Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » L’ecclésiaste » Chapitre 4

L’ecclésiaste - Chapitre 4

Levr : Ar Prezeger
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12

Chapitre 4



J’ai regardé encore et j’ai vu toutes les oppressions pratiquées sous le soleil. Voyez les pleurs des opprimés : ils n’ont pas de consolateur ; des oppresseurs leur font violence : ils n’ont pas de consolateur. Qo 4, 1 : Ha troet em eus-me adarre da sellout ouzh an holl waskerezh a vez kaset da benn dindan an heol : setu daeroù ar re voustret, ha den ebet d’o frealziñ ; e tu o mac’homerien emañ an nerzh, ha den ebet evit o frealziñ !

Les morts qui sont déjà morts, je les déclare plus heureux que les vivants encore en vie, Qo 4, 2 : Meuliñ a ran neuze ar re varv dija marv kentoc’h eget ar re vev atav o vevañ.

et plus heureux que ceux-là celui qui n’existe pas encore, car il n’a pas connu le mal qui se fait sous le soleil. Qo 4, 3 : Hag evurusoc’h eget an eil re hag ar re all, an hini n’eo ket bet c’hoazh ha n’en deus ket gwelet c’hoazh ar fallagriezh a vez sevenet dindan an heol.

J’ai vu aussi que toute la peine, tout le succès d’un travail, n’est que jalousie des uns envers les autres. C’est encore vanité et poursuite de vent. Qo 4, 4 : Gwelet em eus-me an dra-mañ ivez, ned eo pep strivadenn-den ha pep ijin en ul labour nemet gwarizi an eil ouzh egile. Ha se c’hoazh a zo avel ha redadenn war-lerc’h avel.

Le fou se croise les bras : il consume sa propre vie. Qo 4, 5 : Ar foll a groaz e zivrec’h hag en em zebr e-unan, a lavarer, met ivez :

Mieux vaut une pleine main de repos que deux pleines poignées d’efforts à la poursuite du vent. Qo 4, 6 : Gwell eo ur vozad a ziskuizh eget div vozad leun a boan hag a redadenn war-lerc’h avel.

J’ai regardé encore et j’ai vu une autre vanité sous le soleil : Qo 4, 7 : Hag adarre em eus gwelet-me ur venadurezh all dindan an heol.

voici un homme seul, sans personne, ni frère ni fils, qui travaille à n’en plus finir, toujours avide de plus de richesses. Il ne se demande pas : « Mais pour qui travailler ainsi en me privant de bonheur ? » C’est encore de la vanité, une besogne de malheur. Qo 4, 8 : Lakaomp un den e-unan-penn, hep mab na breur ; ha koulskoude n’echu ket da boaniañ ; e zaoulagad, morse, n’o deus o gwalc’h a binvidigezh. Evit piv neuze, emezañ, e labouran hag e tioueran eurvad d’am ene ? Kement-se c’hoazh a zo avel ha gwall vicher.

Mieux vaut être deux qu’un seul : le salaire de leur peine sera meilleur. Qo 4, 9 : Gwell eo bezañ daou eget bezañ an-unan-penn, rak evel-se ez eus muioc’h a splet el labour.

S’ils tombent, l’un relève l’autre. Malheur à l’homme seul : s’il tombe, personne ne le relève. Qo 4, 10 : Mar kouezh unan e c’hell egile e adsevel ; met gwazh a se d’an den a zo e-unan-penn hag a zeufe da gouezhañ, den ebet neuze evit e adsevel !

De même, si l’on dort à deux, on se tient chaud. Mais tout seul, comment se réchauffer ? Qo 4, 11 : Ha mar kousker daou a-gevret en em dommer ; met un den e-unan-penn, penaos e vefe tomm dezhañ ?

L’agresseur terrasse un homme seul : à deux, on lui résiste. Une corde à trois brins n’est pas facile à rompre. Qo 4, 12 : Unan bennak a c’hell trec’hiñ war un all mar bez e-unan-penn, met daou a zalc’ho a-enep dezhañ. Ur fun tri gor a vec’h a dorrer.

Mieux vaut un gamin pauvre et sage qu’un vieux roi débile, refusant tout conseil, Qo 4, 13 : Gwell eo ur c’hampinod paour ha fur eget ur roue kozh ha sot, ha na oar ken kemer kuzul.

car il peut sortir de prison pour régner, bien que né pauvre dans son royaume. Qo 4, 14 : Rak hennezh a c’hell mont er-maez eus e brizon ha dont da vezañ roue, evitañ da vezañ bet ganet paour er rouantelezh.

J’ai vu tous les vivants qui vont sous le soleil se joindre à ce gamin prétendant à la succession du roi : Qo 4, 15 : Gwelet em eus an holl dud a gerzh dindan an heol o vont a-du evit al lampon yaouank a save da gemer plas egile ;

innombrable était la foule de ceux qu’il conduisait. Mais ses futurs sujets n’en seront pas heureux. Car cela aussi n’est que vanité, tourment de l’esprit. Qo 4, 16 : un engroez diniver a dud eo ar re a oa er penn anezho. Gwazh a se mar n’eus ket goude-se da vezañ laouen gantañ ! A dra sur, se ’zo kerze, ha redadenn war-lerc’h avel !

Surveille tes pas quand tu vas à la Maison de Dieu ; approche-toi pour écouter plutôt que pour offrir le sacrifice des sots : ils ignorent le mal qu’ils font. Qo 4, 17 : Taol evezh ouzh da gammedoù pa-z i da di Doue. Tosta evit selaou : se ’zo gwelloc’h eget sakrifis ar re ziskiant, ha n’ouzont ket e reont ar gwall.