Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre des lamentations de Jérémie » Chapitre 3

Livre des lamentations de Jérémie - Chapitre 3

Levr : Levr Ar C'hlemmganoù
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Chapitre 3



Aleph — Je suis l’homme qui a connu la misère sous le bâton de Ses emportements, Lm 3, 1 : Alef - Me eo an den en deus anavezet ar reuz dindan gwialenn e fulor.

moi qu’il a conduit et mené dans les ténèbres et non dans la lumière ; Lm 3, 2 : Me an hini en deus bleniet ha degaset en deñvalijenn, en dic’houloù :

contre moi seul, tout le jour, il porte et porte encore sa main. Lm 3, 3 : a-enep din hepken e tro hag e tistro e zorn a-hed an deiz.

Beth — Il use ma chair et ma peau, il me brise les os ; Lm 3, 4 : Bet - Pulluc’het en deus va c’hig ha va c’hroc’hen, ha brevet va eskern ;

il me cerne, il m’environne d’amertume et de peine ; Lm 3, 5 : aozet en deus din ur yev gantañ kelc’hiañ va fenn a skuizhder.

il me fait habiter les ténèbres, comme les morts de tous les temps. Lm 3, 6 : En deñvalijenn en deus va lakaet da chom evel an dud varv a-ziagent.

Guimel — Il m’a emmuré, et je ne peux sortir, il alourdit ma chaîne : Lm 3, 7 : Gimel - Mogeriet en deus en-dro din ma ne din ket er-maez, pounneraet en deus va chadenn ;

j’ai beau crier et supplier, il étouffe ma prière ; Lm 3, 8 : kaer em eus garmiñ ha gervel, e serr pep dor d’am fedenn.

d’un bloc de pierre il barre mes routes, il détourne mes sentiers. Lm 3, 9 : Muret en deus va hentoù gant mein benerezh, stouvet din va gwenodennoù.

Daleth — Pour moi, il est un ours à l’affût, un lion en embuscade, Lm 3, 10 : Dalet - Eñ ’zo bet evidon un arz o c’hedal, ul leon war e spi ;

il me fait perdre ma route, me désoriente, me laisse désemparé : Lm 3, 11 : va faket en deus diwar va hent, ha va roget, graet en deus ac’hanon un euzhadenn

il tend son arc, il me choisit comme cible pour sa flèche. Lm 3, 12 : Stegnet en deus e wareg ha va dalc’het evel pal e viroù.

Hé — Il a planté dans mes reins les dards de son carquois. Lm 3, 13 : He - Plantet en deus e zaredoù em lounezhi, mibien e glaouier ;

Je suis la risée de tout mon peuple, leur chanson de chaque jour. Lm 3, 14 : ha deuet on da vezañ goapadenn an holl dud, danvez o son a-hed an deiz.

Il m’a gorgé d’herbes amères, abreuvé d’absinthe. Lm 3, 15 : Va gwalc’h a c’hwervoni en deus roet din, va mezvet en deus gant huelenn.

Waw — Il m’a broyé les dents avec du gravier, il m’enfouit dans la cendre. Lm 3, 16 : Vav - Torret en deus va dent gant grouan, va maget en deus gant ludu ;

Tu enlèves la paix à mon âme, j’ai oublié le bonheur ; Lm 3, 17 : va ene en deus kollet ar peoc’h, ankounac’haet em eus an eurvad ;

j’ai dit : « Mon assurance a disparu, et l’espoir qui me venait du Seigneur. » Lm 3, 18 : ha lavaret em eus : aet eo kuit va goanag, va esperañs en Aotrou !

Zaïn — Rappelle-toi ma misère et mon errance, l’absinthe et le poison. Lm 3, 19 : Zain - Rodellañ em spered va reuz ha va anken, c’hwervoni ha binim ;

Elle se rappelle, mon âme, elle se rappelle ; en moi, elle défaille. Lm 3, 20 : derc’hel a ran d’en em soñjal, d’en em soñjal, mantret ennon va ene.

Voici ce que je redis en mon cœur, et c’est pourquoi j’espère : Lm 3, 21 : Sed amañ eus petra e fell din kaout soñj evit esperout en-dro.

Heth — Grâce à l’amour du Seigneur, nous ne sommes pas anéantis ; ses tendresses ne s’épuisent pas ; Lm 3, 22 : Het - Grasoù an Aotrou n’eus anezho termen ebet, n’eus fin ebet d’e drugarezioù.

elles se renouvellent chaque matin, – oui, ta fidélité surabonde. Lm 3, 23 : Nevesaat a reont gant pep beure : na bras e fealded !

Je me dis : « Le Seigneur est mon partage, c’est pourquoi j’espère en lui. » Lm 3, 24 : Ya, va lod eo, eme va ene, setu perak ec’h esperan ennañ !

Teth — Le Seigneur est bon pour qui se tourne vers lui, pour celui qui le cherche. Lm 3, 25 : Tet - Mat eo an Aotrou evit an neb a esper ennañ, evit an ene a glask anezhañ :

Il est bon d’espérer en silence le salut du Seigneur ; Lm 3, 26 : ya, mat eo gortoz en ur devel silvidigezh an Aotrou.

il est bon pour l’homme de porter le joug dès sa jeunesse. Lm 3, 27 : Ya, mat eo evit an den bezañ douget ar yev a-dal e yaouankiz.

Yod — Qu’il reste assis, solitaire, en silence, tant que le Seigneur le lui impose ; Lm 3, 28 : Yod - Dezhañ da vont d’azezañ en e bart pa vez sammet warnañ ;

qu’il tienne sa bouche contre terre : peut-être y a-t-il un espoir ! Lm 3, 29 : dezhañ da lakaat e c’henou er poultr : esper a zo marteze !

Qu’il tende la joue à qui le frappe, qu’il se laisse saturer d’insultes. Lm 3, 30 : Dezhañ da reiñ e jod d’an hini a sko ha da gaout e walc’h a zismegañs !

Kaph — Car le Seigneur ne rejette pas pour toujours ; Lm 3, 31 : Kaf - Rak eñ, Doue, n’eo ket da virviken e tistaolfe an dud ;

s’il afflige, il fera miséricorde selon l’abondance de sa grâce ; Lm 3, 32 : ma kastiz en devez truez en-dro hervez e vadelezh vras ;

ce n’est pas de bon cœur qu’il humilie, qu’il afflige les enfants des hommes. Lm 3, 33 : n’eo ket a galon laouen e rofe poan ha glac’har da vugale Adam.

Lamed — Quand on foule aux pieds tous les captifs d’un pays, Lm 3, 34 : Lamed - Pa vez flastret ha mac’het dindan an treid holl brizonidi ur vro,

quand on fait dévier le droit d’un homme à la face du Très-Haut, Lm 3, 35 : pa vez falset gwirioù un den dirak dremm an Uhel-meurbet,

quand on lèse quelqu’un dans son procès, le Seigneur ne le voit-il pas ? Lm 3, 36 : pa vez graet gaou d’un den en e brosez, daoust ha Doue ne wel ket se ?

Mem — Qui donc parle, et cela existe, sinon le Seigneur, lui qui décrète ? Lm 3, 37 : Mem - Piv ’ta a gomz, hag e vez graet an dra, pa n’eo ket Doue a c’hourc’hemenn ?

N’est-ce pas de la bouche du Très-Haut que sortent malheurs et bonheur ? Lm 3, 38 : Hag eñ n’eo ket eus genou an Uhel-meurbet e teu gwalleur hag eurvad ?

De quoi l’homme vivant se plaindrait-il ? Qu’il soit plutôt vaillant contre ses péchés ! Lm 3, 39 : Petra en deus an den da c’hrozmolat, ra vo taer kentoc’h enep e bec’hed.

Noun — Examinons nos chemins, scrutons-les et revenons au Seigneur ; Lm 3, 40 : Noun - Taolomp evezh ouzh hon hentoù, sellomp pizh outo, ha distroomp d’an Aotrou.

élevons notre cœur et nos mains vers Dieu qui est au ciel. Lm 3, 41 : Lakaomp da sevel hor c’halonoù war hon daouarn etrezek an Doue a zo en Neñvoù.

Nous, nous avons péché, nous avons trahi ; toi, tu n’as pas pardonné. Lm 3, 42 : Pec’het hon eus, disentet hon eus ha Te, n’ac’h eus ket pardonet.

Samek — Enveloppé de colère, tu nous as pourchassés, tu as tué sans pitié, Lm 3, 43 : Samek - Gwisket ec’h eus kounnar warnout, ha redet war hol lerc’h, hol lazhet ec’h eus didruez.

enveloppé dans ta nuée que la prière ne peut franchir. Lm 3, 44 : Lakaet ec’h eus ur goumoulenn d’az koleiñ evit na dremenfe ket hor pedenn.

Tu as fait de nous des rebuts, des ordures parmi les peuples. Lm 3, 45 : Ober a rez ac’hanomp skubien ha reputaj e-touez ar pobloù.

Pé — Ils ouvrent la bouche contre nous, tous nos ennemis. Lm 3, 46 : Pe - Digeriñ a reont bras o genou a-enep deomp, hon holl enebourien ;

Pour nous, l’effroi et le vertige, le désastre et la ruine ! Lm 3, 47 : spouron ha toull-bez, setu hol lod, rivin ha reuz !

Des torrents s’échappent de mes yeux sur la ruine de la fille de mon peuple. Lm 3, 48 : Va lagad a skuilh daeroù a builh gant torridigezh Merc’h va fobl !

Aïn — Mes yeux ne cessent de couler : pas de répit Lm 3, 49 : Hain - Va lagad a ouel, hep distan ebet, hep paouez ebet,

tant que le Seigneur ne se penche et ne voie du haut du ciel. Lm 3, 50 : betek ma sello ha ma welo an Aotrou eus lein an Neñvoù :

Pour toutes les filles de ma ville mes yeux me font mal. Lm 3, 51 : va lagad a zegas poan d’am c’halon gant gwel holl verc’hed va c’hêr.

Çadé — Mes ennemis, sans raison, me chassent, me pourchassent comme un oiseau ; Lm 3, 52 : Tsade - Va chaseet o deus evel labous, ar re-se hag am c’hasa hep abeg ;

ils m’ont réduit au silence de la fosse, m’ont recouvert d’une pierre ; Lm 3, 53 : Klasket o deus mougañ en ur foz va buhez en ur stlepel mein warnon ;

les eaux ont submergé ma tête ; j’ai dit : « Je suis perdu ! » Lm 3, 54 : an dourioù stank am beuze dreist-penn ma lavaren : Kollet on !

Qoph — J’ai invoqué ton nom, Seigneur, des profondeurs de la fosse ; Lm 3, 55 : Kof - Met galvet em eus da anv, o Aotrou ! Eus donañ ar foz ;

tu m’as entendu dire : « Ne ferme pas l’oreille à mes soupirs, à mes clameurs ! » Lm 3, 56 : va c’hlevet ac’h eus pa oan o c’harmiñ : Na stouv ket da skouarn d’am c’hriadenn.

Au jour où je t’invoquais, tu t’es fait proche et tu as dit : « Ne crains pas ! » Lm 3, 57 : Tost din e oas en deiz ma ’m eus da c’halvet, lavaret ec’h eus : Bez dizaon !

Resh — Tu as plaidé ma cause, Seigneur : tu as racheté ma vie. Lm 3, 58 : Resh - Va difenner out bet e prosez va ene, dasprenet ec’h eus va buhez.

Tu vois, Seigneur, le tort qu’ils me font : rends-moi justice ! Lm 3, 59 : Gwelet ec’h eus, Aotrou, ar gaou a raent din, rent eta justis din !

Tu vois toute leur rancune, tous leurs complots contre moi. Lm 3, 60 : Gwelet ec’h eus o sec’hed a veñjañs, o holl itrikoù em enep.

Shin — Tu entends leurs insultes, Seigneur, tous leurs complots contre moi, Lm 3, 61 : Shin - Klevet ec’h eus o c’hunujennoù, Aotrou, o holl iriennoù a-enep din ;

les propos de mes agresseurs et leurs murmures contre moi tout le jour ; Lm 3, 62 : kuzutoù va diarbennerien, o droukvennadoù a-enep din, a-hed an deiz.

regarde-les, assis ou debout, c’est moi qu’ils chansonnent. Lm 3, 63 : Pe en o c’hoazez pe en o sav ez afent, sell : me eo danvez o c’hanaouenn.

Taw — Tu leur rendras la pareille, Seigneur, selon les œuvres de leurs mains. Lm 3, 64 : Tav - Ro dezho o faeamant, Aotrou, hervez labour o daouarn :

Tu abêtiras leur cœur : sur eux sera ta malédiction. Lm 3, 65 : Lak eta o c’halonoù da galetaat, da vallozh warno !

Tu les pourchasseras de ta colère, tu les supprimeras de dessous ton ciel, Seigneur. Lm 3, 66 : O argas a ri gant kounnar d’o distrujañ a-zindan da Neñvoù !