Première lettre de saint Paul Apôtre à Timothée - Chapitre 3
Chapitre 3
Voici une parole digne de foi : si quelqu’un aspire à la responsabilité d’une communauté, c’est une belle tâche qu’il désire. 1Tm 3, 1 : Gwir-mat eo ar gomz-mañ : ma fell da unan bennak bezañ eskob e c’hoanta ur vat a garg.
Le responsable doit être irréprochable, époux d’une seule femme, un homme sobre, raisonnable, équilibré, accueillant, capable d’enseigner, 1Tm 3, 2 : Ret eo eta d’an eskob bezañ direbech, bezañ bet dimezet ur wech hepken, bezañ reizh, evezhiek, seven, digor e di, gouest da gelenn ;
ni buveur ni brutal mais bienveillant, ni querelleur ni cupide. 1Tm 3, 3 : arabat e ve douget d’ar gwin, na laer, met habask, peoc’hus, distag diouzh an arc’hant ;
Il faut qu’il dirige bien les gens de sa propre maison, qu’il obtienne de ses enfants l’obéissance et se fasse respecter. 1Tm 3, 4 : ra ouezo gouarn mat e di, ha derc’hel e vugale er sentidigezh hag e pep onestiz.
Car si quelqu’un ne sait pas diriger sa propre maison, comment pourrait-il prendre en charge une Église de Dieu ? 1Tm 3, 5 : Rak ma ne oar ket unan bennak ren e di e-unan, penaos e c’hello ober war-dro Iliz Doue ?
Il ne doit pas être un nouveau converti ; sinon, aveuglé par l’orgueil, il pourrait tomber sous la même condamnation que le diable. 1Tm 3, 6 : Arabat e ve un den nevez-deuet d’ar feiz, gant aon na zeufe da vezañ dallet gant al lorc’h, ha da gouezhañ dindan an hevelep barnedigezh hag an Diaoul.
Il faut aussi que les gens du dehors portent sur lui un bon témoignage, pour qu’il échappe au mépris des hommes et au piège du diable. 1Tm 3, 7 : Ret eo ivez en defe testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e rouedoù an Diaoul.
Les diacres, eux aussi, doivent être dignes de respect, n’avoir qu’une parole, ne pas s’adonner à la boisson, refuser les profits malhonnêtes, 1Tm 3, 8 : En hevelep doare, ra vezo an diagoned tud reizh, hep gaouierezh ; arabat e vent douget d’evañ gwin na d’ober gounidoù disleal ;
garder le mystère de la foi dans une conscience pure. 1Tm 3, 9 : ra virint avat Mister ar feiz en ur goustiañs c’hlan.
On les mettra d’abord à l’épreuve ; ensuite, s’il n’y a rien à leur reprocher, ils serviront comme diacres. 1Tm 3, 10 : Int ivez, ra vezint arnodet da gentañ, ha neuze, ma vezont didamall, ra vezint lakaet da ziagoned.
Les femmes, elles aussi, doivent être dignes de respect, ne pas être médisantes, mais sobres et fidèles en tout. 1Tm 3, 11 : Ar merc’hed, kenkoulz-all, a zle bezañ merc’hed a-zoare, na vezint ket teodet-fall, met fur ha leal e pep tra.
Que le diacre soit l’époux d’une seule femme, qu’il mène bien ses enfants et sa propre famille. 1Tm 3, 12 : Ret eo d’an diagoned bezañ bet dimezet ur wech hepken, gouarn mat o bugale hag o ziegezh e-unan.
Les diacres qui remplissent bien leur ministère obtiennent ainsi une position estimable et beaucoup d’assurance grâce à leur foi au Christ Jésus. 1Tm 3, 13 : Rak ar re a zalc’h mat da labour o c’harg a c’hounez ur renk enorus ha frankiz da gomz er feiz-se hon eus er C’hrist Jezuz.
Je t’écris avec l’espoir d’aller te voir bientôt. 1Tm 3, 14 : Skrivañ a ran an traoù-se dit gant ar spi da vont hep dale d’az kaout.
Mais au cas où je tarderais, je veux que tu saches comment il faut se comporter dans la maison de Dieu, c’est-à-dire la communauté, l’Église du Dieu vivant, elle qui est le pilier et le soutien de la vérité. 1Tm 3, 15 : Met ma talean, e fell din e ouezi penaos e tleer en em ren e ti Doue, en ti-se a zo Iliz an Doue bev, kolonenn hag harp ar wirionez.
Assurément, il est grand, le mystère de notre religion : c’est le Christ, manifesté dans la chair, justifié dans l’Esprit, apparu aux anges, proclamé dans les nations, cru dans le monde, enlevé dans la gloire ! 1Tm 3, 16 : Rak hep mar ebet, bras eo ar mister hon eus da zoujañ, a zo an hini bet diskouezet er c’horf, diskleriet santel gant ar Spered, bet gwelet gant an Aelez, prezeget d’ar Baganed, kredet gant ar bed, hag uhelsavet er c’hloar.
