Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’an Hebreed » Pennad 1

Al lizher d’an Hebreed - Pennad 1

Levr : Al lizher d’an Hebreed
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Pennad 1



À BIEN DES REPRISES et de bien des manières, Dieu, dans le passé, a parlé à nos pères par les prophètes ; He 1, 1 : Goude bezañ, meur a wech hag e meur a c’hiz, komzet gwechall ouzh hon Tadoù dre ar Brofeded,

mais à la fin, en ces jours où nous sommes, il nous a parlé par son Fils qu’il a établi héritier de toutes choses et par qui il a créé les mondes. He 1, 2 : Doue, en deizioù-mañ, ar re ziwezhañ, en deus komzet ouzhomp dre ar Mab, an hini bet lakaet gantañ da benn-hêr war bep tra, hag ez eo drezañ ivez en deus krouet ar bedoù.

Rayonnement de la gloire de Dieu, expression parfaite de son être, le Fils, qui porte l’univers par sa parole puissante, après avoir accompli la purification des péchés, s’est assis à la droite de la Majesté divine dans les hauteurs des cieux ; He 1, 3 : Sked e splannder hag eilskeudenn e anien, ar Mab-se hag a zalc’h pep tra er bed dre nerzh e Gomz, goude bezañ kaset da benn puridigezh ar pec’hedoù, a zo aet d’azezañ en tu dehou da Veurdez-Doue e barr an Neñvoù,

et il est devenu bien supérieur aux anges, dans la mesure même où il a reçu en héritage un nom si différent du leur. He 1, 4 : O tont evel-se da vezañ seul uheloc’h a-us d’an Aelez, m’ en deus resevet da hêrezh un anv a-us d’o hini.

En effet, Dieu déclara-t-il jamais à un ange : Tu es mon Fils, moi, aujourd’hui, je t’ai engendré ? Ou bien encore : Moi, je serai pour lui un père, et lui sera pour moi un fils ? He 1, 5 : Da behini eus an Aelez en deus Doue lavaret biskoazh : « Va Mab out-te ; me eo am eus da c’hanet hiziv ». Pe c’hoazh : « Me a vo evitañ un Tad, hag eñ a vo evidon ur Mab ».

À l’inverse, au moment d’introduire le Premier-né dans le monde à venir, il dit : Que se prosternent devant lui tous les anges de Dieu. He 1, 6 : Hag adarre, p’emañ o tegas war an douar e Vab kentañ-ganet, e lavar : « Ra vo azeulet gant holl Aelez Doue ».

À l’adresse des anges, il dit : Il fait de ses anges des esprits, et de ses serviteurs des flammes ardentes. He 1, 7 : Diwar-benn an Aelez avat e lavar : « Ez eo eñ a ra eus e Aelez avelioù hag eus e vinistred flammoù-tan ».

Mais à l’adresse du Fils, il dit : Ton trône à toi, Dieu, est pour les siècles des siècles, le sceptre de la droiture est ton sceptre royal ; He 1, 8 : Met d’e Vab e komz evel-hen : « Da dron, o Doue, a chom da virviken ». Ha c’hoazh evel-hen : « Ur vazh a reizhder eo da vazh-roue.

tu as aimé la justice, tu as réprouvé le mal, c’est pourquoi, toi, Dieu, ton Dieu t’a consacré d’une onction de joie, de préférence à tes compagnons ; He 1, 9 : Karet oc’h eus ar reizhder ha kasaet ar fallentez ; en abeg da se, o Doue, en deus da Zoue da olevet gant un eoul a levenez, kentoc’h eget da gumpagnuned ».

et encore : C’est toi, Seigneur, qui, au commencement, as fondé la terre, et le ciel est l’ouvrage de tes mains. He 1, 10 : Ha c’hoazh e lavar dezhañ kement-mañ : « Te, Aotrou, ac’h eus diazezet an douar er penn kentañ, ha labour da zaouarn eo an Neñvoù ;

Ils passeront, mais toi, tu demeures ; ils s’useront comme un habit, l’un et l’autre ; He 1, 11 : tremen a raint, met te a chom ; koshaat a raint holl evel ur gwiskamant ;

comme un manteau, tu les enrouleras, comme un habit, ils seront remplacés ; mais toi, tu es le même, tes années n’auront pas de fin. He 1, 12 : evel ur vantell e rolli anezho ; evel ur pezh-dilhad e vezint kemmet ; met te a zo bepred an hevelep hini ha da vloavezhioù ne vo fin ebet dezho ».

Dieu a-t-il jamais dit à l’adresse d’un ange : Siège à ma droite, jusqu’à ce que je fasse de tes ennemis le marchepied de ton trône ? He 1, 13 : Hogen da behini eus an Aelez en deus lavaret biskoazh : « Azez en tu dehou din, betek ma lakain da enebourien da skabell dindan da dreid » ?

Les anges ne sont-ils pas tous des esprits chargés d’une fonction, envoyés pour le service de ceux qui doivent avoir en héritage le salut ? He 1, 14 : Hag-eñ n’int ket holl, speredoù karget eus ur ministrerezh, a vez kaset evit servijañ ar re a zle kaout ar silvidigezh da hêrezh.