L’ecclésiaste - Chapitre 2
Chapitre 2
Je me suis dit : « Va, essaie la joie et goûte au bonheur. » Eh bien, cela aussi n’était que vanité : Qo 2, 1 : Ha lavaret em eus-me em c’halon : Deus ’ta ! Ma lakain ac’hanout d’en em arnodiñ gant ar blijadur ! Tañva evurusted ! Met avelaj eo se ivez.
Au rire, j’ai dit : « Tu es sot ! » et à la joie : « À quoi sers-tu ? » Qo 2, 2 : Diwar-benn ar c’hoarzh em eus lavaret : Diboellegezh ! Diwar-benn ar blijadur : Da betra e talv !
Je résolus de m’adonner au vin, tout en poursuivant la sagesse, et je me livrai à la démesure, le temps de voir ce qu’il est bon, pour les fils d’Adam, de faire sous le ciel pendant le peu de jours qu’ils ont à vivre. Qo 2, 3 : Divizet em eus reiñ va c’horf d’ar gwin, tra ma chomfe va c’halon oc’h heuliañ ar furnez ; divizet em eus en em stagañ ouzh ar follentez, kement ha gwelout petra zo mat da vibien Adam d’ober dindan an neñv e-pad deizioù o buhez.
J’ai entrepris de grands travaux : je me suis bâti des maisons et planté des vignes. Qo 2, 4 : Sevenet em eus traoù bras. Savet em eus din palezioù, plantet em eus din gwiniegoù.
Je me suis aménagé des jardins et des vergers ; j’y ai planté toutes sortes d’arbres fruitiers. Qo 2, 5 : Aozet em eus din liorzhoù ha gwerjeoù, ha lakaet em eus enno gwez-frouezh a bep seurt.
J’ai creusé pour moi des bassins dont les eaux irriguent des pépinières. Qo 2, 6 : Kempennet em eus din stankoù-dour evit dourañ va flanterisoù.
J’ai eu des serviteurs et des servantes, leurs enfants nés dans ma maison, ainsi qu’une abondance de gros et petit bétail, plus que tous mes prédécesseurs à Jérusalem. Qo 2, 7 : Prenet em eus sklaved ha mitizhien : servijerien e-leizh am eus bet em zi, tropelloù, ejened, deñved, muioc’h eget den ebet araozon e Jeruzalem.
J’ai encore amassé de l’argent et de l’or, la fortune des rois et des États. J’ai eu des chanteurs et des chanteuses et ce plaisir des fils d’Adam : une compagne, des compagnes… Qo 2, 8 : Berniet em eus din arc’hant hag aour, pinvidigezhioù ar rouaned hag ar rannvroioù. Pourchaset em eus din kanerien ha kanerezed, ha plijadurezhioù mibien Adam, priñsezed ha priñsezed.
Je me suis agrandi, j’ai surpassé tous mes prédécesseurs à Jérusalem, et ma sagesse me restait. Qo 2, 9 : Ha deuet on da vezañ bras a-us da gement den a oa bet em raok e Jeruzalem. Ha chom a rae ganin va furnez.
Rien de ce que mes yeux convoitaient, je ne l’ai refusé. Je n’ai privé mon cœur d’aucune joie ; je me suis réjoui de tous mes travaux, et ce fut ma part pour tant de labeur. Qo 2, 10 : A gement o deus c’hoantaet va daoulagad n’em eus nac’het tra ebet dezho ; n’em eus ket lezet va c’halon da zioueriñ ur blijadur bennak. Ha laouen eo bet va c’halon gant va holl labour ; rak honnezh eo bet va stad e kement tra am eus embreget.
Mais quand j’ai regardé tous les travaux accomplis par mes mains et ce qu’ils m’avaient coûté d’efforts, voilà : tout n’était que vanité et poursuite de vent ; rien à gagner sous le soleil ! Qo 2, 11 : Hogen p’am eus prederiet-me war holl oberoù va daouarn ha war ar boan am boa sammet ganto, setu ! Avel eo pep tra ha redadenn war-lerc’h avel ! N’eus gounid ebet dindan an heol !
Alors j’ai tourné mes regards vers la sagesse, vers la sottise et la folie : « Voyons, que fera le successeur du roi ? – Ce que déjà on a fait ! » Qo 2, 12 : Neuze em eus troet va sell-me da brederiañ war ar furnez, ar sotoni hag ar follentez. Gwelomp ! Petra 'raio warlerc’h-iad ar roue ? Ar pezh a zo bet graet dija.
Voici donc ce que j’ai constaté : autant la lumière l’emporte sur les ténèbres, autant la sagesse l’emporte sur la folie. Qo 2, 13 : Gwelet em eus eta ez eo ar furnez trec’h war ar follentez, kement hag an deiz war an noz,
Le sage a les yeux où il faut ; le fou marche dans l’obscurité. Mais je sais aussi que tous deux auront le même sort. Qo 2, 14 : rak : An den fur en deus daoulagad en e benn, Met an den diskiant a gerzh en deñvalijenn. Hogen me oar-me ivez penaos o deus an eil hag egile un hevelep fin.
Alors je me suis dit : « Si le sort du fou et le mien sont les mêmes, à quoi bon avoir été si sage ? » Et j’ai pensé en moi-même : Cela aussi n’est que vanité ! Qo 2, 15 : Ha lavaret em eus em c’halon : Tonkadur an den diskiant eo an hini a vo va zonkadur ; neuze da betra e talv din bezañ furoc’h egetañ ? Ha lavaret em eus em c’halon ez eo kement-se avel ha kerse.
Car le sage ne laisse aucun souvenir, pas plus que le fou, et cela pour toujours, puisque, dès les jours suivants, tout est oublié. Comment se fait-il que le sage meure aussi bien que le fou ? Qo 2, 16 : Rak ne bad ket da bell koun an den fur, ne chom ket muioc’h eget hini an den diskiant : o-daou, en deizioù da zont, a vezo ankounac’haet. Petra ’ta ? Kenkoulz hag an diskiant e varv an den fur !
Oui, je déteste la vie ; je trouve mauvais ce qui se fait sous le soleil : tout n’est que vanité et poursuite de vent. Qo 2, 17 : Kaz am eus ouzh ar vuhez, rak fall eo, a gav din, ar pezh a vez graet dindan an heol, rak avel eo pep tra ha redadenn war-lerc’h avel.
Je déteste tout ce travail que j’accomplis sous le soleil et que je vais laisser à mon successeur. Qo 2, 18 : Kaz am eus ouzh kement labour am eus labouret warnañ dindan an heol hag a zilezin d’am warlerc’hiad.
Qui sait s’il sera sage ou insensé ? Ce sera lui le maître de tous ces travaux accomplis par ma sagesse sous le soleil. Cela aussi n’est que vanité ! Qo 2, 19 : Rak piv oar hag eñ e vo fur pe foll ? Mestr e vo war va holl labourioù, war gement em eus lakaet ennañ poan ha furnez d’hen seveniñ dindan an heol. Ya ! Kement-se ivez a zo kerse !
J’ai fini par me dégoûter de toute la peine que je m’étais donnée sous le soleil. Qo 2, 20 : Ha deuet on da gaout dic’hoanag em c’halon evit an holl labour em eus strivet evitañ dindan an heol.
Un homme s’est donné de la peine ; il est avisé, il s’y connaissait, il a réussi. Et voilà qu’il doit laisser son bien à quelqu’un qui ne s’est donné aucune peine. Cela aussi n’est que vanité, c’est un grand mal ! Qo 2, 21 : Rak sed un den en deus poaniet gant furnez, skiant-vat hag ampartiz, pa lez e labour da hêrezh, d’un all, eo d’un den n’en deus ket poaniet d’e sevel : kement-se ivez a zo avel ha poan vras !
En effet, que reste-t-il à l’homme de toute la peine et de tous les calculs pour lesquels il se fatigue sous le soleil ? Qo 2, 22 : Petra a van gant an den eus an holl drevell, eus an holl breder en deus en em skuizhet ganto dindan an heol ?
Tous ses jours sont autant de souffrances, ses occupations sont autant de tourments : même la nuit, son cœur n’a pas de repos. Cela aussi n’est que vanité. Qo 2, 23 : E holl zeizioù a zo poan, e holl drevell a zo glac’har ; en noz zoken e chom digousk e galon. Avel eo ivez kement-se !
Rien de bon pour l’homme, sinon manger et boire, et trouver le bonheur dans son travail. J’ai vu que cela aussi vient de la main de Dieu. Qo 2, 24 : Ne vije neuze evit an den netra gwelloc’h eget debriñ hag evañ, ha reiñ amzer vat d’e ene e-kreiz e labour ! Rak gwelet em eus-me e teu ivez kement-se eus dorn Doue :
Et qui donc pourrait manger et prendre du plaisir à ma place ? Qo 2, 25 : Piv a c’hell heptañ debriñ hag evañ ?
À l’homme qui lui est agréable, Dieu donne sagesse, savoir et joie. Quant au pécheur, il le charge de recueillir et d’amasser pour donner à qui lui plaît. Cela aussi n’est que vanité et poursuite de vent. Qo 2, 26 : D’an den a blij dezhañ e ro furnez, skiant ha joa ; met lakaat a ra war ar pec’her ar garg da zastum ha da zaspugn evit an hini a blij da Zoue ! Kement-se c’hoazh a zo avel ha redadenn war-lerc’h avel !
