Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 09/01/2029

Lectures du dimanche - 09/01/2029

📅 D'ar Meurzh 9 a viz Genver 2029

✨ Ar seizh eskob santel, Tadoù Breizh⚪ Gwenn

Gant gouel ar Seizh Sant e lider war un dro an eskibien kehelet evel diazezourien ar seizh eskobiezh eus lodenn Breizh bet savet hag annezet gant ar Vretoned o tont eus Tramor. E Jezuz Krist marvet hag adsavet da vev, an holl bobloù a zo galvet d’ar silvidigezh. An eskibien santel, tadoù Breizh, a zo bet war douar hon Arvorig ministred an Emglev Nevez.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus eil lizher Paol Abostol d’ar Gorintiz (2Go 3, 1-6)

📖 Voir dans la Bible

Va breudeur, ha kregiñ a rafemp c'hoazh d’en em veuliñ ?
Pe daoust hag ezhomm hon eus, evel hiniennoù,
eus lizheroù erbediñ da ziskouez deoc'h pe da resev diganeoc'h ?
Hol lizher-ni eo c'hwi hoc'h-unan, ul lizher skrivet en ho kalonoù,
anavezet ha lennet gant an holl dud.

Ya, anat eo ez oc'h ul lizher eus ar C'hrist, bet savet ganeomp,
ha bet skrivet n’eo ket gant liv du, met gant Spered an Doue bev,
n’eo ket war daolennoù-maen, met war daolennoù-kig ho kalonoù.

Mar hon eus ur seurt surentez dirak Doue, ez eo dre ar C'hrist.
Drezomp hon-unan n’omp ket barrek da lakaat un dra bennak war hor c'hont evel pa vefe ac’hanomp-ni  ; hor barregezh a zeu eus Doue ;

Eñ eo en deus hon lakaet barrek da vezañ ministred un Emglev nevez,
ha n’eo ken hini al lizherenn, met hini ar Spered.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 117 (116), 1-2)

📖 Psautier : Psaume 117

D: It da embann d’ar bed-holl burzhudoù Doue.

Meulit an Aotrou, C'hwi, an holl vroadoù,
youc'hit dezhañ, C'hwi, an holl bobladoù.

Rak divrall eo warnomp e drugarez,
fealded an Aotrou a bad da virviken !

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 28, 16-20)

📖 Voir dans la Bible

It da gelenn an holl vroadoù

Allelouia ! Allelouia ! (S 85 (84), 2-7)
Ho krad vat, Aotrou, hoc’h eus diskouezet d’ho pro.
Distreiñ a reot da reiñ deomp buhez en-dro, o Doue,
ma kavo tud ho pobl o levenez ennoc'h.
Allelouia !

En amzer Bask, an unnek diskibl a yeas da C'halilea war ar menez en devoa Jezuz merket dezho. Hag ouzh e welout e stoujont dirazañ, int hag a oa bet amgredik. Jezuz o tostaat a lavaras dezho : « Pep galloud a zo bet roet din en Neñv ha war an douar. It eta da gelenn an holl vroadoù ; o badezit en anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel ; deskit dezho mirout an holl gement am eus gourc'hemennet deoc'h. Ha setu m’emaon ganeoc'h bemdez betek dibenn ar bed. »

⇧ Retourner en haut de page