Lectures du dimanche - 28/01/2032
📅 D'ar Merc'her 28 a viz Genver 2032
Ganet eo bet e Bro-Foujera (1606), ha mervel a reas e Plevin, d'an 28 a viz Genver 1683. Tad jesuist, Julian Maner a lakas e holl nerzh da brezeg misionoù dre ar vro a-bezh, war-lerc'h e vestr Dom Mikael-an-Noblezh.
Adalek 1640, ne ehanas ket da vont eus an eil penn d'egile eus Breizh-Izel, ha dreist-holl eus eskopti Kerne, da brezeg misionoù : 439 mision e korf tri bloaz ha daou-ugent !
E feiz kreñv, e anaoudegezh eus tud ar vro, e ampartiz, ha muioc'h c'hoazh e bedenn hag e binijenn, o deus graet kalz evit dihuniñ ha startaat ar feiz e Breizh-Izel.
O vezañ ma c'houlenne sikour digant kalz a veleien (ouzhpenn mil o deus kemeret perzh er misionoù gantañ), ha kalz a gristenien (merc'hed evit ober katekiz), en deus gwriziennet evit pell ar misionoù hag ar retredoù en hor bro.
📜 1ère lecture
Lennadenn eus eil lizher an abostol sant Paol d'ar Gorintiz (2Go 4. 1-2, 5)
Breudeur, peogwir hon eus ar garg-se dre drugarez Doue en hor c'heñver, ne gollomp ket kalon. Pell diouzhomp kaout mezh ha tevel, pe bale gant gwidre, pe farlotiñ Komz Doue ; er c’hontrol, dre ziskouez ar wirionez en em erbedomp da goustiañs pep den dirak Doue. Rak n’eo ket ni ar re a brezegomp, met ar C’hrist Jezuz, an Aotrou ; n’omp ni nemet servijerien deoc’h dre garantez evit Jezuz.
🎶 Psaume
(Sa 96 (95))
D : Kanit d'an Aotrou douar a-bezh,
Kanit d'an Aotrou ha bennigit e Anv !
Kanit d'an Aotrou ur c'han nevez,
Kontit d'ar broioù e c'hloar,
E vurzhudoù e-touez an holl bobloù.
Rak bras eo an Aotrou ha din meurbet da vezañ meulet,
Da vezañ doujet dreist an holl zoueoù :
Eñ, an Aotrou, en deus graet an Neñvoù.
Rentit d'an Aotrou, familhoù ar pobloù,
Rentit d'an Aotrou gloar hag enor,
Rentit d'an Aotrou gloar e Anv.
Adorit an Aotrou, skedus e santelezh,
Lavarit e-touez ar pobloù : « An Aotrou a ren ! »
Barn a ra ar pobloù gant justis.
✝️ Évangile
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mazhev (Mz 9, 35-38)
Jezuz a yae dre an holl gêrioù ha kêriadennoù, en ur gelenn er sinagogennoù. Embann a rae Keloù Mat ar Rouantelezh. Pareañ 'rae pep kleñved ha pep namm. Hogen o welout an engroezioù tud-se, en devoe Jezuz truez outo, rak skuizh e oant ha mantret, evel deñved hep mesaer.
Neuze e lavaras d’e ziskibien : « Stank eo an eost, distank avat an eosterien.
Pedit eta mestr an eost ma kaso labourerien war e eost ».

