabaz a lavaras dezho neuze : “ Deoc'h-c'hwi da gentañ, eo e oa da vezañ kemennet Komz Doue ; met peogwir ne fell ket deoc'h he degemeret, ha ma kav deoc'h-c’hwi hoc’h-unan n'oc'h ket din eus ar vuhez peurbadus, ac’hanta, bremañ waz-zu ar baganed eo en em droomp. Rak kement-se en deus gourc'hemennet deomp an Aotrou : “ Da lakaet am eus evit bezañ sklêrijenn ar broadoù, evit ma kasi ar silvidigezh betek penn ar bed ”.
Pa glevas ar baganed kement-se, e voent laouen bras, hag e rentent gloar da Gomz an Aotrou ; dont a reas d'ar feiz ar re-holl a oa merket evit ar vuhez peurbadus. Evel-se, ec’h en em skigne Komz Doue en em skigne dre ar vro a-bezh.
Met atizañ a reas ar Yuzevien ar gwragez a renk uhel devot Doue, hag ivez pennoù-meur eus kêr. Lakaat a rejont heskinañ Paol ha Barnabas, hag o c'has kuit eus o bro. An daou abostol, neuze, o vezañ strilhet warno ar boultrenn eus o zreid, a zo aet da gêr Ikoniom. Hag an diskibien a oa leun o c'halon a levenez er Spered Santel.
🎶 Psaume
(Sa 99 (100), 1-2, 3, 5)
Ni eo ar bobl renet gant e zorn.
Meulit an Aotrou, douar a-bezh,
Servijit an Aotrou gant levenez,
It d'e gaout en ur youc'hal a joa !
Gouezit ez eo Doue an Aotrou,
Eo Eñ en deus graet ac'hanomp,
Hag ez omp e bobl, deñved e beuraj.
Rak mat eo an Aotrou,
Da viken e vadelezh,
A rumm da rumm e fealded !
📜 2ème lecture
Lennadenn eus levr an Diskuliadur (Dis 7, 9.14b-17)
Gwelet am eus, me, Yann, un niver bras a dud, ha ne c'helle den o c'hontañ, eus kement bro, kement rumm, kement pobl ha kement yezh a zo, holl en o sav dirak tron Doue ha dirak an Oan, dilhad gwenn ganto, ha skourroù palmez en o daouarn.
Unan eus ar Gozhidi en deus lavaret din : “ Ar re-se a zeu eus an drubuilh vras ; gwalc'het o deus o dilhad, ha kannet anezho e gwad an Oan. Setu perak emaint dirak tron Doue, ouzh e servijañ noz-deiz, en e santual. Hag an hini a zo azezet war an tron a roio goudor dezho en e deltenn. N'o devo mui naon, n'o devo mui sec'hed, ne vint ket mui skoet gant an heol hag an tommder, rak an Oan, an hini a zo e-kreiz an tron, a vo o fastor : ren a ray anezho davet feunteunioù an dour a vuhez, ha Doue a sec'ho an holl daeroù eus o daoulagad.
✝️ Évangile
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann (Yn 10, 27-30)
Jezuz en doa lavaret d'ar Yuzevien : “ Me eo ar Pastor mat ”. Lavaret a reas c'hoazh dezho : “ Va deñved a selaou va mouezh ; Me o anavez, hag int-i a zeu d'am heul. Me 'ro dezho ar vuhez peurbadus ; ne 'z aint biken da goll, ha nikun n'o diframmo eus va dorn. Va Zad en deus roet anezho din, hag Eñ a zo brasoc'h eget an holl. Kement am eus bet digant va Zad a dalv muioc'h eget pep tra all, ha den ne c'hell diframmañ netra eus dorn va Zad. Va Zad ha Me n'omp nemet unan ”.
🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet
Yann 10, 27-30 - Gant Guillemette In eo displeget an Aviel.

