Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » L’ecclésiaste » Chapitre 7

L’ecclésiaste - Chapitre 7

Levr : Ar Prezeger
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12

Chapitre 7



Mieux vaut bonne renommée que parfum de grand prix, et le jour de la mort plutôt que le jour de la naissance. Qo 7, 1 : Gwell eo brud vat eget porfum prizius ; ha gwell eo deiz ar marv eget deiz ar c’hanedigezh.

Mieux vaut aller à la maison du deuil qu’à la maison du banquet : telle est la fin de tous les humains ; que les vivants s’en souviennent ! Qo 7, 2 : Gwell eo mont da di ar c’hañv eget da di ar banvez, rak eno e weler pehini eo fin an dud, ha war-se en em soñj an den bev.

La tristesse vaut mieux que le rire : à mine sombre, cœur content ! Qo 7, 3 : Gwell eo ar glac’har eget ar c’hoarzh, hag un neuz garv pa zegas yec’hed d’ar galon.

Le cœur du sage habite la maison du deuil, et le cœur du fou, la maison du plaisir. Qo 7, 4 : Ar re fur a vez o soñjal e ti ar c’hañv, hag ar re ziskiant e ti ar joa.

Mieux vaut prêter l’oreille aux reproches d’un sage que d’écouter les louanges d’un fou. Qo 7, 5 : Gwell eo selaou krozadenn an den fur eget kanaouenn an dud diboell.

Crépitement d’épines sous la marmite, voilà le rire des fous. Cela aussi n’est que vanité ! Qo 7, 6 : Rak evel strakadennoù an drein dindan ar chaodouron eo c’hoarzhadenn an den diskiant. Ha kement-se a zo avel ha kerse !

Le pouvoir tourne la tête du sage, les cadeaux corrompent son cœur. Qo 7, 7 : Ar c’hoarzh a lak ar fur da ziskiantañ hag ar joa a vrein ar galon.

Mieux vaut la fin d’une chose que son commencement. Mieux vaut un esprit patient qu’un esprit arrogant. Qo 7, 8 : Gwell eo diwezh un dra eget e benn kentañ ; gwell eo kaout pasianted eget rogoni.

Ne cède pas trop vite à la colère : la colère couve au cœur du fou. Qo 7, 9 : Na hast ket en em chalañ ez spered, rak an trabas a gav e chomadur e kalon ar re ziskiant.

Ne dis pas : D’où vient que les jours d’autrefois étaient meilleurs que ceux d’aujourd’hui ? Ce n’est pas la sagesse qui t’inspire cette question. Qo 7, 10 : Na lavar ket : perak e oa gwelloc’h an deizioù a wechall eget ar re a vremañ ? Ne vefe ket ur goulenn a furnez.

La sagesse est bonne autant qu’un héritage, et bénéfique pour ceux qui voient le soleil. Qo 7, 11 : Mat eo ar furnez kement hag un hêrezh ; ur gounid ez eo evit ar re a wel an heol.

Oui, la sagesse met à l’abri, comme le fait l’argent, mais l’avantage de la sagesse est de faire vivre qui la possède. Qo 7, 12 : Rak goudor ar furnez a dalv goudor an arc’hant : hag ar pezh a c’hounezer diwar skiantegezh eo kement-mañ : ar furnez a salv an hini a biaou anezhi !

Regarde l’ouvrage de Dieu : qui peut redresser ce que lui a courbé ? Qo 7, 13 : Sell ouzh labour Doue : piv a c’hell digammañ ar pezh en deus krommet ?

Au jour de bonheur, réjouis-toi ; au jour de malheur, réfléchis : c’est Dieu qui les a faits l’un et l’autre, pour que l’homme ne sache rien de ce qui viendra après lui. Qo 7, 14 : E deiz an eurvad, bez laouen ; hag e deiz ar gwalleur, taol evezh ! Ober a ra Doue an eil kenkoulz hag egile, evit ma n’ouio ket an den petra a c’hoarvezo war e lerc’h.

J’aurai tout vu au long de mes jours incertains : et le juste périr malgré sa justice, et le méchant tenir malgré sa méchanceté. Qo 7, 15 : Kement-mañ am eus gwelet em buhez a gerse : an den reizh o vervel daoust d’e reizhder, hag an den fall o chom bev daoust d’e zrougiezh.

Ne sois pas juste à l’extrême, ne fais pas le sage à l’excès : pourquoi te détruire ? Qo 7, 16 : Neuze na vez ket reizh betek re, ha na vez ket fur dreist-kont ! Perak en em voureviañ ?

Ne sois pas méchant à l’extrême, ne sois pas insensé : pourquoi mourir avant l’heure ? Qo 7, 17 : Na vez ket drouk en tu-hont d’ar muzul, na vez ket diskiant, perak klask mervel a-raok da amzer ?

Il est bon que tu tiennes à ceci sans pour autant lâcher cela : car celui qui craint Dieu réussit l’un et l’autre. Qo 7, 18 : Ar pezh a zo mat d’ober eo derc’hel da gement-mañ hep diskregiñ da zorn diouzh kement-se, rak an neb en deus doujañs Doue a oar kempouezañ an eil gant egile.

La sagesse rend le sage plus fort que dix gouverneurs dans la cité. Qo 7, 19 : Reiñ a ra ar furnez d’an den fur muioc’h a nerzh eget dek penn-rener en ur gêr.

Certes, aucun homme, sur terre, n’est assez juste pour faire le bien sans jamais pécher. Qo 7, 20 : Met n’eus hini ebet war an douar a ve reizh a-walc’h evit ober ar mad atav hep pec’hiñ morse.

Ne t’attache pas non plus à tout ce que l’on dit : ainsi tu n’entendras pas ton serviteur te maudire. Qo 7, 21 : Ouzhpenn-se, na daol ket evezh ouzh ar vrud a red gant aon na glevjes da servijer o kaout abeg ennout !

Car, bien des fois, tu as pris conscience d’avoir, toi aussi, maudit les autres. Qo 7, 22 : Rak te, da galon a oar pet gwech ac’h eus kavet abeg er re all.

Avec la sagesse, j’ai expérimenté toutes ces choses. J’ai dit : « Je veux être un sage ! » Mais c’était loin de ma portée. Qo 7, 23 : Kement-se holl, hen amprouet em eus dre ar furnez. Lavaret em eus : me 'venn bezañ fur ! Met kement-se ’zo chomet din dreist-diraez.

Lointain, tout ce qui existe, profond, profond… qui le découvrira ? Qo 7, 24 : Re bell emañ ar pezh a zo ! Don, don ez eo ! Piv 'c’hell e zizoleiñ ?

J’ai concentré ma réflexion pour connaître, explorer, rechercher la sagesse et la raison des choses, pour comprendre que la méchanceté est folie, et la démesure, sottise. Qo 7, 25 : Adarre em eus en em lakaet a galon da eveshaat, da furchal, da imbourc’hiñ ar furnez hag abegoù an traoù, hag anavezet em eus ez eo an drougiezh ur sotoni, hag an diskiantegezh ur follentez.

Voici ce que je trouve : il y a plus amer que la mort, c’est la femme quand elle est un piège, quand son cœur est un filet, et ses bras, des chaînes. Celui qui plaît à Dieu lui échappe, mais elle a prise sur le pécheur. Qo 7, 26 : Ha kavet em eus c’hwervoc’h eget ar marv : ar plac’h, dre ma-z eo ur pech, hag he c’halon ur roued, hag he divrec’h ereoù ! An neb a blij da Zoue a ziflipo diouzh he dalc’h, met ar pec’her a vezo paket ganti.

Voilà ce que j’ai trouvé, dit Qohèleth, en prenant les choses une par une pour en découvrir la raison. Qo 7, 27 : Gwel petra ’m eus kavet, a lavare ar Prezeger, en ur sellout ouzh an traoù unan hag unan evit anavezout an abegoù ;

Ce que j’ai cherché jusqu’à maintenant, je ne l’ai pas trouvé : un homme entre mille ? je le trouve ; une femme entre toutes : je ne la trouve pas. Qo 7, 28 : sed ar pezh a glask dalc’hmat va ene, hep dont a-benn da gavout : un den e-touez mil am eus kavet ; ur plac’h e-touez an holl, n’em eus ket !

La seule chose que j’ai trouvée, la voici : Dieu a fait l’homme droit, mais les humains ont inventé tant de détours… Qo 7, 29 : Koulskoude sed amañ petra ’m eus kavet : Doue en deus graet an den krouadur reizh, int avat o deus klasket a bep seurt gwalldroioù.