Lettre aux Hébreux - Chapitre 13
Chapitre 13
Que demeure l’amour fraternel ! He 13, 1 : Chomit en ur garantez a vreudeur.
N’oubliez pas l’hospitalité : elle a permis à certains, sans le savoir, de recevoir chez eux des anges. He 13, 2 : N’ankounac’hait ket reiñ degemer en ho ti, rak ouzh hen ober o deus hiniennoù, hep gouzout dezho, roet degemer da Aelez.
Souvenez-vous de ceux qui sont en prison, comme si vous étiez prisonniers avec eux. Souvenez-vous de ceux qui sont maltraités, car vous aussi, vous avez un corps. He 13, 3 : Mirit soñj eus ar brizonidi, evel pa vefec’h c’hwi hoc’h-unan chadennet a-gevret ganto, ha soñj ivez eus ar re wallgaset o vezañ ma-z oc’h c’hwi hoc’h-unan tud gant ur c’horf.
Que le mariage soit honoré de tous, que l’union conjugale ne soit pas profanée, car les débauchés et les adultères seront jugés par Dieu. He 13, 4 : Ra vezo ar briedelezh enoret gant an holl, ha gwele an dimeziñ hep hudurniezh. Rak Doue a varno an roulerien hag an avoultrerien.
Que votre conduite ne soit pas inspirée par l’amour de l’argent : contentez-vous de ce que vous avez, car Dieu lui-même a dit : Jamais je ne te lâcherai, jamais je ne t’abandonnerai. He 13, 5 : Arabat deoc’h bezañ troet gant an arc’hant ; bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus ; rak Doue e-unan en deus lavaret : « N’az tilezin ket, nann, n’az laoskin ket diskoazell ».
C’est pourquoi nous pouvons dire en toute assurance : Le Seigneur est mon secours, je n’ai rien à craindre ! Que pourrait me faire un homme ? He 13, 6 : En doare ma c’hellit lavarout gant fiziañs : « An Aotrou eo va skoazell : n’em bo ket aon ; petra c’hell an den ober din ? ».
Souvenez-vous de ceux qui vous ont dirigés : ils vous ont annoncé la parole de Dieu. Méditez sur l’aboutissement de la vie qu’ils ont menée, et imitez leur foi. He 13, 7 : Ho pet soñj eus ho renerien, int-i hag o deus prezeget deoc’h lavar Doue ; hag en ur arvestiñ ouzh penn diwezhañ o buhez, kemerit skouer diwar o feiz.
Jésus Christ, hier et aujourd’hui, est le même, il l’est pour l’éternité. He 13, 8 : Jezuz Krist, dec’h hag hiziv, a zo bepred an hevelep hini, ha da holl viken.
Ne vous laissez pas égarer par toutes sortes de doctrines étrangères. Il est bon de fortifier nos cœurs par la grâce, et non par des observances alimentaires qui n’ont jamais profité à leurs adeptes. He 13, 9 : N’en em lezit ket da vezañ diheñchet gant kredennoù liesdoare hag estren. Rak mat eo d’ar galon bezañ kennerzhet gant ar c’hras, ha n’eo ket gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re o deus graet ganto.
Nous avons un autel auquel n’ont pas le droit de se nourrir ceux qui rendent un culte selon l’ancienne Alliance. He 13, 10 : Ni avat hon eus un aoter ha n’o deus ket servijerien an Tabernakl ar gwir da zebriñ diouti.
En effet, quand le grand prêtre portait dans le sanctuaire le sang des animaux en sacrifice pour le péché, c’est en dehors de l’enceinte que leurs corps étaient brûlés. He 13, 11 : Al loened-se avat hag a vez degaset o gwad gant ar Beleg-meur e-barzh ar Santual evit dic’haou ar pec’hed, a vez devet o c’horfoù er-maez eus ar c’hamp.
C’est pourquoi Jésus, lui aussi, voulant sanctifier le peuple par son propre sang, a souffert sa Passion à l’extérieur des portes de la ville. He 13, 12 : En abeg da se, Jezuz ivez, evit santelaat ar bobl gant e wad e-unan, en deus gouzañvet a-ziavaez eus dor Kêr.
Eh bien ! pour aller à sa rencontre, sortons en dehors de l’enceinte, en supportant l’injure qu’il a subie. He 13, 13 : Evit mont d’e gaout, deomp eta er-maez eus ar c’hamp, en ur zougen warnomp e zismegañs.
Car la ville que nous avons ici-bas n’est pas définitive : nous recherchons la ville qui doit venir. He 13, 14 : Rak n’hon eus ket amañ ur Gêr da badout, met klask a reomp an hini da zont.
En toute circonstance, offrons à Dieu, par Jésus, un sacrifice de louange, c’est-à-dire les paroles de nos lèvres qui proclament son nom. He 13, 15 : Drezañ eta e pep amzer, kinnigomp da Zoue ur sakrifis a veuleudi, da lavarout eo frouezh muzelloù o veuliñ e anv.
N’oubliez pas d’être généreux et de partager. C’est par de tels sacrifices que l’on plaît à Dieu. He 13, 16 : Ha n’ankounac’hait ket ober vad ha reiñ d’ar re all lod eus ho madoù, rak aberzhoù a seurt-se a blij da Zoue.
Faites confiance à ceux qui vous dirigent et soyez-leur soumis ; en effet, ils sont là pour veiller sur vos âmes, ce dont ils auront à rendre compte. Ainsi, ils accompliront leur tâche avec joie, sans avoir à se plaindre, ce qui ne vous serait d’aucun profit. He 13, 17 : Sentit ouzh ho renerien, ha bezit doujus en o c’heñver, rak eveshaat a reont war ho puhezioù, evel tud o deus da rentañ kont anezho : grit ma raint o labour gant levenez ha n’eo ket en ur huanadiñ ; dic’hounid evidoc’h e vefe kement-se.
Priez pour nous ; en effet, nous sommes convaincus d’avoir une conscience pure, puisque nous voulons en toute circonstance avoir une bonne conduite. He 13, 18 : Pedit evidomp : krediñ a reomp kaout ur goustiañs vat o vezañ ma vennomp en em ren e pep tra gant furnez.
Je vous demande instamment de le faire, pour que je vous sois rendu plus vite. He 13, 19 : Koulskoude her goulenn a ran startoc’h diganeoc’h, evit ma vin rentet deoc’h buanoc’h.
Que le Dieu de la paix, lui qui a fait remonter d’entre les morts, grâce au sang de l’Alliance éternelle, le berger des brebis, le Pasteur par excellence, notre Seigneur Jésus, He 13, 20 : Doue ar peoc’h, hag en deus degaset en-dro eus a-douez ar re varv, an hini a zo deuet da vezañ dre wad un Emglev peurbadus, Pastor an deñved, ar Pastor meur, hon Aotrou Jezuz,
que ce Dieu vous forme en tout ce qui est bon pour accomplir sa volonté, qu’il réalise en nous ce qui est agréable à ses yeux, par Jésus Christ, à qui appartient la gloire pour les siècles des siècles. Amen. He 13, 21 : Doue ar peoc’h d’ho lakaio d’ober ar mad e pep degouezh ha da gas e youl da benn, ma seveno ennomp ar pezh a blij d’e zaoulagad, dre Jezuz Krist a zo dleet ar c’hloar dezhañ evit kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen.
Je vous invite, frères, à supporter cette parole d’exhortation. D’ailleurs, je ne vous envoie que quelques mots. He 13, 22 : Me ho ped, breudeur, d’ober degemer mat d’am erbedadenn, peogwir em eus he skrivet deoc’h e berr gomzoù.
Sachez que notre frère Timothée est libéré. J’irai vous voir avec lui s’il vient assez vite. He 13, 23 : Gouezit eo bet lakaet en e frankiz hor breur Timozeos. Ma teu abred a-walc’h ez in gantañ d’ho kwelout.
Saluez tous ceux qui vous dirigent et tous les fidèles. Ceux d’Italie vous saluent. He 13, 24 : Grit va gourc’hemennoù d’hoc’h holl renerien ha d’an holl Sent. Ar vreudeur eus Italia ho salud.
La grâce soit avec vous tous. He 13, 25 : Ar c’hras da vezañ ganeoc’h holl.
