Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Daniel » Chapitre 4

Livre de Daniel - Chapitre 4

Levr : Levr Daniel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 4



Moi, Nabucodonosor, j’étais tranquille dans ma maison et satisfait dans mon palais. Dn 4, 1 : Me, Naboukodonozor, p’edon sioul em zi, o vleuniañ em falez.

J’ai eu un songe : il m’a effrayé. Sur mon lit, je fus troublé par des pensées obsédantes et, dans mon esprit, par des visions. Dn 4, 2 : em boe un huñvre ma voen spontet gantañ. Prederioù a zeue din war va gwele, hag an traoù a welen em fenn e oan nec’het ganto.

J’ai donné l’ordre d’introduire en ma présence tous les sages de Babylone, pour qu’ils me fassent connaître l’interprétation du songe. Dn 4, 3 : Hag e rois an urzh da zegas dirazon holl furien Vabilon, evit diskleriañ din an displeg eus an huñvre.

Alors, les magiciens, les mages, les devins et les astrologues entrèrent, et je leur racontai le songe, mais ils ne m’ont pas fait connaître son interprétation. Dn 4, 4 : Neuze e teuas ar vajed, an astrourien, ar Galdeidi, an divinourien ; an huñvre a lavaris dirazo, met he ster, hini ebet n’he roas din da c’houzout.

En dernier lieu, Daniel se présenta devant moi – son nom est Beltassar, selon le nom de mon dieu, et il a en lui l’esprit des dieux saints. Je lui racontai le songe : Dn 4, 5 : D’an diwezh e teuas dirazon Daniel, lesanvet Baltasar, diouzh anv va doue, hag en devoa spered an doueed sakr ennañ, hag e kontis an huñvre dezhañ :

« Beltassar, chef des magiciens, tu as en toi l’esprit des dieux saints, je le sais, et aucun mystère ne t’embarrasse. Voici le songe que j’ai fait ; dis-moi son interprétation. Dn 4, 6 : Baltasar, emezon, te hag a zo e penn an divinourien, a zo ennout, hen gouzout a ran, spered an doueed sakr, ha n’eus evidout kudenn ebet a gement a ve re ziaes, sed amañ ar pezh am eus gwelet dre va huñvre, ha lavar din an displeg anezhañ.

Sur mon lit, je regardais les visions de mon esprit : Voici un arbre, au milieu de la terre, d’une gigantesque hauteur. Dn 4, 7 : Ha sed ar pezh a welen em fenn war va gwele : Gwelout a raen, ur wezenn e-kreiz an douar, hag he ment a oa uhel.

L’arbre grandit, et il devint puissant, sa hauteur atteignait le ciel, et on le voyait de toute la terre. Dn 4, 8 : Kreskiñ a reas ar wezenn ha kreñvaat ; he ment a dizhas an neñv, hag he gwelout a raed betek dibennoù an douar a-bezh.

Son feuillage était beau et son fruit abondant ; il y avait en lui de la nourriture pour tous. Les animaux sauvages s’abritaient sous lui ; les oiseaux du ciel demeuraient dans ses branches ; toute créature se nourrissait de lui. Dn 4, 9 : He delioù a oa eus ar re gaerañ, he frouezh fonnus, ha boued a oa evit an holl enni. Dindani e kave goudor loened ar maezioù, hag en he barroù e loje evned an neñv. Enni e kave pep loen magadurezh.

Sur mon lit, je regardais les visions de mon esprit, lorsqu’un Vigilant, un être saint, descendit du ciel. Dn 4, 10 : Edon-me eta war va gwele ha sellout a raen ouzh ar pezh a welen em fenn ha setu ur Gedour, ur Sant eus an neñv o tiskenn.

Il criait à pleine voix : Abattez l’arbre et coupez ses branches ! Arrachez son feuillage et jetez son fruit ! Que les bêtes quittent son abri, et les oiseaux, ses branches ! Dn 4, 11 : Huchal a rae a-bouez-penn, en ur lavarout : "Diskarit ar wezenn ha troc’hit he skourroù ! Hejit diwarni he delioù ha stlabezit he frouezh ! Chouit al loened a-zindani hag an evned diouzh he skourroù.

Mais la souche avec les racines, laissez-les dans la terre, dans des chaînes de fer et de bronze, dans l’herbe des champs. L’arbre sera trempé de la rosée du ciel, il partagera avec les bêtes l’herbe de la terre. Dn 4, 12 : Koulskoude, kef he gwrizioù en douar a lezot, hogen chadennet gant houarn hag arem, e-mesk geot ar maezioù. Ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha r’ en devo da heul an anevaled o lod eus glazur an douar.

Son cœur d’homme sera changé, un cœur de bête lui sera donné. Alors, des temps, au nombre de sept, passeront sur lui. Dn 4, 13 : He c’halon, kalon un den, ra vo kemmet, ha roet dezhañ ur galon-loen, ha ra dremeno warnañ seizh amzervezh.

Voici la décision arrêtée par les Vigilants, la résolution prise par les êtres saints, pour que les vivants le reconnaissent : le Très-Haut est maître du royaume des hommes ; il le donne à qui il veut, il élève le plus humble des hommes. Dn 4, 14 : Diwar dekred ar C’hedourien eo bet douget ar setañs-mañ ; dre urzh ar sent eo bet divizet kement-mañ, d’ar re vev da c’houzout ez eo an Uhel-meurbet a zo mestr war rouantelezh an dud, d’an neb a blij dezhañ e ro anezhi ; hag an izelañ eus an dud a vez gantañ savet warni !"

Tel est le songe que j’ai eu, moi, le roi Nabucodonosor. Toi, Beltassar, donne-moi son interprétation, car aucun des sages de mon royaume n’a pu m’en faire connaître l’interprétation. Mais toi, tu le peux, puisque l’esprit des dieux saints est en toi. » Dn 4, 15 : Setu eta an huñvre am eus gwelet, me ar roue Naboukodonozor. Te bremañ, Baltasar, ro din ar ster anezhi, pa n’emañ ket holl Furien va rouantelezh evit hen ober. Te avat a zo gouest, peogwir emañ ennout spered an doueed sakr".

Alors Daniel, surnommé Beltassar, resta un instant terrifié, et ses pensées l’épouvantaient. Le roi prit la parole et dit : « Beltassar, que le songe et son interprétation ne t’épouvantent pas ! » Beltassar répondit : « Mon seigneur, que le songe soit pour tes ennemis, et son interprétation pour tes adversaires ! Dn 4, 16 : Neuze Daniel, lesanvet Baltasar, a voe divarc’het ur pennad, e soñjoù e drubuilhe. Hag e lavaras c’hoazh ar roue : "Baltasar, arabat dit bezañ spontet oa gant an huñvre ha gant an displeg anezhañ". Neuze e respontas Baltasar : "A Aotrou, emezañ, salv e vefe an huñvre-se o talvezout evit ar re o deus kasoni ouzhit : hag an displeg anezhañ, evit da enebourien...

L’arbre que tu as vu, grand, puissant, élevé, atteignant le ciel et visible de toute la terre, Dn 4, 17 : Ar wezenn ac’h eus gwelet o sevel uhel ha kreñv, he fenn o tizhout an Neñvoù ken e veze gwelet eus pep korn eus an douar,

dont le feuillage était beau et le fruit abondant, en qui il y avait de la nourriture pour tous, sous lequel s’abritaient les animaux sauvages, et dans les branches duquel demeuraient les oiseaux, Dn 4, 18 : hag he delioù a oa kaer hag he frouezh fonnus, boued enni evit an holl, hag e veze o lojañ dindani loened ar maezioù, ha war he skourroù o tiskuizhañ evned an Neñvoù :

c’est toi, ô roi ! Tu es devenu grand et puissant, tu as grandi au point d’atteindre le ciel, et ta domination s’étend jusqu’aux extrémités de la terre. Dn 4, 19 : te eo, o roue, a zo bras ha kreñv, ha da vraster en deus kresket betek tizhout an Neñvoù, da aotrouniezh o vont betek dibennoù an douar.

Puis, ô roi, tu as vu un Vigilant, un être saint descendu du ciel et qui disait : “Abattez l’arbre et détruisez-le, mais laissez dans la terre la souche avec les racines, dans des chaînes de fer et de bronze, dans l’herbe des champs, et qu’il soit trempé de la rosée du ciel, et partage le sort des animaux sauvages, jusqu’à ce que sept temps passent sur lui.” Dn 4, 20 : Hag ar pezh en deus gwelet ar roue : ur Gedour hag ur Sant o tiskenn eus an Neñv hag o lavarout : "Diskarit ar wezenn hag he distrujit ; koulskoude, kef he gwrizioù en douar a lezot, nemet chadennit-hi gant houarn hag arem, e-mesk geot ar maezioù ! Ra vo glebiet gant glizh an neñv ! Ha ra vo he lod, a-gevret gant loened ar maezioù, ken na vo seizh amzervezh tremenet warni" -

Cette vision, ô roi, en voici l’interprétation, la décision du Très-Haut qui atteint mon seigneur le roi : Dn 4, 21 : setu ar ster, o roue : Diviz an Uhel-meurbet ez eo, a dizh evel m’emañ o tont war va Aotrou, ar roue !

Tu seras chassé d’entre les hommes, tu auras ta demeure avec les animaux sauvages, on te nourrira d’herbe, comme les bœufs, tu seras trempé de la rosée du ciel, et sept temps passeront sur toi, jusqu’au moment où tu reconnaîtras que le Très-Haut est maître du royaume des hommes et le donne à qui il veut. Dn 4, 22 : Te avat, argaset e vi a-douez an dud, hag e-mesk loened ar maezioù eo e vi o chom. Evel d’an ejened, eo glazur a vo roet dit da beuriñ ; gant ar glizh-noz e vi glebiet ; ar seizh amzer a dremeno warnout, ken na anzavi ez eo mestr an Uhel-meurbet war roueelezh an dud, hag e ro anezhi d’an neb en devez c’hoant.

Et si l’on a dit de laisser en terre la souche avec les racines de l’arbre, c’est que ta royauté se maintiendra quand tu auras reconnu que le Ciel est le maître. Dn 4, 23 : Ha mard eo bet lavaret lezel kef gwrizioù ar wezenn, ez eo kement ha lavarout e chomo ganit da c’halloud-roue goude ma-z po anzavet eo an Neñv eo ar Mestr.

Aussi, que mon conseil te paraisse bon, ô roi : rachète tes péchés par la justice, et tes fautes par la pitié envers les malheureux. S’il en est ainsi, ta tranquillité se prolongera. » Dn 4, 24 : Setu perak, o roue, va c’huzul da blijo dit : da bec’hedoù, digoll anezho dre ur vuhez reizh, ha da zireizhderioù dre an drugarez e-keñver ar geizh, hag ez po un astenn d’az eürusted !"

Tout cela arriva au roi Nabucodonosor. Dn 4, 25 : Kement-se a c’hoarvezas gant Nabouko-donozor, ar roue.

Douze mois après, comme il se promenait sur la terrasse du palais royal de Babylone, Dn 4, 26 : A-benn daouzek miz, edo war doenn e balez-roue, e Kêr Vabilon, o tone-monea ;

le roi prit la parole et dit : « N’est-ce pas ici Babylone la grande ? Moi, je l’ai bâtie comme une maison royale, par la puissance de ma force et pour la gloire de ma majesté. » Dn 4, 27 : hag e komzas ar roue en ur lavarout : "Daoust ha n’eo ket hounnezh Babilon, ar Gêr-Veur, bet savet ganin-me evit bezañ va chomadur roueel dre nerzh va galloud hag evit klod va splannder ?"

Ces paroles étaient encore dans sa bouche quand une voix tomba du ciel : « C’est à toi que l’on parle, ô roi Nabucodonosor ! On te retire la royauté. Dn 4, 28 : Ne oa ket peurlavaret e gomz gant ar roue ma tiskennas ur vouezh eus an Neñvoù : "Setu m’eo lavaret dit, roue Naboukodonozor ! Da rouantelezh ’zo tennet diganit !

Tu seras chassé d’entre les hommes, tu auras ta demeure avec les animaux sauvages, on te nourrira d’herbe, comme les bœufs, et sept temps passeront sur toi, jusqu’au moment où tu reconnaîtras que le Très-Haut est maître du royaume des hommes et le donne à qui il veut. » Dn 4, 29 : A-douez an dud e vi argaset, ha gant loened ar maezioù e vo da chomlec’h, ha glazur, evel an ejened, a vo da voued, hag ar seizh amzer a dremeno warnout ac’hann ma anzavi ez eo mestr an Uhel-meurbet war roueelezh an dud, hag e ro anezhi da neb a blij dezhañ !"

À l’instant même, la parole s’accomplit pour Nabucodonosor : il fut chassé d’entre les hommes, il mangea de l’herbe comme les bœufs, son corps fut trempé de la rosée du ciel, jusqu’à ce que ses cheveux grandissent comme des plumes d’aigle, et ses ongles, comme des griffes d’oiseaux. Dn 4, 30 : D’an ampoent e voe sevenet ar gomz-se evit Naboukodonozor : a-douez an dud e voe argaset, glazur, evel an ejened, a zebras, ha gant glizh an neñv e gorf a voe glebiet, ken e voe kresket e vlev ken hir ha pluñv an erered, hag e ivinoù ken hir ha skilfoù an evned.

« Au bout des jours fixés, moi, Nabucodonosor, je levai les yeux vers le ciel, et l’intelligence revint en moi. Alors, je bénis le Très-Haut, je célébrai l’éternel Vivant et lui rendis gloire : Son pouvoir est un pouvoir éternel, son royaume s’étend d’âge en âge. Dn 4, 31 : Hogen e dibenn an deizioù divizet e savis, me Naboukodonozor, va daoulagad etrezek an Neñv, hag e tistroas ennon va skiant vat. D’an Uhel-meurbet e lavaris bennozh, en ur veuliñ hag en ur rentañ gloar d’an Hini a vev da viken : E aotrouniezh a zo un aotrouniezh peurbad, hag e pad e roueelezh a rummad da rummad.

Tous les habitants de la terre sont comptés pour rien ; il fait ce qui lui plaît de l’armée du ciel et des habitants de la terre. Nul ne fait obstacle à sa main, personne ne lui dit : “Que fais-tu ?” Dn 4, 32 : Holl annezidi an douar, netra ne dalvezont dirazañ, evel m’en devez c’hoant e ra gant strollad an Neñvoù ha gant annezidi an douar, ha n’eus den evit skeiñ war e zorn da lavarout : "Petra ’ta emaout oc’h ober ?"

À ce moment-là, l’intelligence me revint ; ma splendeur et mon éclat me revinrent aussi, pour la gloire de mon règne. Mes conseillers et les grands de mon royaume me réclamèrent. Je fus rétabli dans ma royauté, et un surcroît de grandeur me fut accordé. Dn 4, 33 : Raktal e tistroas din va skiant-vat ; hag evit gloar va roueelezh, va splannder ha va sked a adkavis ; hag e teuas va c’huzulierien ha va noblañs d’am c’herc’hat en-dro ha d’am adlakaat em galloud-roue ; ha meurded dreist-par a voe roet din.

Maintenant, moi, Nabucodonosor, je bénis, j’exalte et célèbre le Roi du ciel : Toutes ses actions sont vérité, et ses chemins, justice ; il peut rabaisser ceux qui marchent dans l’arrogance. » Dn 4, 34 : Bremañ, me, Naboukodo-nozor, a ganmeul, a uhelveul, a enor Roue an Neñvoù, rak gwirion ez eo e holl oberoù, hag e hentoù, reizh, ar re a gerzh re lorc’hus en deus galloud d’o izelaat".