Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Daniel » Chapitre 8

Livre de Daniel - Chapitre 8

Levr : Levr Daniel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 8



La troisième année du règne du roi Balthazar, une vision m’est apparue, à moi, Daniel, après celle qui m’était apparue précédemment. Dn 8, 1 : Er bloaz tri eus ren Beltasar, ar roue, ur weledigezh en em ziskouezas din-me, Daniel, goude an hini bet diskouezet din a-raok.

Je regardai, et voici que, dans la vision, j’étais à Suse-la-Citadelle dans la province d’Élam, près de la rivière Oulaï. Dn 8, 2 : Hag e sellis er weledigezh, ha setu, e-keit ha ma sellen, e oan e Sousan ar c’hastell-kreñv a zo e rannvro Elam ; hag e sellis er weledigezh, hag e oan e-kichen ar stêr Oulai.

Je levai les yeux, et voici que je vis un bélier se tenant face à la rivière. Il avait deux cornes, deux hautes cornes, mais l’une plus haute que l’autre, et la plus haute se dressa en dernier. Dn 8, 3 : Hag e savis va daoulagad, hag e welis e oa ur maout en e sav dirak ar stêr, hag en devoa kerniel, daou gorn uhel, uheloc’h an eil eget egile, hag an uhelañ en devoa diwanet an diwezhañ.

Je vis le bélier donner des coups de corne vers l’ouest, vers le nord, vers le sud. Aucune bête ne pouvait tenir debout devant lui, personne ne pouvait lui échapper. Il agissait selon son bon plaisir et ne cessait de grandir. Dn 8, 4 : Hag e welis ar maout oc’h ober tosoù war-zu ar c’hornog, ar sterenn, ar c’hreisteiz ; ha ne oa loen ebet evit derc’hel penn outañ, den ebet evit dieubiñ diouzh e zorn, hag ober a rae evel ma plije dezhañ ha kreskiñ a rae.

Moi, j’étais en train de réfléchir, et voici qu’un bouc arriva de l’occident, survolant toute la terre sans toucher le sol. Il avait une corne imposante entre les yeux. Dn 8, 5 : Ha me o teurel evezh, ha setu ur bouc’h o tont eus ar c’hornog war-c’horre an douar a-bezh, hep stekiñ ouzh an douar ; ar bouc’h-se en devoa ur c’horn bras, a weled etre e zaoulagad.

Il s’approcha du bélier à deux cornes que j’avais vu dressé face à la rivière et se rua vers lui de toute sa force. Dn 8, 6 : Hag e teuas betek ar maout daou-gornek, an hini am boa gwelet en e sav dirak ar stêr, hag e redas a-benn dezhañ war-bouez e nerzh.

Je le vis atteindre le bélier et se mettre en rage contre lui, puis le frapper et briser ses deux cornes. Le bélier n’avait pas la force de lui faire face. Il le jeta à terre et le piétina. Personne ne pouvait en délivrer le bélier. Dn 8, 7 : Hag e welout a ris o tegouezhout e-kichen ar maout, ha, fuloret outañ, o skeiñ gant ar maout hag o trailhañ dezhañ e zaou gorn. Ne oa ket ar maout evit derc’hel penn outañ, hag e stlepel a reas d’an douar hag e vac’hellañ, ha ne voe den evit savetaat ar maout diouzh e zorn.

Le bouc ne cessait de croître mais, au sommet de sa puissance, la grande corne se brisa. Quatre cornes imposantes poussèrent à sa place, orientées vers les quatre points cardinaux. Dn 8, 8 : Hag ar bouc’h a greskas dreist-penn, ha pa voe kreñv e voe drailhet e gorn brasañ dezhañ ; hag e welis o sevel pevar en e blas, er pevar avel eus an Neñvoù.

De l’une d’elle, une toute petite corne sortit, mais qui grandit vers le sud, vers l’est, et vers le Pays magnifique. Dn 8, 9 : Eus unan anezho e teuas ur c’horn, unan bihan, a vountas hir-meurbet war-zu ar c’hreisteiz, war-zu ar reter ha war-zu ar Vro hep-he far.

Elle grandit jusqu’à l’armée du ciel, elle terrassa une partie de cette armée et des étoiles, elle les piétina. Dn 8, 10 : Hag e kreskas betek Armead an Neñvoù, hag e reas kouezhañ d’an douar un darn eus ar armead-se hag eus ar stered hag o flastras.

Elle grandit même jusqu’au chef de l’armée, le sacrifice perpétuel fut retiré à celui-ci, et les fondations de son Lieu saint furent renversées. Dn 8, 11 : Betek priñs an armead e kreskas, ha digantañ e lamas ar Sakrifis peurbad ; hag e tisakras lec’h ar santual ;

Et une armée fut postée contre le sacrifice perpétuel de façon perverse. La corne jeta la vérité par terre. Ce qu’elle entreprit, elle le réussit. Dn 8, 12 : hag e armead, hag ivez ar sakrifis peurbad a voe diskaret gantañ, abalamour d’ar mankoù ha d’ar wirionez taolet d’an douar : hag oc’h ober kement-se, e rae berzh ar c’horn.

Un être saint parla, je l’entendis ; et un autre saint lui répondit : « Combien de temps verrons-nous le sacrifice perpétuel retiré, la perversité dévastatrice, le sanctuaire livré, l’armée piétinée ? » Dn 8, 13 : Hag e klevis ur Sant o komz ; hag e respontas ur Sant all d’an hini a gomze : "Na betek pegoulz e pado ar weledigezh, ar sakrifis peurbad dilamet kuit, an torfed drastus diazezet, ar santual hag an armead mac’het dindan an treid ?

Il lui dit : « Encore deux mille trois cents soirs et matins, et le Lieu saint sera rétabli dans ses droits. » Dn 8, 14 : Hag e lavaras din : "Betek daou vil tri c’hant abardaevezh ha beurevezh ; neuze e vo reishaet ar santual".

Tandis que moi, Daniel, je regardais la vision en cherchant à comprendre, voici que se tenait en face de moi quelqu’un ayant l’apparence d’un homme. Dn 8, 15 : Ha setu, e-keit ha ma sellen-me, Daniel, ouzh ar weledigezh ha ma klasken kompren, setu unan en e sav dirazon, tres un den warnañ.

Et j’entendis la voix de l’homme entre les rives de l’Oulaï. Il cria : « Gabriel, fais-lui comprendre la vision ! » Dn 8, 16 : Hag e klevis mouezh un den a-greiz an Oulai, o c’hervel hag o lavarout : "Gabriel, ro da gompren da hemañ ar weledigezh !"

Il s’avança vers le lieu où je me tenais. À son approche, je fus effrayé et je tombai face contre terre. Il me dit : « Fils d’homme, comprends ! La vision concerne le temps de la fin. » Dn 8, 17 : Dont a reas da gichen al lec’h m’edon, hag evel ma teue e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din : "Kompren, mab-den, evit amzer an diwezh ez eo ar weledigezh !"

Tandis qu’il me parlait, je m’évanouis, la face contre terre. Il me toucha et me fit mettre debout à l’endroit où j’étais. Dn 8, 18 : Tra ma komze ouzhin, ha me o kousket mik, war va dremm d’an douar. Stekiñ a reas ouzhin d’ober din sevel em sav el lec’h m’edon.

Il dit : « Je vais te faire savoir ce qui arrivera au terme de la colère, car la fin est pour le moment fixé. Dn 8, 19 : Hag e lavaras din : "Ez an da reiñ da c’houzout dit ar pezh a vezo war-lerc’h ar vuanegezh, rak ar fin a zo divizet !

Le bélier à deux cornes que tu as vu, ce sont les deux rois de Médie et de Perse. Dn 8, 20 : Ar maout ac’h eus gwelet, daou gorn dezhañ, eo rouaned Mediz ha Persiz.

Le bouc velu, c’est le roi de Grèce, et la grande corne entre ses yeux, c’est le premier roi. Dn 8, 21 : Ar bouc’h blevek eo roue Hellas, hag ar c’horn bras en devoa etre e zaoulagad eo ar roue kentañ.

Si elle s’est brisée et que quatre ont surgi à sa place, c’est que quatre royaumes surgiront de sa nation, mais sans avoir sa force. Dn 8, 22 : Mard eo bet torret, ha mar o deus pevar savet en e blas, eo dre ma savo diwar e vroad peder rouantelezh, met hep kaout e nerzh !

Au terme de leur règne, quand les pécheurs auront atteint le comble de leur perversité, se lèvera un roi au visage fier, sachant pénétrer les énigmes. Dn 8, 23 : Ha goude o ren, pa vezo peur-leun amzer ar bec’herien, e savo ur roue, garv e zremm, ha gouest da gompren ar c’hevrinoù.

Sa puissance se renforcera – mais non par sa propre puissance –, il opérera des destructions prodigieuses, il réussira dans ce qu’il entreprendra, il détruira des puissants et le peuple des saints. Dn 8, 24 : Kreñvaat a ray e c’halloud, met ne vo ket dre e nerzh e-unan, dre vurzhud e tistrujo hag e ray berzh ken e ray ; distrujañ a ray ar re greñv ha pobl ar Sent.

Par son habileté, il assurera le succès de ses tromperies ; son cœur s’enflera d’orgueil et, dans la tranquillité, il détruira une multitude. Il se dressera contre le Prince des princes, mais il sera brisé sans l’intervention de personne. Dn 8, 25 : Gant e ijin e ray berzh an touellerezh dre e zorn ; hag en e galon en em c’hwezho hag e tistrujo kalz a dud a oa e peoc’h o vevañ. Enep Priñs ar briñsed zoken e savo... met ne vo ezhomm eus dorn-den ebet evit hen breviñ !"

Ce que tu as vu et ce qui a été dit au sujet des soirs et des matins, c’est la vérité. Mais toi, garde secrète la vision, car elle concerne des jours lointains. » Dn 8, 26 : Gwirion eo ar gweledigezhioù diwar-benn an abardaezioù hag ar beureoù, evel ma-z int bet diskleriet. Te avat, mir klenk ar weledigezh-se, rak evit deizioù pell ez eo !"

Et moi, Daniel, je m’évanouis et je fus malade pendant plusieurs jours. Puis je me levai et accomplis mon office auprès du roi ; j’étais terrifié par ce que j’avais vu, mais personne ne comprenait. Dn 8, 27 : Ha me, Daniel, a semplas hag a voe klañv deizioù-pad ; ha neuze ec’h adsavis hag e ris labour ar roue, met trefuet e oan gant ar weledigezh ha chom a raen hep kompren.