Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Cantique des cantiques » Chapitre 5

Cantique des cantiques - Chapitre 5

Levr : Kanenn ar C'hanennoù
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8

Chapitre 5



LUI Ct 5, 0 : AN DEN NEVEZ

Je suis entré dans mon jardin, ma sœur fiancée : j’ai recueilli ma myrrhe, avec mes aromates, j’ai mangé mon pain et mon miel, j’ai bu mon vin et mon lait. CHŒUR Mangez, amis ! Buvez, bien-aimés, enivrez-vous ! ELLE Ct 5, 1 : Antreet on em liorzh, o va c’hoar, va fried, kutuilhet em eus va mir ha va balzam, debret em eus mel va zerenn, evet em eus va gwin ha va laezh. Debrit, keneiled, evit, en em vezvit a garantez. AR WREG NEVEZ

Je dors, mais mon cœur veille… C’est la voix de mon bien-aimé ! Il frappe ! LUI – Ouvre-moi, ma sœur, mon amie, ma colombe, ma toute pure, car ma tête est humide de rosée et mes boucles, des gouttes de la nuit. ELLE Ct 5, 2 : Kousket a ran, met dihun eo va c’halon : Setu mouezh va muiañ karet ! Emañ o skeiñ. [AN DEN NEVEZ] "Digor din, va c’hoar, va c’harantez, va c’houlm, va hollgaer ! Rak gleb eo va fenn gant ar glizh, ha va blev gant takadennoù an noz. AR WREG NEVEZ

– J’ai ôté ma tunique : devrais-je la remettre ? J’ai lavé mes pieds : devrais-je les salir ? Ct 5, 3 : Tennet em eus va brozh, penaos hec’h adlakaat ? Gwalc’het em eus va zreid, penaos o adlouzañ ?

Mon bien-aimé a passé la main par la fente de la porte ; mes entrailles ont frémi : c’était lui ! Ct 5, 4 : Va muiañ-karet en deus tremenet e zorn dre doull an nor, ha va c’halon em c’hreiz a zo bet fromet holl :

Je me suis levée pour ouvrir à mon bien-aimé, les mains ruisselantes de myrrhe. Mes doigts répandaient cette myrrhe sur la barre du verrou. Ct 5, 5 : Savet on da zigeriñ d’am muiañ karet, ha diouzh va daouarn e tevere mir, diouzh va bizied mir frondus war dornell ar morailh.

J’ai ouvert à mon bien-aimé : mon bien-aimé s’était détourné, il avait disparu. Quand il parlait, je rendais l’âme… Je l’ai cherché : je ne l’ai pas trouvé. Je l’appelai : il n’a pas répondu. Ct 5, 6 : Digoret em eus d’am c’harantez, nemet diflipet e oa, steuziet kuit. E dec’hadenn am lakae da semplañ. E glasket em eus, ha n’em eus ket e gavet endro, e c’halvet em eus, ha n’en deus ket respontet.

Ils m’ont trouvée, les gardes, eux qui tournent dans la ville : ils m’ont frappée, ils m’ont blessée, ils ont arraché mon voile, les gardes des remparts ! Ct 5, 7 : Ar warded o deus kejet ganin en ur ober o ged-noz e Kêr : Skoet o deus warnon, va gouliet o deus, diframmet o deus diganin va mantell, gwarded ar mogerioù.

Je vous en conjure, filles de Jérusalem, si vous trouvez mon bien-aimé, que lui direz-vous ? Que je suis malade d’amour. CHŒUR Ct 5, 8 : Hoc’h aspediñ a ran, merc’hed Jeruzalem, mar kavit va muiañ-karet, petra lavarot dezhañ ? Nemet ez on klañv a garantez. AL LAZ-KANAÑ

Qu’a-t-il, ton bien-aimé, de plus qu’un autre, ô belle entre les femmes ? Qu’a-t-il, ton bien-aimé, de plus qu’un autre que tu nous adjures ainsi ? ELLE Ct 5, 9 : Ha petra en deus da vuiañ-karet en tu-hont d’ar re all, o te ar gaerañ eus ar merc’hed ? Da vuiañ-karet, ha petra ’ta en deus en tu-hont d’ar re all, evit hon aspediñ evel-se ? AR WREG NEVEZ

Mon bien-aimé est clair et vermeil : on le distingue entre dix mille ! Ct 5, 10 : Va muiañ karet, skedus ha livrin ez eo, diforc’hadus etre dek mil.

Sa tête est d’or, d’un or pur. Ses boucles, d’un noir de corbeau, ondulent. Ct 5, 11 : Aour eo e benn, aour glan, rodelloù e vlev a zo barroù-palmez, du-bran.

Ses yeux sont comme des colombes au bord d’un ruisseau qui baignent dans le lait et reposent, tranquilles. Ct 5, 12 : E zaoulagad a zo koulmed war ribl ur wazh-dour a gouronk el laezh hag en em boz pozet war vord un oglenn.

Ses joues : un parterre d’arômes, des corbeilles de senteurs. Ses lèvres, des lis, un ruissellement de myrrhe. Ct 5, 13 : E zivjod a zo ul liorzh gwez-balzam, bodadoù a c’hwezh-vat. E vuzelloù a zo lili, strilhañ 'ra diouto mir dispar.

Ses bras, des torsades d’or serties de topazes. Son ventre : un bloc d’ivoire, couvert de saphirs. Ct 5, 14 : E zivrec’h a zo kranennoù aour kaeraet gant maen eus Tarsis. E gof a zo un dolzenn olifant goloet a vein-safir.

Ses jambes : des colonnes de marbre posées sur des socles d’or pur. Son aspect est celui du Liban : comme le cèdre, sans rival ! Ct 5, 15 : E zivhar a zo peulioù alabastr diazezet war sichennoù aour pur. E neuz a zo hini al Liban, hollgaer ez eo evel ar sedrez.

Sa bouche est pur délice, tout, en lui, est désirable. Tel est mon bien-aimé ; tel est mon aimé, filles de Jérusalem. Ct 5, 16 : E gomzoù a zo leun a zouster, ha pep tra ennañ a zo dudi. Hennezh eo va muiañ-karet, hennezh eo va fried, merc’hed Jeruzalem.