Lettre de saint Paul Apôtre aux Ephésiens - Chapitre 6
Chapitre 6
Vous, les enfants, obéissez à vos parents dans le Seigneur, car c’est cela qui est juste : Ep 6, 1 : C’hwi, ar vugale, sentit ouzh ho kerent en Aotrou : reizh eo an dra-se.
Honore ton père et ta mère, c’est le premier commandement qui soit assorti d’une promesse : Ep 6, 2 : « Enor da dad ha da vamm », hennezh eo ar gourc’hemenn kentañ a vefe stag outañ ur bromesa,
ainsi tu seras heureux et tu auras longue vie sur la terre. Ep 6, 3 : « evit ma vo mat ar bed ganit ha ma vevi e-pad pell war an douar ».
Et vous, les parents, ne poussez pas vos enfants à la colère, mais élevez-les en leur donnant une éducation et des avertissements inspirés par le Seigneur. Ep 6, 4 : Ha c’hwi, kerent, na hegasit ket ho pugale, met desavit anezho ouzh o divankañ hag ouzh o gourdrouz hervez an Aotrou.
Vous, les esclaves, obéissez à vos maîtres d’ici-bas comme au Christ, avec crainte et profond respect, dans la simplicité de votre cœur. Ep 6, 5 : C’hwi, sklaved, sentit ouzh ho mistri eus ar bed-mañ gant doujañs ha resped, a galon leal, evel ouzh ar C’hrist.
Ne le faites pas seulement sous leurs yeux, par souci de plaire à des hommes, mais comme des esclaves du Christ qui accomplissent la volonté de Dieu de tout leur cœur, Ep 6, 6 : Na servijit ket evit bezañ gwelet evel o klask plijout d’an dud, met evel sklaved ar C’hrist oc’h ober a-greiz kalon youl Doue.
et qui font leur travail d’esclaves volontiers, comme pour le Seigneur et non pas pour des hommes. Ep 6, 7 : Diskouezit kalon vat evel pa vefec’h o servijañ an Aotrou ha n’eo ket tud
Car vous savez bien que chacun, qu’il soit esclave ou libre, sera rétribué par le Seigneur selon le bien qu’il aura fait. Ep 6, 8 : en ur c’houzout e resevo pep hini e c’hopr digant an Aotrou evit ar mad en devo graet, pe sklav pe den en e frankiz e vefe.
Et vous, les maîtres, agissez de même avec vos esclaves, laissez de côté les menaces. Car vous savez bien que, pour eux comme pour vous, le Maître est dans le ciel, et il est impartial envers les personnes. Ep 6, 9 : Ha c’hwi mistri, grit kement-all en o c’heñver ; dilezit ar gourdrouzoù ; gouezit mat emañ evidoc’h kenkoulz hag evito, ho kwir mestr en Neñvoù ; ur mestr ha na ra ket diouzh dere diavaez an dud.
Enfin, puisez votre énergie dans le Seigneur et dans la vigueur de sa force. Ep 6, 10 : Erfin, klaskit tennañ ho nerzh eus an Aotrou hag eus e c’halloud dreist-hini.
Revêtez l’équipement de combat donné par Dieu, afin de pouvoir tenir contre les manœuvres du diable. Ep 6, 11 : Lakait warnoc’h gwiskamant brezel hag armoù Doue, evit gallout derc’hel penn ouzh itrikoù an Diaoul.
Car nous ne luttons pas contre des êtres de sang et de chair, mais contre les Dominateurs de ce monde de ténèbres, les Principautés, les Souverainetés, les esprits du mal qui sont dans les régions célestes. Ep 6, 12 : Rak n’eo ket a-enep tud gant kig ha gwad hor befe da stourm, met a-enep d’ar Priñselezhioù, d’ar Galloudoù, a-enep da renerien ar bed-se a deñvalijenn, a-enep speredoù an droug o chom en oabloù.
Pour cela, prenez l’équipement de combat donné par Dieu ; ainsi, vous pourrez résister quand viendra le jour du malheur, et tout mettre en œuvre pour tenir bon. Ep 6, 13 : En abeg da se, kemerit warnoc’h armoù Doue, evit ma c’hellot derc’hel penn en deizioù drouk, hag o vezañ stourmet e pep doare, chom trec’h war an dachenn.
Oui, tenez bon, ayant autour des reins le ceinturon de la vérité, portant la cuirasse de la justice, Ep 6, 14 : Ya, en em lakait en ho sav, gant ar wirionez da c’houriz en-dro d’ho targreiz, gant ar justis da hobregon war ho pruched,
les pieds chaussés de l’ardeur à annoncer l’Évangile de la paix, Ep 6, 15 : ha kemerit da votoù en ho treid ar gred da skignañ Aviel ar peoc’h.
et ne quittant jamais le bouclier de la foi, qui vous permettra d’éteindre toutes les flèches enflammées du Mauvais. Ep 6, 16 : Dalc’hit bepred en ho torn skoed ar feiz, a c”hellot gantañ mougañ holl zaredoù entanet an hini drouk ;
Prenez le casque du salut et le glaive de l’Esprit, c’est-à-dire la parole de Dieu. Ep 6, 17 : ha kemerit erfin tokarn ar silvidigezh ha kleze ar spered, da lavarout eo, Komz Doue.
En toute circonstance, que l’Esprit vous donne de prier et de supplier : restez éveillés, soyez assidus à la supplication pour tous les fidèles. Ep 6, 18 : Bevit e-kreiz ar bedenn hag an aspedenn ; e pep amzer pedit dre ar Spered ; taolit pled da zerc’hel ganti hep skuizhañ ha da c’houlenn skoazell Doue evit an holl Sent ;
Priez aussi pour moi : qu’une parole juste me soit donnée quand j’ouvre la bouche pour faire connaître avec assurance le mystère de l’Évangile Ep 6, 19 : hag evidon ivez, evit ma roio Doue din prezeg e gomz gant muzelloù digor hag embann hardizh Mister e Aviel ;
dont je suis l’ambassadeur, dans mes chaînes. Priez donc afin que je trouve dans l’Évangile pleine assurance pour parler comme je le dois. Ep 6, 20 : ma-z on ar c’hannad anezhañ betek em chadennoù : ra 'm bo hardizhegezh da gomz diwar e benn evel ma tlean.
Et vous, vous saurez ce que je deviens et ce que je fais, car Tychique, le frère bien-aimé, le fidèle ministre dans le Seigneur, vous informera de tout. Ep 6, 21 : C’hoant am eus ho pefe keloù, c’hwi ivez, diwar va fenn, deoc’h da c’houzout petra e teuan da vezañ. An holl draoù-se a vo roet deoc’h da anavezout gant Tic’hikos, hor breur karet-meurbet, hor skoazeller feal en Aotrou.
Je l’envoie spécialement auprès de vous, afin que vous ayez de nos nouvelles et qu’il réconforte vos cœurs. Ep 6, 22 : E gas a ran deoc’h evit an dra-se end-eeun, reiñ deoc’h eus hor c’heloù, ha kennerzhañ ho kalonoù.
Que la paix soit avec les frères, ainsi que l’amour et la foi, de la part de Dieu le Père et du Seigneur Jésus Christ. Ep 6, 23 : Goulenn a ran evit ar vreudeur ar peoc’h hag ar garantez gant ar feiz, digant Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz Krist.
Que la grâce soit avec tous ceux qui aiment notre Seigneur Jésus Christ d’un amour impérissable. Ep 6, 24 : Ra vo ar c’hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz Krist, en divarvelezh.
