Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Michée » Chapitre 6

Livre de Michée - Chapitre 6

Levr : Diougan Mikeas
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7

Chapitre 6



Écoutez donc ce que dit le Seigneur : Lève-toi ! Engage un procès avec les montagnes, et que les collines entendent ta voix. Mi 6, 1 : Selaouit eta ar gomz a lavar an Aotrou : "Sav ! Digor ur prosez dirak ar menezioù, ha ra glevo ar c’hrec’hiennoù da vouezh !"

Montagnes, écoutez le procès du Seigneur, vous aussi, fondements inébranlables de la terre. Car le Seigneur est en procès avec son peuple, il plaide contre Israël : Mi 6, 2 : Selaouit, menezeier, prosez an Aotrou, roit skouarn, c’hwi diazezoù an douar ! Rak emañ an Aotrou o prosezañ ouzh e bobl hag o vreutaat enep Israel.

Mon peuple, que t’ai-je fait ? En quoi t’ai-je fatigué ? Réponds-moi. Mi 6, 3 : Ma fobl, petra am eus graet dit-te ? Gant petra em eus da skuizhet ? Respont din eta !

Est-ce parce que je t’ai fait monter du pays d’Égypte, que je t’ai racheté de la maison d’esclavage, et que je t’ai donné comme guides Moïse, Aaron et Miryam ? Mi 6, 4 : Hag-eñ eo dre ma ’m eus da lakaet da sevel eus Bro-Egipt, ha m’am eus da zieubet eus ti ar sklavelezh, ha ma ʼm eus kaset dirazout Moizez, Aaron ha Miriam ?

Ô mon peuple, souviens-toi, je te prie, du projet de Balac, roi de Moab, et de ce que lui répondit Balaam, fils de Béor. Souviens-toi du passage de Shittim jusqu’à Guilgal pour que tu reconnaisses les justes actions du Seigneur. Mi 6, 5 : Az pez soñj eta, ma fobl, eus ar pezh en deus mennet Balak, roue Moab, hag eus ar pezh a respontas dezhañ Balaam, mab Beor ; az pez soñj eus ar pezh am eus graet evidout adal Settim betek ar Gilgal, evit mac’h anavezi madoberoù an Aotrou.

« Comment dois-je me présenter devant le Seigneur ?, demande le peuple. Comment m’incliner devant le Très-Haut ? Dois-je me présenter avec de jeunes taureaux pour les offrir en holocaustes ? Mi 6, 6 : Gant petra e teuin da gaout an Aotrou ha da stouiñ dirak an Doue meurbet-uhel ? Daoust hag e teuin gant loskaberzhoù, gant leueoù bloaz ?

Prendra-t-il plaisir à recevoir des milliers de béliers, à voir des flots d’huile répandus sur l’autel ? Donnerai-je mon fils aîné pour prix de ma révolte, le fruit de mes entrailles pour mon propre péché ? Mi 6, 7 : Daoust ha miliadoù meot a blijfe dezhañ hag eoul skuilhet evel gwazhioù-dour ? Daoust ha profañ a rin ma bugel kentañ-ganet evit ma zorfed, frouezh ma c’hof evit pec’hed ma ene ?

– Homme, répond le prophète, on t’a fait connaître ce qui est bien, ce que le Seigneur réclame de toi : rien d’autre que respecter le droit, aimer la fidélité, et t’appliquer à marcher avec ton Dieu. » Mi 6, 8 : Diskuliet ez eus bet dit, o den, petra a zo mat ha petra a c’houlenn an Aotrou diganit. Netra estreget ober ar reizhder, karout da Zoue gant fealded ha kerzhout izelek dirak da Zoue.

La voix du Seigneur appelle la cité : « Écoutez... Mi 6, 9 : Mouezh an Aotrou a gri d’ar Gêr – furnez eo doujañ e anv ! – : Selaouit, meuriad ha bodadeg ar Geoded.

Puis-je supporter une mesure fausse, des biens acquis par fraude et un boisseau honteusement réduit ? Mi 6, 10 : Hag-eñ e c’hellan gouzañv bepred e ti an den fall teñzorioù fallakr, hag un efa treut, euzhus !

Puis-je tenir pour innocents ceux qui utilisent des balances fausses, et des sacoches de poids truqués ? Mi 6, 11 : Hag-eñ e c’hellan kavout just balañsoù faos hag ur sac’had a bouezioù falset ?

Les riches sont pleins de violence. Les habitants profèrent le mensonge, leur langage n’est que tromperie. Mi 6, 12 : a zo he finvidien leun a zrouknerzh hag hec’h annezidi o tislonkañ gevier o zeod zo touellus en o genou.

Moi-même j’ai commencé à te frapper, à te dévaster à cause de tes péchés. Mi 6, 13 : Ac’hanta, me d’am zro am eus kroget da skeiñ ganit ha d’az kwastañ evit da bec’hedoù.

Toi, tu mangeras, mais tu ne seras pas rassasiée, chez toi viendra la famine. Tu mettras de côté, mais tu ne pourras rien garder et ce que tu aurais gardé, je le livrerai à l’épée. Mi 6, 14 : Debriñ a ri-te, met n’az po ket da walc’h ; lakaat a ri a gostez, met n’helli ket mirout, hag ar pezh a savetei a roin d’ar c’hleze.

Toi, tu sèmeras, mais tu ne moissonneras pas ; tu presseras l’olive, mais tu ne t’enduiras pas d’huile, tu presseras le raisin, mais tu ne boiras pas de vin. Mi 6, 15 : Hadañ a ri-te, hogen ne vedi ket ; moustrañ a ri an oliv, met n’eo ket te en em olevi ; Ar fro ? N’eo ket te a evo ar gwin.

Les prescriptions d’Omri ont été observées, ainsi que toutes les pratiques de la maison d’Acab. Vous avez marché selon leurs conseils. C’est pour cela que je te livrerai à la dévastation et tes habitants à la raillerie. Le mépris des peuples pèsera sur vous. » Mi 6, 16 : Mirout a rez kemennadurioù Omri hag holl doareoù-ober ti Ac’hab ; en em ren a rez hervez o c’huzulioù, ma rin ganit ur vantridigezh ha gant da annezidi un danvez a c’hoapaerezh, ha ma tougot warnoc’h dismegañs ar pobloù.