Cantique des cantiques - Chapitre 1
Chapitre 1
LE CANTIQUE DES CANTIQUES. De Salomon. ELLE Ct 1, 1 : Kanenn ar C’hanennoù. Gant Salomon. AR WREG NEVEZ
Qu’il me donne les baisers de sa bouche : meilleures que le vin sont tes amours ! Ct 1, 2 : Ra boko din gant pokoù e c’henoù ! Rak c’hwekoc’h eget ar gwin eo da flourigoù ;
Délice, l’odeur de tes parfums ; ton nom, un parfum qui s’épanche : ainsi t’aiment les jeunes filles ! Ct 1, 3 : Ha da anv evel ur porfum skuilhet ; ha dre-se out karet gant ar merc’hed yaouank.
Entraîne-moi : à ta suite, courons ! Le roi m’a fait entrer en ses demeures. CHŒUR En toi, notre fête et notre joie ! Nous redirons tes amours, meilleures que le vin : il est juste de t’aimer ! ELLE Ct 1, 4 : Va sach war da lerc’h, redomp ! Ar Roue en deus va degaset en e gambroù. AL LAZ-KANAÑ : Ennout e tridomp, ennout emañ hol levenez. Muioc’h eget ar gwin, kanmeulomp da garantez : Nag abeg reizh a zo d’az karout ! AR WREG NEVEZ
Noire, je le suis, mais belle, filles de Jérusalem, pareille aux tentes de Qédar, aux tissus de Salma. Ct 1, 5 : Duardez ez on, met kenedus, merc’hed Jeruzalem, evel teltennoù Kedar, evel tinelloù Salma :
Ne regardez pas à ma peau noire : c’est le soleil qui m’a brunie. Les fils de ma mère se sont fâchés contre moi : ils m’ont mise à garder les vignes. Ma vigne, la mienne, je ne l’ai pas gardée… Ct 1, 6 : Na rit ket a van mard eo duaet va dremm, rak an heol en deus va rouzet. Mibien va mamm ’zo aet e konnar a-enep din, va lakaet o deus da ziwall ar gwiniegoù ; met va gwinienn-me, n’em eus ket he diwallet !
Raconte-moi, bien-aimé de mon âme, où tu mènes paître tes brebis, où tu les couches aux heures de midi, que je n’aille plus m’égarer vers les troupeaux de tes compagnons. CHŒUR Ct 1, 7 : O te, karantez va c’halon, lavar din eta da belec’h ez ez da vesa da zeñved, pelec’h o lakaez d’ec’hoazañ da greisteiz, evit na din ket da ziankañ en-dro da dropelloù da gumpagnuned. AL LAZ-KANAÑ
Si tu ne le sais pas, ô belle entre les femmes, va dehors sur les traces du troupeau et mène paître tes jeunes chèvres vers les tentes des bergers. LUI Ct 1, 8 : Mar n’ouzout ket, o te ar gaerañ eus ar merc’hed, kae er-maez war roudoù an deñved, ha laka da beuriñ da venned-givri e-kichen lochennoù ar vesaerien. AN DEN NEVEZ
Cavale attelée aux chars de Pharaon, ainsi tu m’apparais, ô mon amie ! Ct 1, 9 : Ouzh ur gazeg e-touez roñseed kirri Faraon az hañvalan, o va muiañ-karet !
Quel charme, tes joues entre tes boucles, ton cou entre les perles ! Ct 1, 10 : Koant eo da zivjod e-kreiz da gleierigoù-skouarn ha da c’houzoug dindan da gelc’hiennoù,
Nous te ferons des boucles d’or, incrustées d’argent. ELLE Ct 1, 11 : ober a raimp dit ispilhennoù-aour ha troioù-gouzoug gant boulloù-arc’hant. AR WREG NEVEZ
Quand le roi est dans ses enclos, mon parfum répand sa bonne odeur. Ct 1, 12 : Endra ma tiskuizhe ar Roue war e c’hourvezenn en deus taolet va nard e c’hwezh-vat.
Mon bien-aimé, pour moi, est un sachet de myrrhe : entre mes seins, il passera la nuit. Ct 1, 13 : Ur sac’hadig mir eo va muiañ-karet p’emañ o repoziñ war va brennid.
Mon bien-aimé, pour moi, est un rameau de cypre parmi les vignes d’Enn-Guèdi. LUI Ct 1, 14 : Ur blokad frouezh henne eo va muiañ-karet, e gwiniegoù En-Gaddi. AN DEN NEVEZ
Ah ! Que tu es belle, mon amie ! Ah ! Que tu es belle : tes yeux sont des colombes ! ELLE Ct 1, 15 : Na kaer ez out-te, va mignonez, na kaer ez out-te ! Da zaoulagad evel koulmed ! AR WREG NEVEZ
Ah ! Que tu es beau, mon bien-aimé : tu es la grâce même ! La verdure est notre lit ; Ct 1, 16 : Na kaer ez out-te, va muiañ-karet, pegen hoalus ! Hag hor gwele a zo glazur.
les cèdres forment les poutres de notre maison et les cyprès, nos lambris. Ct 1, 17 : Treustoù hon ti a zo sedrez, hol lambruskoù a zo siprez.
