Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Cantique des cantiques » Chapitre 8

Cantique des cantiques - Chapitre 8

Levr : Kanenn ar C'hanennoù
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8

Chapitre 8



Que n’es-tu pour moi un frère, nourri aux seins de ma mère ? Je te rencontrerais au dehors et je t’embrasserais sans paraître méprisable ! Ct 8, 1 : A, perak n’out ket ur breur din-me en divije tenet divronn va mamm ! Ouzh da gavout er-maez e c’hellfen pokañ dit hep na ve den evit va dismegañsiñ.

Je t’emmènerais, je t’introduirais dans la maison de ma mère : tu m’initierais… Je t’abreuverais de vin parfumé, de ma liqueur de grenade. Ct 8, 2 : Da zegas a rafen, da lakaat da antren e ti va mamm, va c’helenn a rafes ! Ha me a rofe dit ur banne gwin balzamet, gwin dous va avaloù greunadez.

Sa main gauche est sous ma tête, et sa droite m’étreint. LUI Ct 8, 3 : Dindan va fenn emañ e zorn kleiz, hag e zorn dehoù am briata. AN DEN NEVEZ

Je vous en conjure, filles de Jérusalem, n’éveillez pas, ne réveillez pas l’Amour, avant qu’il le veuille. CHŒUR Ct 8, 4 : Hoc’h aspediñ a ran, merc’hed Jeruzalem, na zihunit ket, na zihunit ket va c’harantez a-raok an eur a blijo dezhi. AL LAZ-KANAÑ

Qui donc est celle-ci qui monte du désert appuyée sur son bien-aimé ? LUI Sous le pommier, je t’éveille, là où ta mère t’a enfantée ; là, elle t’a enfantée et mise au monde. ELLE Ct 8, 5 : Piv eo honnezh a bign eus ar gouelec’h harpet ouzh he muiañ karet ? [AR WREG NEVEZ] Dindan ar wezenn avaloù em eus da zihunet, lec’h ma wilioudas ac’hanout da vamm, lec’h ma wilioudas ac’hanout an hini he deus da c’hanet.

Pose-moi comme un sceau sur ton cœur, comme un sceau sur ton bras. CHŒUR Car l’amour est fort comme la Mort, la passion, implacable comme l’Abîme : ses flammes sont des flammes de feu, fournaise divine. Ct 8, 6 : Va laka evel ur siell war da galon, evel ur siell stag ouzh da vrec’h [AL LAZ-KANAÑ]: Rak kreñv eo ar garantez evel ar marv, didrugar eo ar warizi evel an ifern. He daredoù a zo daredoù-tan, hag he flammoù, flammoù Doue.

Les grandes eaux ne pourront éteindre l’amour, ni les fleuves l’emporter. CHŒUR Un homme donnerait-il toutes les richesses de sa maison pour acheter l’amour, il ne recueillerait que mépris. Ct 8, 7 : Doureier bras ne vefent ket evit mougañ ar garantez na stêrioù bras evit he beuziñ.

Nous avons une petite sœur qui n’a pas encore de seins. Que ferons-nous pour notre sœur le jour où l’on parlera d’elle ? Ct 8, 8 : Ur c’hoar vihan hon eus, n' he deus ket c’hoazh a zivronn : Petra raimp-ni d’hor c’hoar d’an deiz ma vo graet anv anezhi ?

Sera-t-elle un rempart ? Nous lui bâtirons un créneau d’argent. Sera-t-elle une porte ? Nous la munirons d’une barre de cèdre. ELLE Ct 8, 9 : Mar bez ur voger anezhi e savimp warni kranelloù arc’hant. Mar bez un nor, e serrimp anezhi gant stalafioù sedrez. AR WREG NEVEZ

– « Je suis un rempart, mes seins sont des tours ! Et je suis devenue à ses yeux celle qui a trouvé la paix. » LUI Ct 8, 10 : Ur voger ez on, ha va divronn a zo tourioù, evel-se dirak e zaoulagad ez on an hini he deus kavet ar peoc’h. AN DEN NEVEZ

Salomon avait une vigne à Baal-Hamone : il remit la vigne à des gardiens. Chacun devait payer pour son fruit mille pièces d’argent. Ct 8, 11 : Ur winieg en devoa Salomon e Baal-Hamon : he fiziout a reas etre daouarn gwarded, ha pep unan anezho a dlee degas dezhañ evit he frouezh, mil pezh arc’hant.

Ma vigne, à moi, je l’ai sous mes yeux. À toi, Salomon, les mille pièces, et deux cents aux gardiens de son fruit. Ct 8, 12 : Va gwinieg a zo din-me, he mirout a ran evidon. Dit-te Salomon, ar mil pezh arc’hant, ha daou c’hant da ziwallerien he frouezh.

Toi, l’habitante des jardins, des compagnons guettent ta voix. Donne-moi de l’entendre… ELLE Ct 8, 13 : Te hag a chom el liorzhoù, ouzh da vouezh e taol evezh va mignoned ; teurvez ober ma klevin anezhi ! AR WREG NEVEZ

Fuis, mon bien-aimé, pareil à la gazelle, au faon de la biche, sur des montagnes embaumées… Ct 8, 14 : Tec’h kuit, va c’hariad, heñvel ouzh ur c’hazelenn pe mennig un heizez, war ar menezioù balzamek !