Lettre de saint Paul Apôtre aux Philippiens - Chapitre 4
Chapitre 4
Ainsi, mes frères bien-aimés pour qui j’ai tant d’affection, vous, ma joie et ma couronne, tenez bon dans le Seigneur, mes bien-aimés. Ph 4, 1 : Rak-se eta, va breudeur muiañ-karet ha ker-meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, dalc’hit start gant an hent-se en Aotrou, va re vuiañ-karet.
J’exhorte Évodie, j’exhorte aussi Syntykhè, à se mettre d’accord dans le Seigneur. Ph 4, 2 : Pediñ a ran Evodia evel ma pedan Sintikez d’en em glevout mat en Aotrou.
Oui, je te le demande à toi aussi, mon vrai compagnon d’effort, viens-leur en aide, à elles qui ont lutté avec moi pour l’annonce de l’Évangile, ainsi que Clément et mes autres collaborateurs, dont les noms se trouvent au livre de vie. Ph 4, 3 : Ha goulenn a ran diganit, kumpagnun gwirion, ro sikour dezho, rak va skoazellet o deus er stourm evit an Aviel, a-gevret gant Klemañs ha va c’henlabourerien all, a zo merket o anvioù e Levr ar Vuhez.
Soyez toujours dans la joie du Seigneur ; je le redis : soyez dans la joie. Ph 4, 4 : En em laouenait hep ehan, en Aotrou ; e lavarout a ran adarre, en em laouenait.
Que votre bienveillance soit connue de tous les hommes. Le Seigneur est proche. Ph 4, 5 : Ra vezo anat ho touster d’an holl dud. Tost eo an Aotrou.
Ne soyez inquiets de rien, mais, en toute circonstance, priez et suppliez, tout en rendant grâce, pour faire connaître à Dieu vos demandes. Ph 4, 6 : Na vezit nec’het gant netra. Met e pep degouezh, dre an orezon hag ar bedenn, ha gant ar rentañ grasoù, lakait ho koulennoù da sevel dirak Doue.
Et la paix de Dieu, qui dépasse tout ce qu’on peut concevoir, gardera vos cœurs et vos pensées dans le Christ Jésus. Ph 4, 7 : Ha peoc’h Doue, an hini a zo dreist da bep skiant, d’ho miro dindan e ward, kalon hag ene, er C’hrist Jezuz.
Enfin, mes frères, tout ce qui est vrai et noble, tout ce qui est juste et pur, tout ce qui est digne d’être aimé et honoré, tout ce qui s’appelle vertu et qui mérite des éloges, tout cela, prenez-le en compte. Ph 4, 8 : A-hent-all, va breudeur, kement a zo gwir, uhel, leal, kement a zo glan, karadek, a vrud vat, kement a zo vertuzus ha meulus, eo kement-se a zle bezañ mennad ho spered.
Ce que vous avez appris et reçu, ce que vous avez vu et entendu de moi, mettez-le en pratique. Et le Dieu de la paix sera avec vous. Ph 4, 9 : Ar pezh hoc’h eus desket, resevet, klevet diganin ha gwelet ennon, grit-eñ ; hag an Doue a beoc’h a vo ganeoc’h.
J’ai éprouvé une grande joie dans le Seigneur à voir maintenant refleurir vos bonnes dispositions pour moi : elles étaient bien vivantes, mais vous n’aviez pas occasion de les montrer. Ph 4, 10 : Bras eo bet va levenez en Aotrou, o welout erfin ho preder evidon oc’h advleuniañ ; evit gwir ho poa soñj ac’hanon, met n’ho poa ket degouezh mat da ziskouez din ho karantez.
Ce ne sont pas les privations qui me font parler ainsi, car j’ai appris à me contenter de ce que j’ai. Ph 4, 11 : N’eo ket va dienez am laka da gomz evel-se ; rak desket em eus bezañ laouen gant ar stad m’en em gavan enni.
Je sais vivre de peu, je sais aussi être dans l’abondance. J’ai été formé à tout et pour tout : à être rassasié et à souffrir la faim, à être dans l’abondance et dans les privations. Ph 4, 12 : Gouzout a ran bevañ en dienez, evel e ouzon bevañ en aezamant. E pep amzer hag e pep degouezh ez on en em stummet da gaout va gwalc’h pe da gaout naon, da vezañ e-kreiz ar builhentez pe da c’houzañv diouer.
Je peux tout en celui qui me donne la force. Ph 4, 13 : Pep tra a c’hellan en Hini a ro nerzh din.
Cependant, vous avez bien fait de vous montrer solidaires quand j’étais dans la gêne. Ph 4, 14 : Koulskoude mat hoc’h eus graet o kemer ho lod em foanioù.
Vous, les Philippiens, vous le savez : dans les premiers temps de l’annonce de l’Évangile, au moment où je quittais la Macédoine, je n’ai eu ma part dans les recettes et dépenses d’aucune Église, excepté la vôtre. Ph 4, 15 : Soñj mat hoc’h eus, c’hwi hoc’h-unan, Filipiz, penaos, er penn kentañ ma prezegen an Aviel, goude ma oan aet kuit eus Makedonia, ne voe Iliz ebet o reiñ din skoazell gant ur gont digor, nemedoc’h-c’hwi hepmuiken,
À Thessalonique déjà, vous m’avez envoyé, et même deux fois, ce dont j’avais besoin. Ph 4, 16 : ha penaos ivez da Desalonike hoc’h eus kaset din, dre ziv wech, peadra da bourveziñ d’am ezhommoù.
Je ne recherche pas les dons ; ce que je recherche, c’est le bénéfice qui s’ajoutera à votre compte. Ph 4, 17 : N’eo ket e klaskfen ar profoù, klask a ran kentoc’h ar gopr-se a ya war gresk, war ho kont-c’hwi.
J’ai d’ailleurs tout reçu, je suis dans l’abondance ; je suis comblé depuis qu’Épaphrodite m’a remis votre envoi : c’est comme une offrande d’agréable odeur, un sacrifice digne d’être accepté et de plaire à Dieu. Ph 4, 18 : Evit bremañ em eus kement am eus ezhomm, ha zoken en tu-hont. Karget on abaoe m’em eus bet digant Epafroditos ar pezh hoc’h eus kaset din da brofadenn a c’hwezh-vat, sakrifis kavet mat gant Doue ha plijus dezhañ.
Et mon Dieu comblera tous vos besoins selon sa richesse, magnifiquement, dans le Christ Jésus. Ph 4, 19 : En distro, va Doue a bourvezo d’hoc’h holl ezhommoù, hervez e binvidigezh, gant splannder, er C’hrist Jezuz.
Gloire à Dieu notre Père pour les siècles des siècles. Amen. Ph 4, 20 : Da Zoue hon Tad ar c’hloar, evit kantvedoù ar c’hantvedoù.
Saluez chacun des fidèles dans le Christ Jésus. Les frères qui sont avec moi vous saluent. Ph 4, 21 : Saludit pep unan eus ar Sent, er C’hrist Jezuz. Ar vreudeur a zo ganin a ra o gourc’hemennoù deoc’h.
Tous les fidèles vous saluent, spécialement ceux qui font partie du personnel de l’empereur. Ph 4, 22 : An holl Sent ho salud, dreist-holl ar re a zo eus ti Kaesar.
La grâce du Seigneur Jésus Christ soit avec votre esprit. Amen. Ph 4, 23 : Gras an Aotrou Jezuz Krist da vezo gant ho spered.
