Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » L’ecclésiaste » Chapitre 9

L’ecclésiaste - Chapitre 9

Levr : Ar Prezeger
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12

Chapitre 9



Oui, j’ai réfléchi à tout cela, afin de tout tirer au clair, que les justes, les sages et leurs actions sont dans la main de Dieu. Même l’amour, même la haine, l’homme ne les comprend pas : pourtant tout est devant lui. Qo 9, 1 : A dra sur em eus prederiet war gement-se holl, ha komprenet em eus emañ ar re reizh, ar re fur hag o labourioù, e dorn Doue. Met an den-eñ ne anavez ket an diforc’h a zo etre karantez ha kasoni, rak an eil hag eben a zo tra c’houllo evitañ.

Tout est pareil pour tous ; il y a un même sort pour le juste et l’injuste, le bon et le mauvais, le pur et l’impur, pour qui sacrifie ou ne sacrifie pas. Il en va du bon comme du pécheur, de celui qui prête serment et de celui qui craint de le faire. Qo 9, 2 : Rak un hevelep tonkadur a zo d’an holl, d’an den reizh ha d’an den fallakr, d’an den glan ha d’an den dic’hlan, d’an hini a brof sakrifisoù ha d’an hini na ra ket ; evel-se un hevelep planedenn a zo evit an den mat hag ar pec’her, evit an den a ra leoù hag an hini en deus aon d’ober leoù.

Le pire de ce qui advient sous le soleil est que tous ont le même sort. Alors le cœur des fils d’Adam s’emplit de méchanceté, la folie mène leur vie ; puis, ils s’en vont chez les morts. Qo 9, 3 : Setu perak e vez leun a zrougiezh kalon an den, setu perak ez ijiner follentezioù e-pad ar vuhez, pa-z eer goude-se da gaout ar re varv.

Pour celui qui reste avec tous les vivants il y a de l’espoir : chien vivant vaut mieux que lion mort. Qo 9, 4 : Keit ha ma chomer stag ouzh ar re vev, e virer esper, rak gwell eo ur c’hi bev eget ul leon marv.

Car les vivants savent qu’ils mourront, mais les morts ne savent plus rien. Pour eux, plus de récompense, ils sont tombés dans l’oubli. Qo 9, 5 : Ar re vev a oar da vihanañ e varvint ; ar re varv avat n’ouzont netra. N’eus evito gopridigezh ebet, rak ankounac’haet eo an eñvor anezho ;

Leurs amours, leurs haines, leurs jalousies ont déjà disparu. Plus jamais ils n’auront part à tout ce qui se fait sous le soleil. Qo 9, 6 : o c’harantezioù, o c’hasonioù, o gwarizioù a zo dija aet holl da netra ; n’o devo lod ebet biken ken e kement a vez graet dindan an heol.

Va, mange avec plaisir ton pain et bois d’un cœur joyeux ton vin, car Dieu, déjà, prend plaisir à ce que tu fais. Qo 9, 7 : Kae eta, debr er joa da vara, hag ev da win a galon laouen, rak Doue en deus kavet mat da oberoù.

Porte tes habits de fête en tout temps, n’oublie pas de te parfumer la tête. Qo 9, 8 : Ra vo gwenn da zilhad, ha gra na vanko ket an eoul d’az penn.

Savoure la vie avec la femme que tu aimes, chaque jour de cette vie de vanité qui t’est donnée sous le soleil, tous ces jours de vanité… Voilà ton lot dans la vie et dans la peine que tu prends sous le soleil. Qo 9, 9 : Tenn joa eus ar vuhez gant ar wreg a garez e-pad deizioù ar vuhez-mañ a gerse roet dit gant Doue dindan an heol, peogwir eo hennezh da lod e kreiz ar poanioù a boagnez ganto dindan an heol.

Tout ce que ta main trouve à faire, fais-le avec la force dont tu disposes, car il n’y a ni travaux, ni projets, ni science, ni sagesse au séjour des morts où tu vas. Qo 9, 10 : Kement a gavez d’ober, hen gra tra ma vevez, rak n’eus na oberenn, na preder, na skiant, na furnez e chomadur ar re varv m’emaout o vont etrezek ennañ.

J’ai regardé encore, et j’ai vu sous le soleil que la course n’est pas donnée aux plus rapides, ni aux braves la victoire, ni aux sages le pain, ni aux avisés la richesse, ni aux intelligents la faveur, car il y a pour chacun d’eux des temps et des contretemps. Qo 9, 11 : Kement-mañ c’hoazh am eus gwelet dindan an heol : n’eo ket ar re skañvañ a vez trec’h er redadeg, nag ar re greñvañ er stourm ; ha n’eo ket d’ar re fur ez a ar bara ; na d’ar re boellek ar binvidigezh ; na d’ar re ouiziek ar c’hrad vat, rak chañs ha dichañs a c’hoarvez gant an holl.

L’homme ne connaît même pas son heure : comme le poisson pris au filet fatal, comme l’oiseau pris au piège, ainsi en est-il des fils d’Adam surpris par le moment fatal qui tombe sur eux à l’improviste. Qo 9, 12 : Ha ne oar ket an den peur e teuio e amzer : evel ar pesked paket er roued treitour, evel an evned tapet el lasoù, evel-se e vez paket mibien Adam gant ar gwalleur pa gouezh warno a daol-trumm.

J’ai vu aussi sous le soleil un exemple de sagesse qui m’a frappé. Qo 9, 13 : Gwelet em eus c’hoazh e sell eus ar furnez kement-mañ dindan an heol, hag a zo, a gav din, un dra gwall-grevus.

Il y avait une petite ville, de peu d’habitants ; un roi puissant marcha contre elle, l’assiégea et l’encercla d’ouvrages fortifiés. Qo 9, 14 : Ur gêr vihan a oa, nebeut a dud enni. A-enep dezhi e teuas ur roue bras, a sezizas anezhi, a savas outi labourioù bras.

Or, se trouvait là un homme pauvre et sage qui sauva la ville par sa sagesse. Mais ensuite, plus personne ne pensa à cet homme pauvre. Qo 9, 15 : Met enni en em gavas un den paour hag a oa fur hag a saveteas ar gêr gant e furnez. Hogen n’eus ket bet miret soñj eus an den paour-se.

Alors j’ai dit : Mieux vaut la sagesse que la force. Et pourtant, la sagesse du pauvre est méprisée, sa parole n’est pas écoutée. Qo 9, 16 : Ha lavaret em eus neuze : gwelloc’h eo moarvat furnez eget nerzh, met disprizet e vez furnez ar paour ha ne vez ket selaouet e gomzoù.

La parole tranquille du sage est mieux écoutée que les éclats de voix d’un chef parmi les sots. Qo 9, 17 : Lavaroù habask ar re fur a zo gwelloc’h o selaou eget kriadennoù roue an dud diboell.

Mieux vaut la sagesse que les armes de guerre, mais un seul incapable peut ruiner des fortunes. Qo 9, 18 : Gwell eo furnez eget binvioù-brezel ; met a-walc’h eo ur pec’her evit lakaat kalz a dud da vezañ kollet.