Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Sophonie » Chapitre 3

Livre de Sophonie - Chapitre 3

Levr : Diougan Sofonias
Chapitre : 1 | 2 | 3

Chapitre 3



Malheur à la rebelle, l’impure, Jérusalem, la ville tyrannique ! So 3, 1 : Gwalleur war an hini disuj, an hini saotret, ar Gêr vac’homerez !

Elle n’a pas écouté l’appel, elle n’a pas accepté la leçon, elle n’a pas fait confiance au Seigneur, de son Dieu elle ne s’est pas approchée. So 3, 2 : N’he deus ket selaouet ar c’halvadenn, n’he deus ket degemeret ar gentel. N’eo ket en Aotrou he deus fiziet, n’eo ket ouzh he Doue he deus tostaet.

Ses princes, en elle, sont des lions rugissants ; ses juges, des loups de la steppe qui n’ont rien à ronger le matin ; So 3, 3 : He renerien en he c’hreiz a zo leoned o yudal ; he barnerien evel bleizi ar serr-noz ha na viront askorn ebet evit ar beure.

ses prophètes sont des vantards, des imposteurs ; ses prêtres profanent ce qui est sacré, ils violent la Loi. So 3, 4 : He frofeded a zo brabañserien, paotred a dreitouriezh, he beleien o deus disakret ar pezh a zo santel, gwallet o deus al Lezenn.

Mais le Seigneur, en elle, est juste, il ne commet pas d’injustice ; chaque matin, il rend son jugement, toujours présent quand le jour se lève. – Mais le malfaiteur ne connaît pas la honte. So 3, 5 : An Aotrou en he c’hreiz a zo just, ne ra ket a fallagriezh, bep beure e tiskler e varnedigezh, gant gouloù-deiz, hep mank ebet. Met an den direizh n’anav ket ar vezh !

J’ai supprimé des nations, leurs tours d’angle ont été détruites ; j’ai rendu leurs rues désertes : plus personne n’y passe. Leurs villes sont ravagées : plus un homme, plus un habitant ! So 3, 6 : Rasket em eus ar broadoù kuit, freuzet em eus o zourioù-korn, didudet em eus o straedoù, hep den ebet ken o tremen enno, gwastet eo bet o c’hêrioù, hep den ebet, annezad ebet ken o chom enno.

Je disais : Au moins tu me craindras, tu accepteras la leçon ; à ses yeux ne peuvent s’effacer toutes les fois où je l’ai visitée. Mais non ! À peine levés, ils se sont mis à pervertir toutes leurs actions ! So 3, 7 : Lavaret em eus : Va doujañ a raio da vihanañ, degemer a raio ar gentel ; Evel-se ne vo ket rasket kuit he chomadur. Met kaer eo bet din he c’hastizañ, int o deus hastet breinañ muioc’h c’hoazh o holl oberoù.

C’est pourquoi : Oracle du Seigneur ! J’ai dit : « Attendez-moi, jusqu’au jour où je me lèverai en accusateur. » Ma décision rassemblera les nations, réunira les royaumes, pour verser sur eux ma fureur, toute l’ardeur de ma colère. Oui, le feu de ma jalousie dévorera toute la terre. So 3, 8 : Gant se va gortozit, diougan an Aotrou ! Evit an deiz ma savin evel test : rak divizet em eus dastum ar broadoù, bodañ ar rouantelezhioù, evit skuilh warno va fulor, holl ernez va c’hounnar, pa vo lonket an douar a-bezh gant tan va gwarizi.

Alors, je rendrai pures les lèvres des peuples pour que tous invoquent le nom du Seigneur et, d’un même geste, le servent. So 3, 9 : Rak treiñ a rin neuze muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, dezho da bediñ gwitibunan anv an Aotrou ha d’e servijiñ holl a-unan.

D’au-delà des fleuves d’Éthiopie, ceux qui m’adorent, mes enfants dispersés, m’apporteront mon offrande. So 3, 10 : Eus an tu-hont da stêrioù Koush, va azeulerien, va fobl dasstrewet a zegaso din va frofadenn.

Ce jour-là, tu n’auras plus à rougir de tes méfaits, de tes crimes contre moi, car alors j’extirperai de toi ceux qui se vantent avec insolence, tu cesseras de te pavaner sur ma montagne sainte. So 3, 11 : En deiz-se n’az po ket da ruziañ evit hini ebet eus da holl oberoù m’ec’h eus pec’het ouzhin ganto, rak pellaat a rin neuze eus da greiz da dud rok, laouen gant o lorc’h, ha ne zalc’hi ket ken d’en em sevel gant fouge war va menez a santelezh.

Je laisserai chez toi un peuple pauvre et petit ; il prendra pour abri le nom du Seigneur. So 3, 12 : Met lezel a rin ez kreiz ur boblañs paour hag ezhommek a glasko he goudor e anv an Aotrou :

Ce reste d’Israël ne commettra plus d’injustice ; ils ne diront plus de mensonge ; dans leur bouche, plus de langage trompeur. Mais ils pourront paître et se reposer, nul ne viendra les effrayer. So 3, 13 : Tud restad Israel, na raint mui a fallagriezh, na lavarint mui a c’hevier, na vo mui en o genoù un teod a dromplerezh, a beuro hag a gavo bod hep bezañ trubuilhet gant den.

Pousse des cris de joie, fille de Sion ! Éclate en ovations, Israël ! Réjouis-toi, de tout ton cœur bondis de joie, fille de Jérusalem ! So 3, 14 : Youc’h gant ar joa, merc’h Sion, youc’hit a levenez, tud Israel, en em laouena ha trid a greiz kalon, merc’h Jeruzalem !

Le Seigneur a levé les sentences qui pesaient sur toi, il a écarté tes ennemis. Le roi d’Israël, le Seigneur, est en toi. Tu n’as plus à craindre le malheur. So 3, 15 : An Aotrou en deus tennet kuit e setañsoù a-enep dit, pellaet en deus diouzhit da enebour ; an Aotrou a zo ez kreiz, Eñ roue Israel, ne weli ket ken ar gwalleur.

Ce jour-là, on dira à Jérusalem : « Ne crains pas, Sion ! Ne laisse pas tes mains défaillir ! So 3, 16 : En deiz-se e vo lavaret da Jeruzalem : bez dizaon, o Sion ! Arabat d’az taouarn kouezhañ laosk ha dinerzh !

Le Seigneur ton Dieu est en toi, c’est lui, le héros qui apporte le salut. Il aura en toi sa joie et son allégresse, il te renouvellera par son amour ; il exultera pour toi et se réjouira, So 3, 17 : An Aotrou da Zoue a zo ez kreiz Salver kadarn ! En abeg dit, Eñ a drido gant ar joa, neveziñ a raio dit e garantez, en abeg dit e youc’ho a levenez.

comme aux jours de fête. » J’ai écarté de toi le malheur, pour que tu ne subisses plus l’humiliation. So 3, 18 : Evel e deizioù an Emgav, em eus tennet diouzhit ar gwalleur, an dismegañs a boueze warnout.

Me voici à l’œuvre contre tous tes oppresseurs. En ce temps-là je sauverai la brebis boiteuse, je rassemblerai celles qui sont égarées, et je leur donnerai louange et renom dans tous les pays où elles ont connu la honte. So 3, 19 : Setu ma rin-me un distrujadeg en deizioù-se, gant ar re holl a vac’h ac’hanout ; Rak saveteiñ a rin ar re vac’hagnet, advodañ a rin ar re zianket ; O lakaat a rin da gaout meuleudi ha brud En holl vroioù m’o deus enno anavezet ar vezh.

En ce temps-là je vous ramènerai, en ce temps-là je vous rassemblerai ; alors je vous donnerai louange et renom parmi tous les peuples de la terre, quand je ramènerai vos captifs, et vous le verrez, – dit le Seigneur. So 3, 20 : En amzer-se e lakain ac’hanoc’h da zistreiñ, hag ho tastum a rin er mare-se, ho lakaat da gaout brud ha meuleudi e-touez holl bobloù an douar, pa gemmin ho planedenn dindan ho taoulagad, eme an Aotrou !